Ouzhpenn ar Vretoned a zo

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Ar skoseg a yay diwar-wel (?)

Ar skoseg a yay diwar-wel (?)

12/04/2023

Tri langach a vez safaret e Bro-Skos. An holl dud a zo gouest da vont e saozneg, met 'ba' kreisteiz ar vro 'c'haller klevet tud o kaozeal skoteg ivez. Ha war vord ar mor, er C'hornôh, 'vez safaret ur yezh all c'hoazh, ur yezh geltieg a vez graet "skoseg" deuzouti, pe "gouezeleg Skos". 50 000 den a vefe gouest da vont e skoseg bremañ an deiz ha d'ar vugale 'vez desket er skolioù ivez. Met ne ya ket an traoù war welaat kement-se ...


Manuel Elizalde hag an Tasadayed

Manuel Elizalde hag an Tasadayed

12/04/2023

Spontus a-walc'h eo istor Manuel Elizalde. E 1971 en doa kontet d'ar journalised en doa kavet ur bobl gwall gozh hag a veve pell e-barzh ar c'hoad, e Mindanao (inizi Filipin). Ar re-mañ ne oant ket gouest da labourat an douar, n'anveent ket an houarn ivez ha setu neuze e vevent c'hoazh da vare an Neolitik. "Tasaday" a veze graet eus ar bobl-mañ ...


Plin an Henañ hag ar pobloù afrikan

Plin an Henañ hag ar pobloù afrikan

12/04/2023

Da vare ar Romaned ne oa ket anveet mat pobloù Afrika. Ha lod a blije kalz dezho kontañ koñchennoù diwar o fenn. Plin an Henañ lakeomp : hemañ 'neus skrivet ur bern sotonioù e-barzh e Naturalis Historiae, goude oa-eñ bet o veajiñ e "Africa". Evitañ ne oa ket 'met moñstret o vevañ du-hont !


Ar yezhoù nevez

Ar yezhoù nevez

12/04/2023

Peurvuiañ ne vez ket klevet kont 'met deus ar yezhoù a zo 'vervel, ha morse ne vez safaret deus ar re a zo 'tont war-wel. Lod a vez implijet gant milionoù a dud bemdez koulskoude, goût a rit !


An norneg

An norneg

12/04/2023

Anveout a rit an norneg ? M'em barefe a-walc'h ne rit ket ! E hanternoz Bro-Skos 'veze klevet ar yezh-mañ gwechall. E penn-kentañ an XIXvet kantved 'oa aet an nornegerien diwezhañ diwar-wel. Ne oa ket keltieg, damdost 'oa deus ar feroeg a vez safaret en izini Feroe hiziv an deiz.


An etruskeg

An etruskeg

12/04/2023

E-pad c'hwec'h kantved 'oa bet an Etrusked mestr war hanternoz ha kreiz Italia. Amezeien ar pobloù latin 'oant bet e-pad pell neuze, hag un toullad traoù a zo bet adkavet gant an arkeologourien. Koulskoude n'int ket deuet a-benn da gompren o langach c'hoazh. Ken disheñvel eo deus yezhoù all Europa d'ar mare-se ma n'ouzer ket re deus pelec'h teufe.


Perak eo aet ar galianeg diwar-wel ?

Perak eo aet ar galianeg diwar-wel ?

12/04/2023

Gwechall-gozh-tre 'veze safaret galianeg gant pobloù Galia. A-benn 'oa deuet ar Romaned 'oa komañset an dud d'ober gant al latin hag ar galianeg a veze dilosket tamm-ha-tamm. C'hwec'h kant bloavezh war-lerc'h ne chome ket galianeger ebet ken. Med perak eo aet al langaj-mañ diwar-wel ?


Ar bobl Moriori

Ar bobl Moriori

12/04/2023

Deomp da benn all an Douar, etramek Zelañd-Nevez, da inizi Chatham. Du-hont e vev ur bobl vihan, ar bobl Moriori. Hag homañ a zo bet lakaet fall 'blam d'ul lezenn gozh : lezenn Nunuku-Whenua.


Ar "Bungi Creole"

Ar "Bungi Creole"

12/04/2023

E Stad Manitoba (Kanada) e vez preget ur c'hreoleg drol a-walc'h c'hoazh. "Bungi Creole" a vez graet deusoutañ e saozneg. Diwar ar saozneg eo bet savet ha koulskoude e vez kavet ur bern komzoù a zeu eus yezhoù an Amerindianed du-hont, eus saozneg Bro-Skos ivez koulz hag eus ar skoteg hag ar gouezeleg !


Sant Padrig hag ar Gorriganed

Sant Padrig hag ar Gorriganed

12/04/2023

Gouel Sant Padrig a oa bet lidet un nebeut sizhunvezhioù 'zo bremañ. Koulskoude 'zo lod a zo savet a-enep ar gouel-mañ war Internet. 'Blam da betra ? 'Blam 'nefe Padrig lazhet ... Korriganed Iwerzhon !


Permiere Cai d'avant Cai a sieudr Dâraine