Ouzhpenn ar Vretoned a zo

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

República de Tule

República de Tule

12/04/2023

República de Tule a oa bet disklêriet d'an 12 a viz C'hwevrer 1925 warlerc'h ar Revolusion Kuna e Panama. N'eo ket padet 'met teir sizhunvezh ha neuze 'oa-hi bet staget ouzh Panama en-dro b'ar 4 a viz Meurzh. Met ar bobl kuna a zo deuet a-benn da gaout ur statud ispisial memestra !


Belarouskaïa Narodnaïa Respoublika

Belarouskaïa Narodnaïa Respoublika

12/04/2023

Belarouskaïa Narodnaïa Respoublika (Republik Pobl Bielorusia) a oa bet disklêriet er bloavezh 1918, pa oa ar brezel war e fin. Met 'oa ket padet gwall bell. Eizh miz goude-se 'oa en em gavet an Arme Ruz er vro hag a-benn neuze 'oa bet savet ur republik sosialist ha staget anezhi deus an URSS. Ar gouarnamant bielorus 'noa ranket mont kuit neuze, ha kant vloaz goude n'eo ket deuet en-dro c'hoazh !


Pobloù ar Sahara

Pobloù ar Sahara

12/04/2023

Ouzhpenn 5 milion a dud a zo chom er Sahara e 2019. Ha kalz pobloù a vez kavet du-hont. Ha n'eo ket aes ober an diferañs etre tout ar re-mañ : safaret 'vez deus an Arabed, deus ar Verbered, deus an Douareged, deus ar "Vored" ... n'eo ket gwall sklaer 'vat !


Ar Samied

Ar Samied

12/04/2023

Evit ar wech tout emañ ar Samied o chom e penn pellañ hanternoz Europa. Ne chomfe ken tro 90 000 Sami du-hont bremañ an deiz ha n'eus kalz deuzouto ken a oar samieg ivez. Diskaret eo bet o relijion gozh hag o c'hultur pell 'zo. Met gwelloc'h emañ an traoù ugent vloaz 'zo bremañ : Parlamañchoù sami a zo bet krouet !


Kakao ha chokolad

Kakao ha chokolad

12/04/2023

Ar chokolat a gavit mat ? Ya, sur ! Ha goût a ouzoc'h deus pelec'h teu ar gomz-mañ, "chokolat" ? "Chocolat" e galleg a zo bet adtapet diwar ar spagnoleg "chocolate". Met deus pelec'h teu "chocolate" neuze ? Lod a lârfe deoc'h 'teu deus "chocolatl" en nahuatleg kozh. Ha n'eo ket gwir koulskoude ! Nann, "chocolatl" n'eus ket deus an dra-mañ nag en nahuatleg kozh, nag en nahuatleg a-vremañ ...


Ar feiz zoroastr

Ar feiz zoroastr

12/04/2023

Goût a ouzoc'h pe hini 'oa relijion Freddie Mercury ? Ne oa ket na kristen, na yuzev, na muzulman : hennezh a oa ar feiz zoroastr e relijion. Kozh-Noe eo honnezh, tri mil bloaz 'zo marteze eo-hi ganet e Iran. N'eo ket dispariset ha neuze 'vefe tro 200 000 Zoroastr er bed hiziv an deiz, dreist-holl e Iran hag en Indez.


Diaesamant bras saoznegerien Kameroun

Diaesamant bras saoznegerien Kameroun

12/04/2023

E 2017 'oa disklêriet dizalc'h Bro-Ambazonia, e Kornôg Bro-Gameroun. Bras-spontus eo diaesamant ar saoznegerien du-hont tri ugent vloaz 'zo bremañ, pa oa krog gant an digolonisañ.


Jair Bolsonaro hag an Amerindianed

Jair Bolsonaro hag an Amerindianed

12/04/2023

"Ne vo ket roet sañtrimetr karrez ebet d'an Indianed" a lâre Jair Bolsonaro ar sizhun dremenet. Prezidant nevez Brasil a soñj dezhañ n'eus ket plas ken evit ar pobloù-se. Pell 'zo 'oa fall-spontus ar jeu dija. Boaz eo an Amerindianed d'en em gannañ gant ar beisanted bremañ da zifenn o douaroù. E hanternoz ar vro eo komañset Amerindianed yaouank, the Guardians of the Amazon, da lakaat tan e gweturioù ar goadourien ha da bakañ ar re a zo deuet da droc'hañ re dost deus o bilajennoù.


Goût a ouie kembraeg an Amerindianed ?

Goût a ouie kembraeg an Amerindianed ?

12/04/2023

E 1659 'oa bet paket ar reverant Morgan Jones gant Amerindianed deus Karolina an Hanternoz, re ar bobl Mandan. Div yezh a safare ar re-mañ : ar mandaneg hag ... ar c'hembraeg ! Ya ! Lañgaj kozh Bro-Gembre ! Met piv zo bet o teskiñ ar c'hembraeg dezho ? Lod a soñje neuze e richenn gozh ar priñs Madoc.


An indo-europeaneg

An indo-europeaneg

12/04/2023

Ar brezhoneg, ar galleg, ar poloneg, al lituaneg, an iranianeg ... tout ar yezhoù-mañ a ra parti eus ar memes familh-yezh, ar yezhoù indo-europeaneg. Setu eo diskennet ar re-mañ deus ar memes langach a vez graet "indo-europeaneg" deusoutañ. Met pelec'h ha pevare a veze safaret hennezh 'ta ?


Permiere Cai d'avant Cai a sieudr Dâraine