Ouzhpenn ar Vretoned a zo

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Petra oa langaj kentañ an dud ?

Petra oa langaj kentañ an dud ?

12/04/2023

Ouzhpenn 7000 yezh a vez safaret war an tamm douar-mañ hiziv an deiz. Ha, c'hwi oar mat, an darn vrasañ deuzouto a c'haller renkañ en familhoù bras ha setu e-giz-se eo deuet a-benn ar yezhourien da gompren penaos int ganet : tout al langachoù a ziskenn deus langachoù all kosoc'h hag a zo aet war-raok tammig-ha-tammig. Gant an dra-se 'zo komañset serten re da glask goût petra oa an hini kentañ a vefe mamm d'an holl re all. Met n'eo ket ken aes-se 'hat !


Ar frizeg

Ar frizeg

12/04/2023

"Frizeg" a vez graet deus teir yezh : frizeg ar C'hornôg, frizeg ar reter ha frizeg an hanternoz. Gwechall-gozh 'veze safaret frizeg hed-ha-hed ar mor deus ar Broioù-Izel da beked an Alamagn. Bremañ an deiz n'emañ ket mat ar jeu evit al langaj-mañ koulskoude, dreist-holl evit parlañchoù ar reter hag an hanternoz.


Al Lotofajed

Al Lotofajed

12/04/2023

Soñj 'peus deus al Lotofajed en Odysseia ? Ar re-se a gas boued da vartoloded Ulysse ha lotos ivez. Met ar frouezh-se a zo dañjerus 'vat ! Pa vez drebet anezho 'vez kollet e benn ha neuze ar vartoloded n'o deus ket c'hoant da vont kuit ken. An istor-mañ 'neus merket kalz a dud ken 'zo komañset istorianed 'zo da glask goût hag-eñ 'nefe Homer savet anezhi diwar ur bobl all a veve gwechall en un tu bennak war vord ar mor kreiz an douaroù.


Ar romaika

Ar romaika

12/04/2023

Gresianeg a veze safaret kalz gwechall e Bro-Durkia. Met goude ar Brezel Bras 'oa bet ur brezel all du-hont hag ar pobloù grek a oa 'chom eno o doa ranket mont kuit. Bremañ an deiz c'hoazh 'vez sellet fall deus ar gresianeg gant an Durked, ken a soñje d'ar yezhourien 'oa-eñ dispariset pell 'zo. Ha n'eo ket ! Gresianeg Kapadoz lakeomp, ar romaika, a vez safaret c'hoazh e-barzh un nebeut bourc'hadennoù er menezioù.


Ur vro, meur a anv : Alamagn, Germany, Deutschland, Niemcy ...

Ur vro, meur a anv : Alamagn, Germany, Deutschland, Niemcy ...

12/04/2023

Alamagn a vez graet deus Allemagne e brezhoneg, Germany e saozneg; Niemcy e poloneg pe c'hoazh Deutschland e alamaneg ... 'Blam da betra vez klevet kement a anvioù disheñvel evit safaret deus ar vro-mañ ?


Ar pirahã

Ar pirahã

12/04/2023

Ar pirahã a vez safaret gant un daou-c'hant den bennak war vord ar stêr Maici, e-kreiz koad bras Amazonia. Un Amerikan, Daniel Everett e anv, a zo bet o studiañ ar yezh-mañ e-pad muioc'h evit tregont vloaz. Hag evitañ ne vefe ket par d'al langaj neblec'h ebet war an tamm douar-mañ.


An Inizi Tchagos

An Inizi Tchagos

12/04/2023

E 1973 'oa bet kaset ar Chagasioned e-maez deus o inizi gant Breizh-Veur evit d'an Amerikaned dont da sevel un dachenn-arme. N'eus ket bet dizomajet anezho morse ha bremañ c'hoazh 'vez miret deuzouto da zont en-dro. Lez-narn La Haye en deus roet rezon dezho n'eus ket keit-se koulskoude.


Aborijened an Indez a zo 'vervel evit an tigred

Aborijened an Indez a zo 'vervel evit an tigred

12/04/2023

E-doug ar bloavezhioù 1970 ne chome ket kalz tigred ken e Indez. Ar gouarnamant a oa graet e soñj gantañ krouiñ parkoù bras evit ar re-mañ ha setu 'soñje dezhañ 'oa dav kas an Aborijened e-maez. Hiziv an deiz emañ kalz gwelloc'h ar jeu evit an tigred, gwir eo, met fall-spontus emañ an traoù evit ar pobloù bihan a zo 'chom er parkoù-se. Lod a zo bet kaset kuit deus o c'hêrioù, lod all a zo marv gant an naon. Un nebeut re a zo bet gloazet pe lazhet memes gant gardianed ar parkoù.


Petra c'hoarvez gant an Ouigoured ?

Petra c'hoarvez gant an Ouigoured ?

12/04/2023

7 milion a Ouigoured a zo o chom er Xinjiang. Ar vro-mañ a zo staget deus Bro-China muioc'h evit c'hwec'h-ugent vloaz 'zo met ar gouarnamant n'eo ket deuet a-benn morse da renkañ an traoù mat du-hont. Ha fall-spontus eo ar jeu bremañ : ur milion a dud a zo bet kaset e kampchoù bras ha n'ouzer ket kalz traoù diwar o fenn ...


The Graet Republic of Rough and Ready

The Graet Republic of Rough and Ready

12/04/2023

The Graet Republic of Rough and Ready a oa bet disklêriet d'ar 7 a viz Ebrel 1850, e-barzh ur gêr a oa he anv Rough and Ready, e-kreiz menezioù ar Serria Nevada. Gant ar gouarnamant 'oa aet faezh an dud du-hont ha neuze o doa graet o soñj en em zistagañ deus ar Stadoù-Unanet. Met o republik n'eo ket padet gwall bell, n'eo ket padet 'met tri miz !


Permiere Cai d'avant Cai a sieudr Dâraine