Pa oa debarket an Goñkistadored gentañ en Amerik, e fin ar XVvet kantved, a-benn neuze 'soñje dezho o doa kavet ar Baradoz war an douar. An Douar-Nevez a oa heñvel evito deus an Eden e-giz ma vez deskrivet er Bibl. Met buan a-walc'h o doa komprenet 'oant en em dromplet ! Du-hont 'veve pobloù hag a boaz da zribiñ tud all, dreberien-tud petra !
Kalz pobloù a zo aet diwar-wel e Amerika ar C'hreisteiz hanterkant vloaz 'zo. E-touesk ar re-mañ 'gaver ar bobl Ache, pe "Guayaki" e-giz 'vez graet deuzouto e guaranieg. Betek ar bloavezioù 1960 'oa ar re Ache o chom er c'hoajoù ha ne faote ket dezho en em gavout asambles gant ar pobloù all. Met tammig-ha-tammig eo bet pilet tout ar gwez ha neuze n'eus ket chomet loened ebet da chaseal. Setu oa bet dav dezho mont 'maez deus ar c'hoad ha cheñch buhez.
Ar c'hwezher bras a zo ul lon ha n'haller ket chaseal ken muioc'h evit tregont vloaz 'zo bremañ, n'eus ket a-zroad ken. Met bez 'zo ur bobl a zo bet roet ar c'hoñje dezhi da dapañ un nebeut re c'hoazh : pobl al Lamalerianed. Ar re-mañ a zo 'chom war un enezenn a vez graet Lambeta deuzouti, en Indonezi, a-fas d'an Timor.
Anveout a rit ar Galmouked ? Ar re-mañ a zo ur bobl voñgol a zo 'chom war vord ar mor Kaspian. Boudisted int ha n'eus ket 'meto a zo boudist e Europa ! O yezh a zo disheñvel deus ar russeg, n'eo ket ur yezh slavek. Ha marteze n'ouzoc'h ket, met klevet 'vez honnezh e Star Wars !
Nauru a oa un enezenn a oa gwechall heñvel a-walc'h deus ar Baradoz matrehe, ken veze graet "Pleasant Island" deuzouti gant ar vartoloded european. Met fosfat a oa war-c'horre an enezenn-mañ, leizh he douaroù 'oa fosfat ! Hag an dra-mañ 'neus cheñchet kalz buhez an enezourien ...
Al Lemkoed a zo un' deus ar pobloù a vez graet "Rutened" deuzouto. Evit ar wech tout emañ ar pobloù ruten 'veviñ er menezioù Karpat, etre Pologn, Ukren ha Slovaki. Met tost 80 vloaz 'zo bremañ emañ an darn vrasañ deus al Lemkoed o chom war vord ar mor baltek koulskoude. 'Blam da betra ? 'Blam 'oant bet diportet e 1947.