Ouzhpenn yezhoù a ya diwar-wel tammig-ha-tammig, un toullad skriturioù a zo dispariset ivez. Muioc'h evit 4000 sistem-skritur a zo bet krouet e-doug an Istor Vras hag kalz deuzouto ne vênt ket implijet ken bremañ. Ha n'eus ket keit-se neuze eo aet da netra an nüshu, ur skritur gozh bet krouet e kreisteiz China n'ouzer ket re pevare. Hag ur skritur ispisial an hini oa, 'oa ket 'met ar merc'hed o doa droad da zeskiñ anezhi !
Ur sizhunvezh 'zo bremañ 'vez dalc'het votadegoù war Enez Bougainville, e Papaoua Ginea-Nevez, hag ar re-mañ a bado beked ar seizh a viz-Kerzu. Ar referendom-mañ a oa bet prometet e 2001 gant gouarnamant Port Moresby. 'Blam da betra ? Gortoit, emaomp 'vont da lâret deoc'h !
E familh yezhoù slavek ar sav-heol 'vez kavet teir yezh : ar ruseg, an ukrenianeg hag ar bieloruseg. Ya ! Ar bieloruseg a zo ur yezh, n'eo ket ruseg fall e-giz 'vez klevet a-wechoù. Met hiziv an deiz 'vez sellet deuzouti e-giz ur parlant didalvez ha kavout a ra gwelloc'h an dud er c'hêrioù bras safaret ruseg.
Teir yezh a c'haller klevet e Mayotte : ar galleg, ar "shibushi" hag ar maoreg. Ar galleg a vez desket er skol hag ar "shibushi" a vez klevet war vord ar mor er gornaoueg, met al lod brasañ deus an dud a savar ar maoreg, ar re gozh koulz evel ar re yaouank. Met tammig-ha-tammig 'ya ar maoreg war-raok ha komzoù 'zo ha vez ramplaset gant komzoù galleg.
E-pad milieroù a vloavezhioù 'oa bet an dud o penturiñ ar roc'h e foñs ar c'havarnoù. Kalz traoù a c'hallfemp kontañ diwar-benn ar pentadurioù dija ! Met un dra all a zo c'hoazh : 'blam da betra int bet penturiñ er groc'hioù ? Daou zen, Jean Clottes ha David Lewis-Williams a soñj dezho lar zo un dra bennak da welet gant ar chamaned.
E kabileg, pe e arabeg ar Magreb memes, 'c'haller klevet komzoù a zo deuet deus al latin ha koulskoude n'eo ket tamm ebet ar memes familh-yezhoù. Ar c'habileg hag an arabeg a zo yezhoù semiteg, e-lec'h al latin a ziskenn deus an indo-europeaneg. 'Blam da betra neuze 'vez klevet tammoù-traoù latin e kabileg hag en arabeg ? N'eo ket un dra gwall ziaes da gompren : gwechall 'veze safaret romaneg gant an dud du-hont !
Dalc'homp un tamm bihan c'hoazh gant ar Gristenien gopt. Ar re-mañ n'int ket na katoliked, na protestañted, nag ortodoksed. O iliz a oa en em zispartiet deus ar re all pell a-raok ar Chism Meur e 1054. Soñjal a ra dezho ne vefe ket Jesus-Krist un den e-giz ar re all, met un den a zo bet lonket e anien mab-den gant e natur zoueel. Hag an dra-mañ a cheñch tout !
Tro 10% deus an Ejipsianed a zo kristen hag an darn vrasañ deuzouto zo kopt. Piv eo ar Gopted ? Ar re-mañ 'soñj dezho lar int an Ejipsianed wir, ar re gentañ a oa bet o chom er vro, e-lec'h ar re all, ar Vuzulmaned, a oa arruet pell goude-se. Diskenn a rafent neuze deus an Ejipsianed gozh a oa bet troet d'ar feiz kristen gant Mark, pa oa-eñ deuet da Aleksañdri da sevel iliz kentañ ar vro.