Gwelloc'h eo chom pell deus an eil re deus ar re all kuit da bakañ ar virus, a vez lâret deomp bemdez. Ha setu neuze zo moaien da soñjal emañ mat an traoù evit ar re a zo 'chom pell deus ar re all dija, e-giz an Amerindianed er Brasil lakeomp. Met ne bado ket gwall bell bremañ. Prezidant ar Brasil, Jair Bolsonaro, en deus graet koñje d'an evañjelisted da vont da gonvertisañ an Amerindianed. Ha riskl a zo d'ar re-se da gas ar virus ganto.
E Toborochi, e-kreiz ar Gran Chaco e Bolivia, ne vez ket safaret spagnoleg gant an dud, ha ne vez ket klevet muioc'h un' deus an daou-ugent yezh amerindian hag a zo er vro. Nann, russeg a vez safaret gant an dud du-hont ! Hag an dra-se n'eo ket droll peogwir int Russed, bet divroet bremañ zo kant vloaz 'zo.
Torret 'oa bet ar sklavaj e Maouritania er bloavezh 1980. Met ar sklaved n'int ket dispariset ... 40 000, 160 000 pe 300 000 a vefent c'hoazh, n'ouzer ket dre just. Kalz deuzouto a zo 'labourat e-giz gwechall, er parkeier pe c'hoazh en tier, e-giz servijourien.
Park naturel ar Chitawan (pe Chitwan) eo ar c'hoshañ park naturel e Nepal. Enskrivet eo bet war-c'horre listenn an UNESCO, ha kalz loened gouez a vez kavet ennañ. Met pa oa bet savet er bloavezh 1973 'oa bet kaset kuit an dud a oa o chom e-barzh. Ha bremañ c'hoazh ne vez ket graet ar c'hoñje dezho da zont en-dro. N'eus ket pell 'oa bet embannet ur video gant ar ZSL (Zoo Londrez), da c'houlenn moneiz digant an dud evit sikour ar pobloù-se, kuit dezho da ... zistrujañ ar park !
N'haller ket mont d'ar Syldavie ... met nann : ar vro-mañ a zo bet iñvantet gant Hergé. Ar c'hêrioù, an dud, ar gizoù, tout an traoù 'neus krouet e-unan. Met 'neus ket savet ar vro-mañ diwar netra ! Gouest oc'h da c'hoût diwar peseurt bro all eo deuet ar soñj dezhañ da sevel anezhi ?
Ar Svaned a zo ur bobl hag a zo 'chom evit ar wech e menezioù uhel Bro-Jeorji, e hanternoz ar vro. An istorian grek Strabon a safare deuzouto dija daou-vil bloaz 'zo kajimant. N'int ket stank ha n'eo ket gwall ledan o bro, koulskoude int deuet a-benn da zalc'hen bev o gizoù hag o c'hultur. Ha lod a soñj dezho eo bet savet mojenn ar Maoutken-aour diwar ar mod o doa gwechall da zespugn tammoù-aour er stêrioù.
"Aval" a vez graet deus "pomme" e brezhoneg. "Apple" 'vez lâret e saozneg, hag "apfel" en alamaneg, hag e meur a langaj all 'vez kavet komzoù heñvel a-walc'h deus ar re-mañ. N'eo ket droll avat ! Diskenn a reont deus ar memes komz, ur gomz kozh-Noe en indo-europeaneg. Met n'eo ket sur eo-hi bet savet gant an Indo-Europeaned o-unan ha neuze matrehe o deus savet anezhi diwar ur gomz all deuet deus ul langaj all. Ha dont a rafe matrehe deus ar bourouchaski, langaj ar bobl bouroucho, e Pakistan !
Pa oa bet krouet an URSS er bloavezh 1921 'oa bet graet o soñj gant ar gouarnamant da sevel republikoù, stadoù bihan evit lod deus ar pobloù a oa 'chom er vro. Ur republik a zo bet krouet evit ar Yuzevien memes ! Ar Birobidjan a zo he anv, met abaoe pell zo ne chom ket kalz Yuzevien enni ...
'Blam da betra vez graet brezel ? Claude Lévi-Strauss a soñje dezhañ 'zo bet brezelioù 'blam d'ar c'hoñvers da zigentañ. Pa teuer ket a-benn d'ober koñvers 'vez graet brezel neuze. Un añtropologour all, Pierre Clastres, 'neus respontet dezhañ lar n'eo ket ken simpl-se an traoù. Evitañ, an dud a ra brezel evit en em zispartian deus ar re all, evit bezañ libr. Ar brezel a zo a-enep d'ar Stad.