Ouzhpenn ar Vretoned a zo

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

An hebraeg modern

An hebraeg modern

12/04/2023

Peuzvarv 'oa an hebraeg ur c'hantved 'zo. Ne veze ket implijet 'met evit al lidoù hag ar pedennoù ken. Yezhoù all a veze safaret gant ar Yuzevien ivez neuze : yezh ar vro e-lec'h 'oant o chom pe langajoù a vez graet "yuzev" deusouto, e-giz ar yiddish. E 1948, a-benn 'oa adsavet Bro-Israel, 'oa deuet an hebraeg da vezañ yezh ofisiel. Petra zo digouezhet ?


Frañs ?

Frañs ?

12/04/2023

Frañs ? Petra eo gwrizioù ar gomz-mañ ? Eus pelec'h teu an anv-mañ ? Eus al latin ? Eus ul langaj all ? Benjamin 'neus esaeet diluziañ an afer-mañ.


An daoulagad glas

An daoulagad glas

12/04/2023

Daoulagad glas ho peus ? Disheñvel eo ho jenoù diouzh jenoù ar re o deus daoulagad gell ! Benjamin a zo o vont da glask kompren pevare oa ganet an daoulagad glas ha 'blam da betra oant deuet war-wel.


Ur yezh nevez-kavet : ar "jedek"

Ur yezh nevez-kavet : ar "jedek"

12/04/2023

E miz C'hwrever 2018 'oa bet kavet ul langaj nevez e hanternoz Malezia, tost a-walc'h eus Thailand. Ar "jedek" a vez graet deusoutañ ha ne vez ket savaret 'met gant 200 den ken. Interesant a-walc'h eo ar yezh-mañ peogwir n'eus ket komz ebet evit lâret "prenañ", "amprestiñ", "laerezh" peotramant "lezenn".


Kavout orinoù ma familh gant an ADN ?

Kavout orinoù ma familh gant an ADN ?

12/04/2023

Kavit gwrizioù ho familh gant an ADN ! Hag-eñ vefe Charlemagne un' deus ho tadoù-kozh ? Ha gwad ar Gelted a zo ennoc'h ? ... Kalz lec'hiennoù Internet a ginnig deomp analizañ an ADN evit kaout hon orinoù. Benjamin ha Morgane a zo 'vont da glask kompren penaos ya en-dro.


Lazhadeg an Hereroed hag an Namaed

Lazhadeg an Hereroed hag an Namaed

12/04/2023

Er bloavezh 1904 e oa staget an Almañted gant lazhadeg gentañ an XXvet kantved. Pelec'h 'ta ? E Bro-Namibi. "Deutsch-Südwestafrika" a veze graet deusouti d'ar mare-se neuze. Ouzhpenn 85 000 den a oa bet lazhet etre 1904 ha 1908 gant soudarded ar jeneral Lothar Von Trota. Lod a oa bet kaset da labourat e kampoù bras ivez, lod all a varve gant an naon e dezert Kalahari.


Ramzed ha roñfled

Ramzed ha roñfled

12/04/2023

E-barzh tout kement mitologiezh a zo er bed e vez klevet kont eus tud bras-spontus, ramzed ha roñfled. 'Blam da betra eo ken heñvel-se an holl vojennoù diwar o fenn ? Eus pelec'h teufent ?


Ar Grikoed

Ar Grikoed

12/04/2023

Ouzhpenn an italianeg a vez kaozeet e Italia ! Yezhoù jermanek ha slavek a c'haller klevet ivez, e hanternoz ar vro, ha parlanchoù albanek a vez safaret e kreisteiz Italia. Er Pouilles hag e Calabre 'vez kavet ul langaj all c'hoazh, ar grikoeg. Heñvel a-walc'h eo deus ar gresianeg modern ha yezh ar bobl Griko eo.


An islañdeg, ur yezh pur ?

An islañdeg, ur yezh pur ?

12/04/2023

360 000 den a gaoz islañdeg hiziv an deiz. Ur yezh jermanek eo ha diskenn a ra deus an norseg kozh. "Langach purañ Europa" a vez graet deusouti alies, peogwir ne vez ket degemeretkomzoù nevez ar yezhoù all ...


Ar "Black Indians"

Ar "Black Indians"

12/04/2023

Kalz orinoù disheñvel a zo d'ar blues : kan ar sklaved zu, muzikoù Afrika ar C'hornôg, ar gospel peotramant an negro spiritual. Muioch muiañ e vez studiet gwrioù amerindian ar blues ivez. Evit ar wech tout ez euz bet daremprejoù etre ar pobloù amerindian hag ar sklaved zu e Amerika. Sklaved en tec'h a veze degemeret mat alies gant an Amerindianed ivez memes, hag ar mod-se neuze eo ganet ar re vez graet "Black Indians" deusouto bremañ an deiz.


Permiere Cai d'avant Cai a sieudr Dâraine