Ouzhpenn ar Vretoned a zo

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Ukrenianeg vs. russeg

Ukrenianeg vs. russeg

13/04/2023

D'ar 16 a viz Genver 2021 'oa bet votet ul lezenn nevez gant gouarnamant Ukren, da gourachiñ ar goñversañted un tammig muioc'h c'hoazh d'ober gant an ukrenianeg, kentoc'h evit gant ar russeg. Ha setu a-benn miz Gouere 'vo ret dezho degemer o fratik en ukrenianeg.


Ar Vikinged ne oant ket "pur" o gwad

Ar Vikinged ne oant ket "pur" o gwad

13/04/2023

Tout ar Vikinged a zo tud kalet, melen o blev, glas o daoulagad ha "pur" o gwad. An dra-se vez klevet alies gant nasionalisted 'zo pe supremasisted wenn d'en em anveout deus ar re all. Met an dra-se n'eo ket gwir ! Ur studiadenn vras zo bet embannet n'eus ket pell gant Nature ha studiet 'zo bet ADN ar Vikinged ... ha traoù droll a-walc'h zo bet kavet neuze !


Ar virus hag ar cherokee

Ar virus hag ar cherokee

13/04/2023

Lakaet eo diaes ar cherokee gant ar C'hovid-19. Ne chom nemet 2000 den a oar cherokee en deiz-hiziv er Stadoù-Unanet, tud oajet peurvuiañ. Tregont deuzouto zo aet gant ar c'hleñved dija ha n'eus ket 'voiaen ken da zalc'hen gant programmoù 'zo da soutenn ar yezh.


Aborijened ?

Aborijened ?

13/04/2023

"Aborijened" a vez graet deus an dud kentañ zo bet o chom e Aostrali. Met an anv-mañ ne sinifi ket kalz traoù evito o-unan ! Hag "Aborijen" a c'haller ober c'hoazh deus pobloù all. Ha marteze n'ouzoc'h ket, met an Aborijened gentañ a oa chom gwechall gozh ... e bro Roma !


Ar Yeniched

Ar Yeniched

13/04/2023

Ar Yeniched a vez lâret deuzouto a-wechoù lar int Rom. Met an dra-se n'eo ket gwir avat ! N'eus netra da welet etre an div bobl-mañ, 'met-seped o mod da veviñ gwechall, war vale atô. Tro 300 000 Yenich a vefe en Europ en deiz-hiziv, surtout en Alamagn hag e Suis, met peurvuiañ ne vez ket klevet kalz kaoz deuzouto.


Ar vugale, ar vuhez hag ar saout

Ar vugale, ar vuhez hag ar saout

13/04/2023

Ouzhpenn ar Vretoned zo eo anv ar gronikenn-mañ, met evit ur wech 'vo safaret deoc'h deus ar Vretoned ha deus ar brezhoneg. Div gomz zo e brezhoneg da lâret "enfants" : krouadur ha bugel. An hini gentañ zo deuet deus al latin pell zo, hag eben deus ar c'heltieg, deus "boukolyos" e galianeg. Met da vare ar galianeg ne oa ket implijet evel bremañ ...


Ar yezhoù-relijion

Ar yezhoù-relijion

13/04/2023

Yezhoù-relijion a vez graet deus yezhoù ha ne vênt ket implijet ken 'met-sepet evit al lidoù relijius. Evel al latin evit ar Gatoliked lakaomp, pe ar sañskrit evit an Heñdouisted. Met lod all zo c'hoazh !


Dikodet an elamit linenneg !

Dikodet an elamit linenneg !

13/04/2023

Er bloavezh 1901, e kêr Susa en Iran, 'oa bet kavet ur skritur dianavezet war-c'horre tammoù mein kozh ha tabletennoù. "Elamit linenneg" 'oa bet graet deuzouti gant an arkeologourien, met ar re-se ne oant ket deuet a-benn da gompren an disterañ tra deus ar pezh a oa skrivet. E miz Kerzu 2020, an arkeologour François Desset 'neus roet da c'hoût eo-eñ deuet a-benn da zikodiñ ar skritur-mañ.


An Dagestañ

An Dagestañ

13/04/2023

Ouzhpenn daou-ugent langaj a vez safaret en Dagestañ, e kreisteiz Bro-Rusia. Ar russeg a vez komprenet gant tout an dud bremañ, met er gêr 'gav gwelloc'h an dud ober gant yezh o bro. Setu neuze 'c'haller klevet yezhoù kokazian, yezhoù iranianeg, yezhoù turkeg, armenianeg, ukrenianeg pe ur yezh moñgoleg memes ! Meur a relijion a gaver eno ivez. Musulman eo al lod brasañ deus an dud, met bez zo c'hoazh Kristenien ha Yuzevien.


Koshoc'h eo an Amerindianed gentañ evit ar pezh a grede d'an arkeologourien

Koshoc'h eo an Amerindianed gentañ evit ar pezh a grede d'an arkeologourien

13/04/2023

Ne vefe ket koshoc'h en Amerik evit kultur Klovis, tro 13 500 bloaz 'zo. A-raok ne oa ket den ebet eno. An dra-se 'pefe bet tro da glevet gant kalz arkeologourien betek penn-kentañ ar bloavezhioù 2000. Met traoù koshoc'h c'hoazh a zo bet kavet abaoe hag e miz-Gouere 2020 'oa bet embannet gant ar gelaouenn Nature lar vefe bet tud marteze en Amerik abaoe pelloc'h c'hoazh : 30 000 bloaz 'zo !


Permiere Cai d'avant Cai a sieudr Dâraine