A-benn oa komañset an Europeaned da golonizañ ar broioù all en Afrik hag en Azi, a-benn neuze 'oa bet dav dezho kaout un abeg bennak a zegouezhe gwelloc'h evit kontañ d'an dud lar yaent da laerezh an danveioù naturel. Lâret o doa neuze 'rankent mont da golonizañ ar broioù-se da sivilizañ anezho. Met a-benn neuze 'oa bet dav d'an Europeaned prouiñ lar oant avañsetoc'h evit ar pobloù all ! Pezh oa bet graet gant antropologourien 'zo hag o doa lakaet en o soñj prouiñ 'oa ar re wenn trec'h d'ar re all gant brasentez o empenn ...
Miz 'zo bremañ eo en em gavet ar robot Perseverañs war-c'horre Meurzh. Evel boaz zo e'mm d'ober anvioù d'an traoù a-nevez kavet da zalc'hen sonj deuzouto warlerc'h. Met n'eo ket e saozneg vo anvet ar menezioù hag ar c'herreg gant NASA : en navac'hoeg vo graet !
E enez Gwam, en inizi Marian, 'vez tapet an dud gant ur c'hleñved droll a-walc'h ha ne vez ket kavet neblec'h ebet mod-all : señdrom Gwam. Diskoachet oa bet er bloavezhioù 1950 gant medisined amerikan, hag en deiz-hiziv c'hoazh 'vefe un den war tri hag a nefe paket ar c'hleñved-mañ.
"Akromat" a vez lâret deus unan bennak ha n'eo ket evit gwelet al livioù. Ur c'hleñved jenetik eo, ral a-walc'h. Met en inizi Pingelap ha Pohnpei, er mor bras Pasifik, n'eo ket ral avat ! Un den war dek a zo akromat eno, tapet ar "maskun" gantañ, kleñved an daoulagad marv.
E-pad bloavezioù ha bloavezioù eo bet ar Japaneed ha neuze gouarnamant Taïwan o klask distrujañ kultur ar pobloù aborijen eno. Gweleet eo an traoù bremañ zo un nebeut a vloavezioù 'zo, abaoe eo aet Tsai Ing-wen da brezidantez ar vro. Met n'eo ket bet roet o douaroù dezho en-dro hag n'eus ket bet savet statud ispisial ebet evito c'hoazh.
Pep langach 'neus e vod da welet an traoù. E brezhoneg lakaomp 'vez dispartiet ar c'homzoù hervez o "reizh", o "jañr" ma peus c'hoant : gourel pe benel. Met bez 'zo langachoù all hag o deus kalz muioc'h evit an dra-se pe lod all c'hoazh ha ne reont diferañs ebet etre ar c'homzoù.
Marv eo Aruká Juma, aet eo gant ar C'hovid-19. Hennezh oa paotr diwezhañ e bobl, ar re Juma, e Brazil. Tout ar re all zo marv pell zo ha setu ne chom nemet teir maouez bremañ, teir merc'h Aruká. Fall-spontus emañ an traoù er vro evit an Amerindianed abaoe eo aet Jair Bolsonaro da brezidant, ha gwasoc'h eo c'hoazh ar bloaz-mañ gant ar c'horonavirus.