Ouzhpenn ar Vretoned a zo

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Blev melen en Inizi Salomoñ ?

Blev melen en Inizi Salomoñ ?

13/04/2023

Ral a-walc'h eo an dud melen o blev er bed. Pell 'zo eo deuet al liv-se war-wel en Europ, pa 'oa cheñchet ur jen e-barzh ADN serten tud tro 11 000 bloaz 'zo. An dra-se zo kaoz 'vez kavet ur bern tud melen o blev er Skañdinavia, er broioù balt, e Bro-Skos pe c'hoazh e Bro-Saoz. Met kalz a vugale melen o blev a gaver deus an tu all d'an Douar ivez, en inizi Salomoñ ... goude ma int du o c'hroc'hen !


Un algoritm da zikodiñ ar skriturioù kozh

Un algoritm da zikodiñ ar skriturioù kozh

13/04/2023

En deiz-hiziv 'zo c'hoazh un tregont skritur bennak ha n'omp ket deuet a-benn da zichifrañ. Met n'eus ket pell 'zo bet krouet un algoritm nevez gant ar Massachusetts Institute of Technology ha vefe gouest da zikodiñ anezho. Penaos ? Programet eo bet da zeskiñ e-unan.


Brezel en Tigre

Brezel en Tigre

13/04/2023

E 2018, a-benn oa bet anvet kentañ ministr ar gouarnamant nevez, 'oa deuet a-benn Abiy Ahmed da sinañ ar peoc'h gant al lod brasañ deus ar separatisted en Etiopia ha da vodañ tout ar pobloù asambles tro d'an daol. Met n'eo ket deuet a-benn d'en em glevet gant pobl an Tigre. Ha bremañ eo krog ar brezel en-dro eno ...


An Nazkaed hag o jeoglifoù

An Nazkaed hag o jeoglifoù

13/04/2023

Ur jeoglif nazka a zo bet kavet e dezert Nazca e Perou. Milieroù a jeoglifoù all a zo bet kavet eno. Met piv oa an Nazkaed ? Ha 'blam da betra int bet oc'h ober jeoglifoù bras e-giz-se e-kreiz an desert ?


Afrik ?

Afrik ?

13/04/2023

'Blam da betra vez lâret "Afrik" ? Deus pelec'h teu ar gomz-mañ e brezhoneg ? Ar Romaned a rae "Africa" deus ar vro en-dro da Gartaj, met ne oa ket ur gomz latin digentañ ...


Al Lietuvininkai

Al Lietuvininkai

13/04/2023

Al Lietuvininkai a oa ur bobl a oa 'chom gwechall en-dro da gKlaipeda, ur porzh-mor a zo bremañ e Lituania. Met ne chom ket gour ebet ken eno en deiz-hiziv, aet int kuit pell zo, a-benn oa arruet an Arme Ruz er vro e 1944.


Digolonizañ difenn an natur

Digolonizañ difenn an natur

13/04/2023

An UE hag ar Stadoù Unanet o deus disklêriet o-daou an WWF, an WCS ha lod all c'hoazh, da lâret ne vint ket evit soutenn anezho ken keit-ha vo respektet droajoù an dud er parkoù naturel. Soudarded ha milisianed a vez paeet ingal gant ar parkoù-se, da ziwall al loaned hag ar gwez sañset, met kalz deuzouto o deus graet drouk d'an dud, evel ar Bigmeed er C'hameroun hag er C'hongo.


Yezh an Hunned

Yezh an Hunned

13/04/2023

Tout an dud a oar piv oa an Hunned. Memes-mod evit Attila, hennezh a oar tout an dud piv eo ! Kalz levrioù zo bet skrivet diwar e benn, ha filmoù a zo bet troet memes. Ya, met 'benn ar fin n'anveer netra kazimant deus ar bobl-se. N'ouzer ket dre just deus pelec'h 'oant deuet, na petra oa o relijion, na peseurt yezh a safarent memes ! Evit istorianed 'zo 'c'hallfe bezañ ur yezh turk, pe c'hoazh moñgoleg kozh, pe un dra all c'hoazh.


Armenianed, Azeried hag an Nagorny-Karabac'h

Armenianed, Azeried hag an Nagorny-Karabac'h

13/04/2023

Diklaret ar brezel e Nagorny-Karabac'h en-dro adarre ! Abaoe kant vloaz 'zo kazimant 'vez an Armenianed hag an Azeried oc'h en em gannañ ingal evit kontroliñ an tamm douar-se. E penn-kentañ ar bloavezhioù 1990 'oa bet lazhet tro 30 000 den eno e-pad ar brezel.


An nynorsk hag ar bokmål

An nynorsk hag ar bokmål

13/04/2023

Div skritur a vez implijet en deiz-hiziv evit skrivañ norvejianeg : an nynorsk hag ar bokmål. Ofisiel int o-div abaoe 1980, met ne vênt ket implijet partout memes-mod. Div skritur evit skrivañ ar memes langaj ? Droll a-walc'h eo, kea ?


Permiere Cai d'avant Cai a sieudr Dâraine