An divskouarn o nijal

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Manifestiñ evit ar yezhoù ha sevenadurioù

Manifestiñ evit ar yezhoù ha sevenadurioù

12/04/2023

D'ar memes deiz, d'an 31 a viz Meurzh 2012, vo manifestadegoù ha bep seurt abadennoù all ba Korsika, Elzas, Okitania, Katalunia, bro Euskadi, Breizh, ar Reunion, ar Martinik hag ar Gwadloup. Evit ar yezhoù ha sevenadurioù all a zo bar Frañs ouzhpenn ar galleg e c'hello ar pobloù pouezañ e-giz-se war ar bolitikerien e-pad dilennadegoù prezidant ar republik. Evit Breizh e vo ba Kemper ha Kevre Breizh an hini eo a ra war dro, e-giz ma tispleg deomp Tangi Louarn, Patrick Hervé ha Leslie Tavennec.


Kroashent ar micherioù

Kroashent ar micherioù

12/04/2023

Bep bloaz e vez dalc'het ur saloñs gouestlet d'ar micherioù hag aozet a-ratozh evit ar skolajidi vrezhonegerien, dezhe da gompren ma talc'h o yezh da dalvezout en o buhez memes goude ar prantad bet kaset er skol pe e-kreiz o familh. Er bloaz-mañ, e penn miz C'hwevrer e c'hellent e-giz-se eskemm gant tud eus bedoù ar yec'hed, an ijinouriezh, ar mediaoù, an arzoù, ar c'helenn, ar c'henwerzh, an natur... Ar re-se a glevimp hizhiv, o tisplegañ deomp petra eo o micher hag ar studioù o deus heuliet...


Sal La Carène Brest. Karin Pichon-Bonno, Klet Beyer hag Aourell Guivarc'h

Sal La Carène Brest. Karin Pichon-Bonno, Klet Beyer hag Aourell Guivarc'h

12/04/2023

Sal ar Garene e Brest. Ur sal sonerezhioù a vremañ bet digoret e 2007 gant Brest Metropole Océane war porzh konverzh Brest. Kinniget e vez a bep seurt d'ar publik: daou sal gonsert: unan bihan 350 plas, unan bras: 1300 plas. 6 studio pleustriñ, ur greizenn kelaouin ha aliañ ar sonerien, un derassenn war an doenn lec'h vez graet konsertoù dindan ar stered. Ur programadur arbennig war an holl sonerezhioù a vremañ gant pennoù skritell hag arzourien eus ar vro. Ur c'hant strollad bennak a vez o pleustrin a hed ar bloaz er studioioù ha 40 000 arvester a deu dre vras bep bloaz. Kinniget 'vo programm 2012 gant Klet Beyer hag Aourel Guivarc'h


Buhez komedian Gwendal Ar Floc'h

Buhez komedian Gwendal Ar Floc'h

12/04/2023

Konter eo Gwendal Ar Floc'h met komedian eo da gentañ. Kontañ a ra deomp e vuhez a gomedian : penaos oa aet da gaout kentelioù ba Pariz, peseurt degemer a veze roet d'ar vretoned d'ar mare-se... a-raok ar bloavezhioù 70, penaos eo deuet a-benn da c'hoari e-barzh ar film Marc'h al Lorc'h kaset da benn gant Claude Chabrol, ha peseurt plijadur neus bet o labourat gant ar realizatour Jacques Tati.


Taol Kurun 2012 lodenn 1

Taol Kurun 2012 lodenn 1

12/04/2023

Taol Kurun a zo anezhañ ur festival dalc'het e Bro Gemperle e miz Genver bep bloaz abaoe muioc'h seitek vloaz. Drezañ e voueter ar vuhez e brezhoneg, ha lakaat a reer tud ar vro d'en em soñjal warne o-unan. Peseurt tud a fell dezhe bezañ? E-peseurt bro e fell dezhe bevañ? Peseurt dazont 'faot dezhe kaout? Ouzhpenn d'an eskemmoù-se 'vez abadennoù a-bep-seurt: kontadennoù, teatr, barzhoniezh, lennegezh, kan, stajoù (unan a zesko deomp bezañ tud disuj!) hag ur grouadenn arzhel ispisial bep bloaz. Hiroc'h da c'houzout en abadenn gant Fanny Chauffin ha Krista Rios...


Marvailhoù Jean-Claude Talec

Marvailhoù Jean-Claude Talec

12/04/2023

Setu embannet Marvailhoù ar c'haner kan-ha-diskan Jean-Claude Talec e fin ar bloavezh 2011 : div bladenn a ganaouennoù. Ur bladenn zu a enrolladennoù kozh bet dastumet gantañ a-hed e vuhez, hag ur bladenn wenn a zo un dibab kanaouennoù kinniget gantañ asambles gant kanerien all pe muzisianed a zo bet pedet da zont war ar bladenn-se.


Diaesterioù e servijoù kelaouiñ e e bro frañs hag e breizh

Diaesterioù e servijoù kelaouiñ e e bro frañs hag e breizh

12/04/2023

Diaez eo an traoù evit ar c'helaouin dre skrid e bro c'hall, france soir bet krouet seizh bloaz ha tri ugent zo 'neus embannet e niverenn diwezhan d'an 13 a viz kerzu ar bloaz mañ, ar gelaouenn rue 89 zo bet adprenet gant claude perdriel, e penn holding le nouvel observateur, ar gelaouenn ekonomikel la tribune zo bet lakaet pemzekteiz zo en redressement judiciaire, en arsav lezenn, ma 'peus c'hoant. N'eo ket aez neuze ar mare evit ar c'hazetennoù hag ar c'helaouennoù. an dra-mann zo gwir ivez ba breizh. n'eo ket aes an traoù a fed kontoù nag gant ar mizek bremañ nag gant ar sizhuniek Ya. Un diouer a implijidi zo blam d'an diouer a argant hag eo diaez ivez kaout tud a youl vat evit reiñ un taol sikour. Mont a rimp da gomz gant Milio Latimier eus bremañ ha Gant katell uguent kenurzhierezh Ya da heul.


Laëtitia-May Le Guélaff, arzourez awenet gant al loened ha Tim Burton, e-touesk kalz krouerien all

Laëtitia-May Le Guélaff, arzourez awenet gant al loened ha Tim Burton, e-touesk kalz krouerien all

12/04/2023

Stummet ha diplomet eo bet Laëtitia-May Le Guélaff gant Skol an Arzoù-Kaer e Kemper. Troet eo da gentañ war-zu ar c'hizellañ: labourat a ra an houarn ha metaloù kalet. Met ouzhpenn se a vez graet ganti...


Job An Irien Levr 300 kantik e Brezhoneg

Job An Irien Levr 300 kantik e Brezhoneg

12/04/2023

Ra vin pardonet gant ar gristenien vad evit ma goulennoù divezh d'an aotroù Job an Hirien, beleg a vro leoun anezhañ. Eh ya, tudoù, n'on ket bet disavet er feiz gristen ha neuze e chom dianav din he flijadurioù. E pad tri c'har deur e teskimp a bep seurt diwar benn ar c'hantikoù. ha me, mezh warnon hag a grede e oa dre ret hir ha trist ur c'hantig, pad all 'meus komprenet buan e c'helle bezañ berr , lusket mat ha laouen. Komprenet 'meus penaos zo « tuboù » e touesk ar c'hantikoù. An diskouarn o nijal asambles gant Job an hirien diwar benn un ostil embannet gant minihy levenez a benn kanañ a bouez penn karantez doue e yezh hon tadoù.


Daniel Cleac'h hag an tennis war daol, un istor a 70 vloaz

Daniel Cleac'h hag an tennis war daol, un istor a 70 vloaz

12/04/2023

Daniel Cleac'h a vev c'hoazh er straed m'eo ganet e 1926. E Tremeog e c'hoarie Ping-pong dija e-pad an Eil Brezel Bed.


Permiere Cai d'avant Cai a sieudr Dâraine