An divskouarn o nijal

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Peseurt amzer dazont evit an tachennoù gleb ?

Peseurt amzer dazont evit an tachennoù gleb ?

12/04/2023

Peseurt talvoudegezh neus an tachennoù gleb ? Penaos e vezent implijet gant ar beizanted gwechall ? Ha petra int deuet da vezañ gant al labour-douar modern ha fonnus ? Penaos lakaat anezho da dalvez hiziv an deiz ? D'ar goulennoù-se e respont Youn Gloaguen eus Kambr al Labour-douar ha Per Ar Floc'h eus Gwarezva bro ar C'hap.


Gi Jonkour, ur medisin-loened er skolaj Diwan

Gi Jonkour, ur medisin-loened er skolaj Diwan

12/04/2023

Bep bloaz e teu ar gevredigezh Daoulagad Breizh er Skolaj Diwan e Kemper gant filmoù. Evit kregiñ ganti eo bet sellet ouzh ur film bet savet gant Thierry le Vacon ha Mona Jaouen evit Frañs 3: ennañ e heulier Gi Jonkour, medisin-loened, a-hed hentoù Bro Dreger, a di-feurm da di-feurm. Ha deuet eo da zisplegañ e vuhez hag e vicher d'ar re yaouank, goude m'o doa sellet ouzh "Touch, gwelet, selaou, c'hwesha". An digarez a oa brav deomp evit sevel ur sujed war ar vedisined-loened war ar maez.


Gérard le Bris, paotr al lambig

Gérard le Bris, paotr al lambig

12/04/2023

Gerard le Bris a ra tro ar vro a-benn strilhañ sistr e glianted. Kaout lambig mod-gwezhall n'eo ket c'hoazh un hengoun kollet, memes ma tlee bremañ an dud paeañ taksoù d'ar stad ouzhpenn goprañ paotr al lambig. Met trankil e chomo ar re goshañ chomet un droad gante, setu diviz diwezhañ ar gouarnamant.


Radio Cap Douarnenez 1983-1989

Radio Cap Douarnenez 1983-1989

12/04/2023

Ur veaj e istor ar radioù libr! Deiz ha boaz ar radioioù kevredigezhel dieub eo ar bloaz mañ, 30 vloaz int! Evit lidañ an dra-mañ, eo aet Lou da galsk titouroù war ar radioioù kentañ a zo bet er vro. Emgav benn d'al lun 28 e pad an abadenn an diskouarn o nijal gant Fabienne Lavigne ha Jean Moalig. Kemeret 'neus perzh an daou-se barzh avantur Cap Fm staliet e Treboul ha komañset da skignañ e 1983.


30 vloaz ar radioioù libr! Stefan Moal

30 vloaz ar radioioù libr! Stefan Moal

12/04/2023

Radio Londres, Radio Karrigel, Radio Caroline, Radio Kimerc'h, Radio Plogoff, engravet eo an anvioù se e pennoù an dud& Ur media pouezhus eo ar radio. 30 vloaz eo ar radioioù kevredigezhel ar miz mañ, hep lezenn an 9 a viz du 1981, ne vefe ket hiziv deus radio kerne, arvorig fm , rkb pe rbg, na deus skyrock, NRJ pe cherie FM. Un deiz ha bloaz mil bouezhus neuze. Un heuliad diskouarn o nijal a ginnigin deoc'h neuze diwar benn ar sujet mañ. Hiziv da lansan an traoù e vimp asambles gant Stefan Moal, kelenner e skol veur Roazhon 2 bet skrivet e dezenn diwar benn ar mediaioù e bzg, ar sizhun o tont e klevimp Fabienne Lavigne ha Jean Moalig bet kemeret perzh ganto e radio Kap, radio kentan bro douarnenez e 1983.


Yaouankiz Jean-Claude Talec

Yaouankiz Jean-Claude Talec

12/04/2023

Da geñver embann an div bladenn Marvailhoù gant Jean-Claude Talec e toullomp kaoz gant an arzour diwar-benn e yaouankiz kostez Speied, e studioù en Alre hag e Pariz, e festoù-noz kentañ hag al labour dastum kanaouennoù.


Beauté Océane

Beauté Océane

12/04/2023

Nelly Nénan, gwerzhourez evit an embregerezh Beauté Océane, a ra deomp dizoloiñ ar merk-se, ganet e Breizh.


Paotr-Louarn, komiks kentañ e Brezhoneg !

Paotr-Louarn, komiks kentañ e Brezhoneg !

12/04/2023

Komiks


Mona Bodennec, Maryvonne Hellec, ur ganerez

Mona Bodennec, Maryvonne Hellec, ur ganerez

12/04/2023

Maryvonne he deus desket ar piano hag ar yezhoù e Paris, goude bezañ bet bugel en Aljeri. Kaset he deus ul lodenn eus he studioù uhel en Iwerzhon, ha goude-se, goude bezañ klevet ha gwelet an Iwerzhoned o kanañ en o zavarnioù, he deus bet c'hoant ivez da vont da ganerez. E penn kentañ er bloavezhioù 80 e raed Mona Bodennec anezhi. Bremañ e kan dindan he gwir anv, Maryvonne Hellec, ha deuet eo er-maez he fladenn ziwezhañ, "Ecoute le silence".


Gouel al levrioù -Karaez-2011

Gouel al levrioù -Karaez-2011

12/04/2023

Gouel al levrioù skrivet hag embannet e Breizh a oa dalc'het e Karaez d'an 29 ha d'an 30 a viz Here. Gouzout a rimp hiroc'h diwar-benn oberennoù, skrivagnerien, troerien hag embannerien zo!


Permiere Cai d'avant Cai a sieudr Dâraine