Gant dalc'h an naon hag ar baourentez dre ar bed eo prederiet tud ar c'h/ " Collectif 29 pour la souveraineté alimentaire". René Férec a lar deomp pegement a dud a c'houzañv gant an naon, e peseurt stad emañ ar beizanted vihan e kreisteiz ar bed koulz hag e Breizh. Tapet omp toud e-barzh ar memes marc'had ekonomikel bedel renet gant ar finañs bras, met ne dalv ket ne c'hellomp ober netra emezañ.
Beajiñ ha bouetañ he c'huriusted en ur gas he studioù war-raok a felle da Elena Dalibot ober. Bet he deus bet he bachelouriezh e Londrez, komañset he deus studioù uhel e Paris, e Sciences Po, war an Aferoù European. Hag a-benn gouzout fetisoc'h deus petra e oa o kaozeal he deus labouret evit aozadurioù e-maez-gouarnamant er Balkanioù : kaset he deus c'hwec'h miz e Sofia, hag ur c'hwec'hmiziad all e Roumania, e Cluj-Napoca. Emañ bremañ e Berlin...a-benn derc'hel d'ober anaoudegezh gant an Europeaniz.
AL LIORZHOUR, TEATR: Ul liorzhour kozh, Joe, en em lak da soñjal en e vugaleaj, en e donton Harry: gantañ en deus desket peseurt mod hadañ ha plantañ... Met a-feur ma kreske Joe e kolle Harry e vemor hag e c'herioù... Krouidigezh divyezhek istitlet evit ar vugale adalek 7 bloaz diwar ar pezh-choari "the gardener" gant Mike Kenny. Krouet e vo a-benn Miz Meurzh 2012 / Le terrain blanc, Très Tôt Théâtre / Kemper.
Emañ daniel Kernalegenn o paouez embann ur studiadenn diwar benn chenchamantoù bed al labour douar e Landrevarzeg a hed an amzer. Tri frantad 'neus dibabet studiañ : Araok 1914, etre 1914 ha 1960 ha doaboe 1960. Arouezius eo disorc'h e enklask eus ar pezh bet dra vras e Breizh. Ur pennad komz gant Lou Millour
Fa Ribaud ur plac'h yaouank a vev en un doare dic'hortoz evit darn vrasann an dud, en ur mobilhome, gant ur poupon. Emañ oc'h en em staliañ er vuhez. Sevel un ti feurm bio fell d'e gwaz ober. Un ti feurm gant un nebeut oened, legumaj ha marteze gwez frouezh. Deskiñ a rimp ivez penaos e c'hellont bevañ gant 700¬ ar miz.
E miz C'hwevrer e oa kinniget d'an dud gweladenniñ atalier-moullañ ti-kêr Kemper goude bezañ klevet ur prezegenner eus Ti ar Glad kontañ istor al levrioù hag ar moullañ en amzerioù. Goude e oa diskouezet d'an dud penaos ez a en-dro an atalier gant ar gopridi, Gael Mandeix en o zouez. Kanomp Breizh, ar c'hevread a vod al lazioù-kanañ a vez kinniget gante kantikoù ha kanaouennoù e brezhoneg, en deus roet e zeiziataer evit 2012.
Embannet eo bet eil pladenn ar strollad Termajik : Christian Duro, kaner anezhañ ha paotr an treujenn-gaol, ha Jean Floc'h paotr an akordeoñs, a ginnig deomp "An Nisel Erc'h". Trede kañfard ar strollad eo Guillaume Le Guern, hag ouzhpenn eo bet pedet Anne Auffret da zont da ganañ div ganaouenn asambles gant Christian Duro.
Maria zo ganet 'kostez Pont an Abad d'an 2 a viz Gwengolo 1911. Dimezet eo bet gant Charles le Maréchal met marvet eo yaouank he gwaz. A-benn bouetañ he bugale he deus dalc'het un davarn-ispisiri e-giz e veze ur bern dioute er Vro Vigoudenn d'ar mare-se. Arru kozh he deus graet an aktourez evit ar stal Tipiak, asambles gant he mignonezed, abalamour ma oant ar re ziwezhañ o tougen fier ar c'hoef. Ha ma reer Maria Lambour anezhi bremañ ez eo abalamour d'ar c'harter he deus c'hoazet da vevañ ennañ e Pont an Abad. Emañ ganeomp en abadenn o tic'hreunnañ he soñjoù gras d'he merc'h Nicole ha d' he mignon Daniel Gwegen.