An divskouarn o nijal

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

'Priz ar vugale' ha 'Priz ar yaouankiz'

'Priz ar vugale' ha 'Priz ar yaouankiz'

12/04/2023

Palioù 'Priz ar yaouankiz' ha 'Priz ar vugale': " brudañ al lennegezh evit ar yaouankiz e brezhoneg, " broudañ ar vugale hag ar grennarded da lenn aliesoc'h e brezhoneg, " kalonekaat an embannerien levrioù nevez skrivet e brezhoneg (troidigezh ebet), " kalonekaat ar skrivagnerien da ginnig skridoù evit ar re yaouank, " aozañ eskemmoù, kejadennoù etre ar skrivagnerien brudet hag ar re o kregiñ ganti... Evit kas al labour-se da benn o deus ar gevredigezh Féa hag an ti-embann Keit Vimp Bev en em lakaet asambles e 2003. E dibenn miz Mae 2012 e oamp ur strolladig barnerien o tibab skridoù da vouetañ ar priz da zont e 2012-2013...


Kampoù da vakansiñ e brezhoneg pe e gallaoueg... gant an UBAPAR

Kampoù da vakansiñ e brezhoneg pe e gallaoueg... gant an UBAPAR

12/04/2023

Ur bern traoù zo kinniget d'ar grennarded er bloaz-mañ a-fed kampoù-vakansoù gant an UBAPAR : kamp gallaoueg ar Goules benaizes, cross country, liessportoù, staj brezhoneg Biskoazh kemend-all, chanter mein kozh ha kaiak, hag ur veaj e Galiza memes ! Evit ar re yaouankañ : sport (kaiak, krapat er gwez gant ar marmouzien, foetañ bro war velo, gouren, pone), avantur (war glask teñzorioù Loperc'hed hag Enez Vatz), istorioù mat da vagañ faltazi ha spered krouiñ pep hini (ur wech e oa, mojennoù an Aberioù...), ha kegina evit ar begoù lipous. Pep hini a gavo e lod ! Bremañ ar program dre ar munud gant Riwanon an Habask... Evit pellgargañ levrig ar c'hampoù brezhoneg-gallaoueg 2012 : http://www.ubapar.org/rubrique54.html


AR MOR DUET, tri c'hantved a gartennoù-mor

AR MOR DUET, tri c'hantved a gartennoù-mor

12/04/2023

Ar breur Pierre-Yvon a ra deomp ober tro mirdi Abati Landevenneg: er mare-mañ ha betek an 30 a viz Gwengolo e c'heller sellet ouzh kartennoù-mor bet treset etre ar seitekvet hag an ugenvet kantved. Gwir oberennoù arzel int, ha doareoù da gompren istor ar voraerien.


Aerborzh Kernitron al lann e Naoned

Aerborzh Kernitron al lann e Naoned

12/04/2023

Stourm a-enep raktres an aerborzh e Kernitron Al Lann Abaoe ar bloavezioù 60 eo raktreset sevel un aerborzh nevez e norzh Naoned e Kernitron al lann. An annezidi hag ar beizanted a stourm abaoe pell a-enep ar raktres-se. Kejet hor boa deuz Jonathan GUILLAUME a gont deomp istor ar stourm-se. Un abadenn fardet ha kinniget gant Melaine Looten


Diskoueladeg archeologiezh e breizh e mirdi Roazhon

Diskoueladeg archeologiezh e breizh e mirdi Roazhon

12/04/2023

Gweladenn an diskoueladeg Furch-Difurch diwar benn an archeologiezh e Breizh. Un abadenn enrollet gant Melaine Looten, hentet gant Paskal Nignol.


Programm Gouelioù Meur Kerne 2012

Programm Gouelioù Meur Kerne 2012

12/04/2023

Gi Riou a ginnig deomp programm Gouelioù Meur Kerne 2012 : ar salioù nevez, an arzourien, danvez ar skol-veur hañv, ar stajoù liesseurt ha kement zo...


Per Denez, ur vuhez evit ar brezhoneg (1)

Per Denez, ur vuhez evit ar brezhoneg (1)

12/04/2023

Aet eo Per Denez da Anaon d'an 30 a viz Gouhere 2011 d'an oad a 90 vloaz. Troet sot e oa gant ar brezhoneg abaoe ma oa paotrig, ha gant nerzh, youl, ha skiant en deus bouetet ha brudet hor yezh, e vuhez-pad. Enoret eo er gelaouenn Al Liamm, niverenn 390: enni testenioù e gamaladed ha kenseurted e skol-veur ouzhpenn luc'hskeudennoù bet prestet gant e vugale.


Per Denez, ur vuhez evit ar brezhoneg (2)

Per Denez, ur vuhez evit ar brezhoneg (2)

12/04/2023

Aet eo Per Denez da Anaon d'an 30 a viz Gouhere 2011 d'an oad a 90 vloaz. Troet sot e oa gant ar brezhoneg abaoe ma oa paotrig, ha gant nerzh, youl, ha skiant en deus bouetet ha brudet hor yezh, e vuhez-pad. Enoret eo er gelaouenn Al Liamm, niverenn 390: enni testenioù e gamaladed ha kenseurted e skol-veur ouzhpenn luc'hskeudennoù bet prestet gant e vugale.


Petra zo o c'hoari gant Kuzul-meur Penn-ar-Bed?

Petra zo o c'hoari gant Kuzul-meur Penn-ar-Bed?

12/04/2023

E penn kentañ ar bloaz e reseve kevredigezhioù bihan o labourat evit diorren implij ar brezhoneg er vuhez foran, ul lizher a-berzh Kuzul Departamant Penn-ar-Bed: a-daol trumm e oant skarzhet deus ar reizhad skoazelloù-argant bet ijinet a gozh evit derc'hel ar brezhoneg bev. An argant a veze roet betek hen da 'C'hoariva', 'Dastum Penn-ar-Bed' ha 'Féa', dre skouer, a oa kevatal da dakennoù dour er mor a zispign a vez graet evit ar sevenadur breizhat en departamant. Ha ne vanka ket argant er c'hef, n'eo ket an enkadenn argant he deus graet d'an dilennidi strishaat o skoazelloù... Selaouit an displegadennoù bet roet d'ar c'hevredigezhioù-se. Emaomp etre div dro an dilennadeg-prezidant ha marteze e vo resisoc'h an traoù araok un nebeut deizioù! Un afer da heul neuze...


Gwask war ar c'holektif BDS

Gwask war ar c'holektif BDS

12/04/2023

Ur c'holektif zo bet savet e bro Gemper. BDS eo ec'h anv, evit "Boycott Désinvestissement Sanctions" a-enep an apartheid izraelian. N'eo ket a-enep Izrael e sav an dud-se. Sevel a reont a-enep doareoù lod eus an izraelianed e-barzh an trevadennoù e Palestinia. Diouzh lezenn eo o stourm ha koulskoude e vez lakaet gwask warno gant prokulor ar republik e Kemper, emezont. Yves Jardin zo barzh ar c'holektif-se.


Permiere Cai d'avant Cai a sieudr Dâraine