Komzoù Brezhoneg a vez kaset a-benn gant Lors Jouin. Ar c'haner eus Landelo a ya da filmañ brezhonegerien eus ar vro, e kement parrez a zo e Breizh-Izel. Ar videoioù a vez lakaet war Internet warlerc'h. Trañskrivet 'vênt ivez abalamour da vrezhonegerien nevez da gompren gwelloc'h. http://www.skolvreizh.com/komzoubrezhonegmenu lorsjouin@orange.fr
Emmaüs 'zo dek vloaz 'zo emañ minorig. Marv an Abbad Pêr 'n efe cheñchet un dra-bennak gant doareoù izili ar gevredigezh ? Petra 'zo bet graet a nevez war ar bloavezhioù divezhañ ? Deomp da welet gant Gabriel Bouroulleg, ezel deus Emmaüs Kemper. Emañ deus mikro Tunvezh Wloagen-Granjean.
D'an 18 a viz Meurzh 1962 zo bet sinet emglevioù Evian, hag a rae deus an Aljeri ur vro dizalc'h. Eizh bloavezh 'n o bet padet brezel an Aljeri. Trevadennet oa bro ar Magreb gant bro C'hall diboae ar bloavezhioù 1830. Ober a rae neuze ur c'hant ha ugent vloaz bennak e oa renet gant ar gouarnamant hag ar berc'henned vraz c'hall. Louis Autret, paotr Penmarc'h, 'n eus bet tremenet e holl amzer selvij en Aljeri. 27 mizvezh evit gwelet ar brezel a dost. Un abadenn gant Tunvezh Wloagen-Grandjean
Ar gevredigezh Eost a zo o paouez skrivañ ul levr nevez : "Baleadennoù etre an hent-meur hag an hent-houarn" 'vez anvet. Yann-Bêr Kemener, prezidant Eost, a zo bet o kinnig anezhañ deomp. Roet 'neus an digarez deomp da c'hoût hiroc'h diwar-benn istor heñchoù kozh Terrug : an hent roman hag an hent-houarn !
Ouzhpenn 1 milion a repuidi a zo o vevañ e bro Liban. Sirianezed ha sirianed eo an darn vrasañ anezhe, o deus ranket kuitaat o bro 'blam d'ar brezel diabarzh eno, a oa loc'het e 2011. Hiziv e vimp gant Manon Sabot, a zo bet o labourat a youl vat e kamp repuidi Saida, e Su Beyrouth, e-pad un nebeud mizioù, en ur greizenn skoliatañ.
An ospital Gourmelen - ar "c'habanon" e-giz e vez lesañvet amañ er vro - a zo bet savet ur c'hantved 'zo bremañ. Reun ar Rest 'neus labouret du-hont e-pad ouzhpenn tregont vloaz. Kinnig a ray istor an ospital deomp, koulz hag istor ar follentez hag e vicher : ober war-dro ar re glañv. (eil lodenn)
En abadenn-mañ 'vez kaoz deus Blues ar merc'hed (disheñvel e demoù deus hini ar baotred) ha deus ar c'hanerezed Blues er bloavezhioù 1920 ha 1930 er Stadoù-Unanet. 50 bloaz goude fin ar sklaverezh eno, e komz ar Blues deus frankiz pennañ nevez an dud du : ar frankiz en o darempredoù personel ha seksel. Ar pezh a ziroudenne deus gizioù ar mare, a gomze deus karantez en un doare idealizet. Darempredoù maez-eured, ar feulster-ti, an darempreddoù berrbad, an heñvelrevelezh...setu lod deus an temoù nevez a voe degaset gant Blues ar merc'hed. Pennad-kaoz etre Morgane Bramoulle ha Metig Jakez-Vargas. Savet eo bet an abadenn adalek ur destenn skrivet gant Angela Davis : "I used to be your Sweet Mama" tennet deus he levr "Blues legacies and Black Feminism". ("Kustum e oan bezañ da vammig flour" - Herezh ar Blues hag ar Feminism du)