An divskouarn o nijal

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Lokorn ... a-raok an douristed !

Lokorn ... a-raok an douristed !

12/04/2023

Hiziv emaomp o vont da bourmen e Lokorn gwechall, d'an ampoent ma ne teue ket tourist ebet da visitañ bourc'h vravañ ar Porze. Pevar den a zo ganeomp, pevar den 'neus bevet e Lokorn evit ar wech : Anne-Marie Louboutin, Ronan Hénaff, Yvonne Hénaff ha Marie Quéau. Kontañ a reont kalz traoù deomp : pevare oa komañset an douristed da zont ? Pevare oa krog an dud da zilaoskel gizioù kozh ar vro hag ar brezhoneg ? Petra veze sellet ouzh ar re a savare brezhoneg d'o bugale goude ar brezel ?

C'hoariva e brezhoneg ba' Plougov

C'hoariva e brezhoneg ba' Plougov

12/04/2023

Marie-Renée Kozh ha Germaine Treanton a zo bet kroget da bignal war al leurennoù war an diwezhat. Ne oant ket a vicher anezho, met ar varregezh a oa ganto. A hed muioc'h evit 15 vloavezh o deus bet lakaet an dud da gaout plijadur e bro ar C'hab, da hoarzin a bouez penn, gant o c'honjennoù. A hed an abadenn vo klevet anezho kontañ o istorioù, mesket strizh an darvoudoù gwirion hag ar re bet ijinet ganto enno. Un abadenn gant Axel Landeau ha Tunvezh Wloagen-Grandjean.

"Un tamm kig sall, gant avaloù-douar yen !"

"Un tamm kig sall, gant avaloù-douar yen !"

12/04/2023

Asambles gant Jean ha Marie-Louise Kermanac'h emaomp hiziv. E Banaleg eo ganet Jean ha setu oa-eñ deuet da chom en Ale Vras (Tregon), pa oa dimezet gant Marie-Louise. Homañ a zo ganet un tammig uheloc'h er memes ru. A-benn neuze 'oa bet savet un ti ganto hag en Ale Vras int bet o chom evit ar wech tout. Ur jardrin bras 'neus savet Jean ivez. Un tamm deus o buhez ha kalz istorioù all c'hoazh o deus kontet deomp neuze, e brezhoneg brav bro an Aven : miser an dud a veve war ar maez gwechall, labourat en uzin, kaout boued e-pad ar brezel, buhez ar vugale ...

Bastian ar Balp hag ar Bonedoù Ruz

Bastian ar Balp hag ar Bonedoù Ruz

12/04/2023

Asambles gant Armand Puillandre emaomp e Landelo evit an abadenn-mañ. Ul levr diwar-benn Bastian ar Balp hag ar Bonedoù Ruz 'neus skrivet ha setu emañ o vont da gontañ e vuhez deomp. Bastian ar Balp a oa ganet e Kerglof e 1639. Noter roial 'oa-eñ pa oa komañset ravolt ar paper-timbr e Breizh-Izel, e-doug ar bloavezh 1675. Founnus a-walc'h 'oa deuet da vezañ rener an dispac'h-mañ met n'eo ket padet pell ...

Karter ar Gwenan, ur c'harter a stourmoù

Karter ar Gwenan, ur c'harter a stourmoù

12/04/2023

Dibar eo karter ar Gwenan e Kemper. Savet e oa bet er bloavezhioù 50 gant 100 familh micherour evit gallout en em lojañ mat. Ur c'harter e lec'h ma vez kengred an dud an hini eo. E 1965 e voe savet eno Kreizenn Sokial ar Gwenan, ar greizenn sokial gentañ e Kemper. Marie Salaun, hi, en em stalias eno er bloavezhioù 70. Un nebeud bloavezhioù goude, e 85, e oa anv da sevel un hent-tro e Kemper, ar Boulouard Norzh, a ra tro kêr hiziv an deiz. Met d'ar mare-se e faote d'an ti-kêr, a oa e penn ar raktres, troc'hañ lodenn Kornôg kêr e 2. En em strollañ a reas neuze anezhidi ar c'harterioù Norzh ha Kornôg er gevredigezh « Vivre de Terre Noire à Prat ar Rouz ». Ur gevredigezh a strolle 182 familh. Betek ma z eas ar maout gante hag e vo cheñchet an tresoù.

La Forumi-e : ar gevredigezh arz a-vremañ ekologel e Kreiz Breizh

La Forumi-e : ar gevredigezh arz a-vremañ ekologel e Kreiz Breizh

12/04/2023

Ar gevredigezh La Fourmie a labour evit brudañ an arz a-vremañ e Kreiz Breizh. Lâret 'vez eo graet an arz evit an holl. Padal eo digempouezh ar c'heñver-nerzh etre ar maezioù hag ar c'herioù bras. Ped kilometrad a vez dav ober evit mont d'ur mirdi arz a-vremañ? Ar strollad La Forumi-e a cheñch penn d'ar vazh. Pediñ a reont arzourien deus a bep lec'h (Bzh, Europa...) evit ober rezidañsoù arzourien e tiez feurm ar vro. Ar pal a zo lakaat an holl da brederiañ war plas an arz war ar maez. An arzourien a guita o bedig bed hag o atalier, evit kenvevañ gant labourerien-douar. Un digarez eo ivez evit krouiñ liammoù etrezo ha tud ar vro, a zo pedet da welet an oberennoù arz en tiez-feurm da c'houde da vare « Champ d'expression ». Un darvoud all a vez aozet gant La Fourmi-e : ar festival In Cité, ur festival street-art ekologel. Lena Guyot, stajiadez e Roudour hag ezel deus ar gevredigezh a ginnig deomp labour ha preder ar strollad.

CAUE Penn Ar Bed

CAUE Penn Ar Bed

12/04/2023

Ar CAUE (Conseil d'Architecture, d'Urbanisme et de l'Environnement) a zo ur framm publik nebeud anavezet deus an departamant a venn sikour ar c'hêrioù, ar c'humunioù hag an dud en un doare hiniennel war ar c'hêr-aozañ pe an tisavouriezh. Galvet e vez ar CAUE gant ar c'humunioù bihan dreist holl evit bezañ aliet war ar mod da welaat ar bourkioù pe an tiez. Unan deus todennoù pennañ ar c'humunioù bihan hiziv an deiz e Breizh a zo mirout ar vourc'h ha kreiz ar vourc'h buhezek. Abaoe 2015 hepken ez eus deus ar framm se e Penn Ar Bed met kalz labour a zo bet kaset gante abaoe evel ma tispleg deomp Mael Cano, a zo stajiadez eno.

An aotroù maer

An aotroù maer

12/04/2023

E-pad ugent vloaz kazimant eo bet Marcel Moysan maer Kerien, koste Kemperle. Marteze ho peus klevet kont deusoutañ dija rak labouret 'neus kalz evit lakaat ar brezhoneg war-wel en e gomun. Ur skol divyezhek a zo bet digoret e 2004, ar c'harta « Ya d'ar Brezhoneg » a oa sinet e 2007 hag ur priz a oa bet roet d'ar barrez-mañ e 2014, gant Prizioù France 3. Eñ a lâro petra eo micher ar maer en ur gontañ e soñjoù deomp.

Gweladenn e klasoù divyezhek Pont 'N Abad

Gweladenn e klasoù divyezhek Pont 'N Abad

12/04/2023

Aet e oa Metig deus Radio Kerne d'ober ur weladenn e klasoù divyezhek Intron Varia Garmez e Pont 'N Abad. Degemeret e oa bet gant ar skolarezed Fabienne Le Henaff ha Béatrice Douy. Fellout a ra dezhe diorroiñ an hentenn er bloavezhioù o tont. Ha raktresoù e leiz a vez gant ar vugale a-hed ar bloaz!

Permiere Cai d'avant Cai a sieudr Dâraine