Tangi Yekel a zo sot-lip' gant brezhoneg Bro Vear. Asambles gant e gamaraded en deus savet ur gevredigezh, Hent Don, ha da heul ul lec'hienn Internet internet kaer-abominapl ha leun a draoù interesant e-barzh evit an dud intereset gant brezhoneg Treger : ur geriadur, pennadoù yezhadur, enrolladennoù, krennlârioù distaget ha displeget,dielloù da selaou ha me oar me c'hoazh...
Evit ar wech tout 'zo bet roet anvioù d'ar stered, forzh peseurt langach a vefe. Med kalz deuzouto a zo bet disoñjet e brezhoneg, e-giz ur bern komzoù all maleruzamant. Jean Lecoulant a zo deuet a-benn da zeskiñ da gavout tud a oar un nebeut re c'hoazh, e Karaez ha Kleden. (eil lodenn)
Evit ar wech tout 'zo bet roet anvioù d'ar stered, forzh peseurt langach a vefe. Med kalz deuzouto a zo bet disoñjet e brezhoneg, e-giz ur bern komzoù all maleruzamant. Jean Lecoulant a zo deuet a-benn da zeskiñ da gavout tud a oar un nebeut re c'hoazh, e Karaez ha Kleden.
Kemmadurioù ar brezhoneg a ra aon d'ar vrezhonegerien yaouank peurvuiañ. Kompliket ar jeu, gwir eo ! E peurunvan e vez kontet pevar kemmadur : ar c'hemmadurioù dre vlotaat, ar c'hemmadurioù dre galetaat, ar c'hemmadurioù dre c'hwezhañ hag ar c'hemmadurioù kemmesket. N'eo ket aes ! Un tamm simploc'h eo an traoù e brezhoneg Bro-Gerne koulskoude, met kemmadurioù all a vez klevet ivez. Ha cheñch a ra un nebeut sonioù ivez ! Jean Lecoulant a lâr deomp penaos vez graet en e barrez e Kleden.
Kemmadurioù ar brezhoneg a ra aon d'ar vrezhonegerien yaouank peurvuiañ. Kompliket ar jeu, gwir eo ! E peurunvan e vez kontet pevar kemmadur : ar c'hemmadurioù dre vlotaat, ar c'hemmadurioù dre galetaat, ar c'hemmadurioù dre c'hwezhañ hag ar c'hemmadurioù kemmesket. N'eo ket aes ! Un tamm simploc'h eo an traoù e brezhoneg Bro-Gerne koulskoude, met kemmadurioù all a vez klevet ivez. Jean Lecoulant a lâr deomp penaos vez graet en e barrez e Kleden.