Staget omp gant un abadenn nevez hag a zo bet savet diwar levr Jules Verne "Voyage au centre de la Terre" (1864). Ar profeser Otto Lindenbrock 'neus kavet un tamm parchenn gozh. War-c'horre eo skrivet peseurt-mod ober evit mont da greiz an Douar. Mont a ra da islonkoù Islañd neuze, asambles gant e nizez Tunvezh hag an heñchour Hañs Bjelke.
E Kebek, er bloavezh 1608, emañ Tunvezh ha Benjamin o tiskenn ar stêr Sant-Laurañs. Yann Wloegen, tad-iou Tunvezh, emaint o klask c'hoazh. Deuet int tre e-barzh bro an Huroned. Ar re-mañ a zo mat gant ar Frañsijen met ... an Irokwaed n'int ket ken jentil-se anezho ! Ezhomm a vo da ziwall !
Tunvezh he deus desket 'oa aet he zad-kuñv, Yann Wloegen, da Ganada, er bloavezh 1608. Gant Benjamin emaint o vont da veajiñ en amzer da adkavout anezhañ. Da gentañ tout 'vo dav dezho mont da navigal asambles gant Samuel de Champlain betek ar stêr Sant-Laurañs. Met pelec'h emañ Yann Wloegen ?
Anveout a rit Pompei ? D'ar 24 a viz Eost er bloavezh 79 'oa bet distrujet ar gêr-mañ gant ar Vezuv, un' deus menezioù-tan brasañ ar vro. E-doug an XIXvet kantved 'oa bet dizoloet al ludoù hag ar vein gant an arkeologourien hag ar giz-se eo deuet Pompei war-wel en-dro ! Tunvezh ha Benjamin a zo bet o visitañ ar gêr-mañ, hag ur bern a zo da welet 'vat ! Deuit ganeomp !
Poent-bras eo stagañ gant an abadenn ha Benjamin a zo oc'h aozañ ar pred ! Ur soubenn 'neus fardet. Met disall eo homañ ! N'hall ket bezañ ! Ha ne chom ket holen er radio, ha serr eo ar stal. Ne ra ket tra, mont a reomp da glask holen e-lec'h ma vez dastumet ! Da gentañ tout neuze e yimp da bourmen e paludoù Gwenrann ha goude-se d'ur min-holen e reter Frañs. Goût a rit eus pelec'h an holen, c'hwi ?
Pedet eo bet Tunvezh ha Benjamin gant stad Perou da vont d'an Andoù ! Diaes 'vo kompren an dud du-hont koulskoude peogwir ne vez ket preget spagnoleg ganto ... ketchuaeg eo yezh ar vro ! Moaien vo da zeskiñ traoù memestra, istor an Inkaed, istor ar Goñkistadored, istor ar pobloù ketchua ! Deuit ganeomp !