Deomp dezhi !

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Ben Wallace ha Tunvac Mac Wlegen

Ben Wallace ha Tunvac Mac Wlegen

12/04/2023

Deomp d'ar bloavezh 1297 bremañ ! D'ar mare-se 'oa krog roue Bro-Saoz, Edouard Iañ, da glask stagañ Bro-Skos ouzh e rouantelezh dezhañ. Koulskoude 'oa aet skuizh ar Skosed gant torfedoù ar soudarded saoz. Ha lod, e-giz Ben Wallace ha Tunvac Mac Wlegen, a oa staget gant ar ravolt !


Ar Vi

Ar Vi

12/04/2023

Gilda Sosso a zo matezh. Labouriñ a ra e villa vras ar re Zenatta, un deus familhoù pinvikidañ ar vro. Ur merc'h 'deus ivez, Antonella, met 'deus ket kalz amzer evit ober war he zro. A-benn Sul ar Bleunioù 'vo dalc'het un dro-chase-vioù e villa ar Roue. Re baour eo Gilda da gas he merc'h koulskoude. Penaos ober ? Un abadenn savet diwar levr Il Colombre (Le K e galleg), bet skrivet gant Dino Buzzati e 1966. Gant mouezhioù Loig Jade, Tunvezh Wloegen, Morgane Bramoullé ha Benjamin Bouard.


Ar C'harbonifer

Ar C'harbonifer

12/04/2023

O vont da belec'h emañ Tunvezh ha Benjamin hiziv ? Da vare ar C'harbonifer, 300 milion bloaz 'zo ! Ne oa ket deuet an dinosored war-wel c'hoazh met kalz loened emaint o vont da welet memestra. Ha c'hwi 'peus klevet kont eus ar Meganeura ? Honnezh a oa un nadoz-aer vras, ken bras hag ur bugel !


Deomp d'ar Pol Norzh !

Deomp d'ar Pol Norzh !

12/04/2023

Tunvezh ha Benjamin a zo o veajiñ e douaroù skorn Groenland. Kostez ar mor-skorn emaint o vageal bremañ evit esaeañ sellet ouzh an ourzed gwenn. Met ar mor a c'hall bezañ rust du-hont. Hag-eñ teuint a-benn da vont beket ar Pol Norzh ?


Hor beaj e Groenland

Hor beaj e Groenland

12/04/2023

Tunvezh ha Benjamin a zo bet o veajiñ e Groenland ! 'Blam da betra ? Faotañ a ra dezho muzuliañ tempradur ar Pol Norzh ! E Nuuk, kêr vrasañ ar vro, int bet da zigentañ, evit ober anaoudegezh gant an Inuited. Goude bezañ feurmet kayakoù int bet navigal etramek Uppernavik goude-se. Ha dindan un iceberg o deus splujet memes ! N'eo ket yen deoc'h ? Deuit ganeomp !


Ar menezioù-tan

Ar menezioù-tan

12/04/2023

Goût a ouzoc'h petra eo ur menez-tan ? Petra eo ur menez-tan kousket ? Petra eo an diferañs etre ur menez-tan glas hag ur menez-tan ruz ? Pelec'h vez kavet menezioù-tan ? Tunvezh ha Benjamin a zo vont da zeskiñ an traoù-mañ deoc'h ! Pignal a rimp asambles ganto war-lein ar Stromboli e Italia. Peseurt chañsadenn ! Un dislonkadenn a zo o tont ! Goude-se neuze e yimp da welet ur menez-tan droll a-walc'h, ar Pinatubo.


Ar brezel bras

Ar brezel bras

12/04/2023

D'an unnek a viz Du e vez lidet fin ar brezel pevarzek. Tunvezh ha Benjamin a zo vont da veajiñ da vare ar brezel-mañ ! Digentañ 'yimp da Sarajevo d'an 28 a viz Even 1914, pa oa bet lazhet an archiduk Fañch-Ferdinant. Goude-se neuze en em gavimp gant soudarded an trañcheou, e-doug emgann Verdun e 1916. Hag evit achuiñ 'teuimp da Vreizh en-dro, evit gwelet penaos oa buhez ar merc'hed hep ar baotred.


Abadenn Halloween !

Abadenn Halloween !

12/04/2023

Gouel an Ollsent eo ! Hag evel bep bloaz e vo lidet hennezh gant un abadenn disheñvel a-walc'h diouzh ar re all ... abadenn Halloween !


Steredennn ar C'hreisteiz (3)

Steredennn ar C'hreisteiz (3)

12/04/2023

Poent-bras eo achuiñ Steredenn ar C'hreisteiz ! Sellit aze trede lodenn an abadenn, an hini ziwezhañ. Hag-eñ teuio Yann Méré a-benn da adkavout an diamant ha da zimeziñ Alice ? Ar respont a gaver en abadenn !


Steredenn ar C'hreisteiz (2)

Steredenn ar C'hreisteiz (2)

12/04/2023

Sellit aze eil lodenn Steredenn ar C'hreisteiz, un abadenn a zo bet savet diwar levr Jules Verne L'Etoile du Sud (1884). Gwelloc'h 'vefe deoc'h sealou an abadenn gentañ a-benn da gompren mat istor homañ.


Permiere Cai d'avant Cai a sieudr Dâraine