Sellit aze abadenn gentañ Steredenn ar C'hreisteiz. Diwar levr Jules Verne, l'Etoile du Sud, eo bet savet homañ. Yann Méré a ya da studiañ an diamantoù e Afrika ar C'hreisteiz, e fin an XIXvet kantved. Ober a ra anaoudegezh gant Alice Watkins, merc'h John Watkins. Hennezh a zo perc'henn war tout minoù « Griqualand », bro an diamantoù. Yann a faotfe dezhañ dimeziñ gant Alice ha koulskoude ne faot ket da John Watkins, peogwir eo re baour ar skiantour yaouank. Yann a sav en e soñj dont da vezañ pinvidik neuze.
Deuet eo an diskar-amzer ! Tunvezh ha Benjamin a zo o vont da bourmen e koad Neved, etre Kerlaz ha Plogoneg. Klask a rimp kompren petra c'hoarvezh d'an natur pa teu ar c'hozhamzer : 'blam' da betra vez kollet o delioù gant ar gwez ? Perak ya ar re-mañ da ruz, orañjez pe gell ? Petra eo an humus ?
Nelson Mandela a zo aet kuit pevar bloaz 'zo bremañ. Prezidant du kentañ Afrika ar C'hreisteiz a oa-eñ hag ur vuhez spontus 'neus bet. Bugale klas 5ved ar skolaj Le Goffic 'ba' Lannuon o deus graet o soñj dezho da gontañ anezhi deomp ! Añrejistret eo bet ar vugale gant Fabris Kadou, o c'helenner.
Dav eo da dTunveas Fogg treuziñ ar Stadoù-Unanet bremañ. Met bras-divent eo ar vro-mañ. Ha ne faot ket bezañ gant dale ! Meur a hini a glasko miret anezhi da zont a-benn d'he beaj, e-giz ar Sioued hag ... an aotroù Fix ! Abadenn ziwezhañ avañturioù Tunveas Fogg eo. Gant Jules Verne eo bet skrivet ar goñchenn a-orin.
Setu amañ eil lodenn avañturioù Tunveas Fogg tro ar bed. Houmañ ha Yann Passepartout a zo o veajiñ e-kreiz India. Gant labourioù eo stanket an hent-houarn koulskoude ... Peseurt-mod ober evit mont da Galkuta 'ta ? Gant Jules Verne eo bet skrivet ar goñchenn a-orin.
Tunveas Fogg hag he mevel Yann Passepartout a zo o vont d'ober tro ar bed . e pevar-ugent devezh ! Gwall zañjerus eo an hent koulskoude. Ha piv eo Fix 'ta ? Hennezh a vez o heuliañ anezho abaoe un nebeut devezhioù ... Gant Jules Verne eo bet skrivet ar goñchenn a-orin.