Gant piv eo bet savet peulvanioù Karnag ? N'eo ket gant ar C'hallianed ! E-doug an Neolitik e veze lakaet mein en o sav e-giz-se. Setu emañ Metig ha Benjamin o vont d'ar mare-se. Hennezh a zo important evit mab-den. Fin ar Ragistor oa ha kalz cheñchamañchoù a oa bet e buhez an dud : al labour-douar, ar c'hêrioù kentañ, ar c'hoñvers hag al loened doñ a oa just 'tont war-wel !
Anavezout a rit an Odissea ? Beajoù Ulysse ? Tunvezh ha Benjamin a ya da gontañ an istor-mañ deoc'h . Un neubeut traoù a zo bet cheñchet ganeomp koulskoude, abalamour da chom sklaer ! En abadenn-mañ e 'n em gavo an daou gomper assambles gant al Lotofajed ha gant ur siklop . Polyphème !
Ur chadenn aour a zo bet profet da dTunvezh. Feiz ! N'eo ket aour ! Ha setu Tunvezh ha Benjamin o vont da glask aour ! Med pelec'h 'vez kavet aour 'ta ? Penaos 'vez tennet aour er minoù ? Peseurt-mod dispartiañ an aour diouzh ar c'hwartz ? Un tamm kompliket eo ! Na rit ket biloù koulskoude : an displadenn a vo sklaer evel lagad an naer !