Deomp dezhi !

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Drakula

Drakula

12/04/2023

Tunvezh ha Benjamin a zo stanket er Grennamzer c'hoazh hag adarre ... O tistreiñ da Vreizh emaint dre heñchou moan ar Balkanioù. An noz zo o tont. Yen eo an avel ha arnev zo en amzer. N'eus ket moaien da gousket er c'hoajoù. Ho ! Aze ! Ur c'hastel ! Piv zo o chom e-barzh ?


Ar C'hroaziadegoù

Ar C'hroaziadegoù

12/04/2023

Tunvezh ha Benjamin a zo stanket er bloavezh 1095. E kêr Clermont en deus galvet ar pab an Gristenien, abalamour dezhe da vont da zieubiñ Jerusalem diouzh krabanoù ar Seljoukided. Ar Groziadeg Gentañ eo ! Ar varc'hegien gristen a ya d'an Douar Santel ha hon daou gomper a heulio anezhe, evit kompren petra 'zo degouezhet du-hont. Piv oa ar varbared koulskoude : ar Vusulmaned pe ar Gristenien ?


Ar Vosenn Vras

Ar Vosenn Vras

12/04/2023

Tunvezh ha Benjamin a zo er Grennamzer c'hoazh. En ur bourmen er c'hoajoù en em gavont assembles gant un den klañv-ki. Paket eo gant ur c'hleñved spontus : ar vosenn zu ! Petra eo an dra-se ? Ha deus pelec'h e teu ?


Brezel Kant Vloaz

Brezel Kant Vloaz

12/04/2023

Katell ha Benjamin a ya d'ar Grennamzer da gompren ar pezh a vez anavezet « Brezel Kant Vloaz » ganeomp, koulz e Bro-Frañs hag e Breizh.


Ar chokolat

Ar chokolat

12/04/2023

Ar chokolat a gavit mat ? Ha goût a rit eus pelec'h e teu anezhañ ? En abadenn-mañ ec'h ay Tunvezh ha Benjamin da Vec'hiko evit bisitañ un tiegezh e-lec'h ma vez gounezet gwez-kakao. Goude-se e vo gwelet an daou gomper-mañ e Beljik abalamour da zeskiñ fardañ chokolat !


Strad ar mor

Strad ar mor

12/04/2023

Radio Kerne en deus prenet ur lestr-spluj nevez ! Da strad ar mor ec'h ay Tunvezh ha Benjamin evit diskoachañ al loened iskis a vez gwelet er bed teñval ha yen-mañ. Goût a rit petra eo un eneienn domm ? Peseurt loen eo divellkeineg brasañ an Douar ? Ha perak e vez skignet gouloù gant pesket 'zo eno ? Ar respontoù da gaout en abadenn-mañ !


Saotradur an dour

Saotradur an dour

12/04/2023

Lousoc'h lousañ e vez ar morioù ha ar stêrioù. Ur c'hevandir plastik a zo deuet war wel e kreiz meurvor Habask ! En em c'houllen a ra Katell ha Benjamin eus pelec'h 'teu ar saotradur-mañ ha penaos 'vefe moaien d'ober gant an dour en un doare padus ha dereat. An dour zo ur binvidigezh !


An amzer-dazont

An amzer-dazont

12/04/2023

Aet eo skuizh Hannah ha Benjamin gant beajoù en amzer-dremenet. Setu ec'h aint en amzer-dazont ! Bloavezh 38 000 . Gwall zisheñvel eo an douar. Beuzet eo Breizh tout ! Choasañ a ray an daou gomper mont da weladenniñ kerbênn an douar : Nevez-Katmandou. Koulskoude eo un tamm droch an traoù du-hont . Piv eo ar Roue Zhora ? Petra 'neus c'hoant d'ober ?


Ar Far West

Ar Far West

12/04/2023

Hannah ha Benjamin 'zo o vakañsiñ er Bahamas met poent eo dezho distreiñ da Radio Kerne evit sevel an abadenn. Met c'hoant-bras 'neus Benjamin mont d'ar Stadoù-Unanet da vare an American Frontier, ar baotred-saotr hag an emgannoù gant ar Cheyenned !


Tasmant Bro-Skos

Tasmant Bro-Skos

12/04/2023

Skipailh Deomp Dezhi 'neus c'hoant mont da vakañsiñ er Bahamas. Koulskoude eo torret LEA, lestr-egor Radio Kerne. Kaset eo Hannah ha Benjamin da Vro-Skos e-kichen Kastell Satanizet. Petra zo e-barzh ar c'hastell kozh-mañ  ? Un tasmant ? Ur sorserez ? An daou ? Deuit 'ta ganeomp da ziskoachañ sekred Duncan Mc Intosh .


Permiere Cai d'avant Cai a sieudr Dâraine