Deomp dezhi !

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Urzh an Templ

Urzh an Templ

12/04/2023

Studio Radio Kerne a zo bet savet war-c'horre ur chapel gozh. Ya, gwir eo ! Hag gant ar venec'h-ruz eo bet savet ouzhpenn ! Hag an dra-mañ en deus roet c'hoant d'an daou gamarad, Tunvezh ha Benjamin, da vont d'ober anaoudegezh ganto. Mont a rimp da veajiñ en amzer neuze, da vare ar C'hroaziadegoù, er bloavezh 1183. Deuit ganeomp 'ta !


Kontadenn ar chaseour

Kontadenn ar chaseour

12/04/2023

Salud deoc'h, bugale ! Hiziv 'vo kontet ur gontadenn deoc'h : kontadenn ar Chaseour. Honnezh a zo ur gonchenn gozh a veze klevet gwechall e Bro-China. Ha skrivañ chineg a vo desket goude-se ivez ! Ha n'eo ken diaes ha se, nann !


Ar sukr

Ar sukr

12/04/2023

Tunvezh ha Benjamin a zo deuet en-dro evit un abadenn nevez hag an taol-mañ 'vo preget deoc'h deus ar sukr. Ya, deus ar sukr ! Petra eo ar sukr ? Penaos vez fardet sukr ? Da betra servij ar sukr ? Mont a raio an daou gamarad da zepartamant an Aube da zespugn bitarabez-sukr, ha goude-se neuze d'ar Reunion evit deskiñ troc'hañ korz-sukr ! Diwallit da reviñ o tent, bugale !


Ur gontadenn all, asambles gant skolajidi Brieg !

Ur gontadenn all, asambles gant skolajidi Brieg !

12/04/2023

Goude bezañ bet graet anaoudegezh gant ar re 6vet er skolaj Pierre Stéphan, e Brieg, 'omp bet en em gavet asambles gant ar re 5vet ! Hag ur bern traoù o doa ar re-se da gontañ deomp ivez ! Mont a raimp da Enez Sun da veajiñ ganto memes !


Ali Baba hag an daou-ugent laer (2)

Ali Baba hag an daou-ugent laer (2)

12/04/2023

Bet omp bet berr un tammig war hom labour ! Poent-bras 'oa deomp kinnig eil lodenn ar gontadenn deoc'h, kontadenn Ali Baba. Cheñchet ez eus bet un nebeut traoù e-giz boaz, n'eo ket tre heñvel an istor deus ar gontadenn mod-kozh ! Plijout a ray deoc'h memestra emichañs !


Kontadenn Luduennig, asambles gant skolajidi Brieg !

Kontadenn Luduennig, asambles gant skolajidi Brieg !

12/04/2023

Bet omp bet oc'h ober anaoudegezh gant re c'hwec'hvet ar skolaj Pierre Stéphan e Brieg, e-kichenn Kemper. Ur gontadenn o deus deomp, kontadenn Luduennig, ha goude-se o deus lâret deomp petra raint e-pad ar vakañsoù Nedeleg.


Ali Baba hag an daou-ugent laer (1)

Ali Baba hag an daou-ugent laer (1)

12/04/2023

Bet 'peus bet klevet koñtadenn Ali Baba hag an daou-ugent laer dija ? Ya ? Ma, n'eo ket gwall sañsupl ! Kontet 'vo deoc'h en-dro adarre bremañ gant Tunvezh ha Benjamin !


Petra eo ar butun ?

Petra eo ar butun ?

12/04/2023

M'em barefe a-walc'h zo bet lâret deoc'h meur a wech dija n'eo ket mat butuniñ. Ya, gwir eo. Met petra eo ar butun da zigentañ ? Ha penaos vez fardet ur sigaretenn ? Ha 'blam da betra eo fall evit ar yec'hed neuze ? Tunvezh ha Benjamin a zo bet o pourmen e departamant an Dordogne, e-lec'h 'vez kavet kalz a barkeier-butun hag un toullad labouradegoù !


Abadenn Halloween

Abadenn Halloween

12/04/2023

Ar bloaz-mañ, e-giz bep bloaz, 'zo bet fardet un abadenn ispisial da lidañ Halloween ! Ne rit ket bill, bugale ... 'po ket re aon ar wech-mañ !


Kreiz an Douar (Jules Verne) (2/2)

Kreiz an Douar (Jules Verne) (2/2)

12/04/2023

Poent-bras eo sealou eil lodenn an abadenn "Kreiz an Douar", soñj 'peus ? Honnezh a zo bet savet diwar levr Jules Verne, "Voyage au Centre de la Terre", bet embannet e 1864. Tunvezh, ar profeser Linddenbrock hag Hañs a zo diskennet e foñs ur menez-tan marv da gaout kreiz an Douar. Met Tunvezh a zo kollet he hent ganti ha torret he letern. Setu emañ he-unan bremañ en deñvalijenn ...


Permiere Cai d'avant Cai a sieudr Dâraine