Deomp dezhi !

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Abadenn Halloween

Abadenn Halloween

13/04/2023

Kinnig a reomp deoc'h, evel bep bloaz, un abadenn ispisial evit Halloween ! Benjamin a gonto deomp un tamm istor 'neus savet diwar al levr L'invité de Dracula gant Bram Stoker !


Hansel et Gretel

Hansel et Gretel

13/04/2023

Ur gontadenn mil-anveet a vo kontet deoc'h hiziv gant Benjamin ha Tunvezh : Hansel ha Gretel !
An dud zo 'vervel gant an naon, ne chom netra da zibiñ er vro. Penaos ober ? Hansel ha Gretel zo 'vont d'ar c'hoad da droc'hañ keuneud gant o zud, met ar re-se zo soñj mont kuit ... hag abandonañ anezho !


Ar balafenned

Ar balafenned

13/04/2023

Tunvezh ha Benjamin zo bet o pourmen dre heñchoù treuz ha karrontoù Ploneiz evit sellet deus ar balafenned ! Ur bern traoù o deus da zeskiñ deoc'h diwar o fenn !


Mouchouar Kaarel

Mouchouar Kaarel

13/04/2023

Ur gontadenn deus ar Feñlañd a vo kontet deoc'h hiziv : mouchouar Kaarel ! Er mor n'eus ket pesk ebet ken, ha netra da zibiñ. Mont a ra ar besketourien neuze da c'houll gant Kaarel petra ober ...


Ar sarpanted

Ar sarpanted

13/04/2023

Tunvezh ha Benjamin zo bet o pourmen war ar maez evit klask kavout sarpanted ! C'hwec'h spesad zo e Breizh, met diaes a-walc'h eo gwelet anezho ! Goude-se int bet en Amazoni evit sellet deus ar sarpanted all a vez kavet du-hont, evel an anakonda !


Kontadennoù eus ar Vietnam

Kontadennoù eus ar Vietnam

13/04/2023

Hiziv 'vo kontet deoc'h teir c'hontadenn mod-kozh deus ar Vietnam : "Ar Moustik", "An hini kozh hag ar c'haz" hag "An Daou Jeni". Emichañs 'blijo deoc'h !


An nukleel

An nukleel

13/04/2023

Petra eo an urianium ? Petra vez graet e-barzh ur greizenn nukleel ? Penaos ya ur reakter en-dro ? Ha dañjerus eo ? Tunvezh ha Benjamin zo bet o vizitañ ur greizenn nukleel evit klask kompren tout an dra-se.


Ar Sahara

Ar Sahara

13/04/2023

Re yen an amzer e Breizh ! Tunvezh ha Benjamin o deus lakaet en o soñj neuze mont d'ar Sahara d'ober un droiad ! Deuit ganeomp 'ta bugale ! Ur bern traoù vo da zeskiñ diwar-benn ar vuhez en dezert !


Deomp d'an aod !

Deomp d'an aod !

13/04/2023

Hiziv emaomp war vord ar mor, e bae Douarnenez ! Met ur gontadenn verr a gontimp deoc'h digentañ, a-barzh mont da bourmen ! Deuit ganeomp ! Ur bern traoù vo da welet, ur bern traoù vo da zeskiñ !


Abadenn Nedeleg

Abadenn Nedeleg

13/04/2023

E-giz bep bloaz 'ginnigomp deoc'h selaou un abadenn ispisial da-geñver Gouel-Nedeleg ! Telefonet 'vo d'an Tad-Nedeleg da gentañ, ha goude-se vo lennet deoc'h div gontadenn !


Permiere Cai d'avant Cai a sieudr Dâraine