Deomp dezhi !

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Ar balened

Ar balened

13/04/2023

N'eus ket a zroad da chaseal ar balened ken sañset, met ar re-se zo c'hoazh en dañjer ! Tunvezh ha Benjamin zo bet er Groenland o sellet deuzouto ha deus un nebeud setaseed all, evel ar c'hwezher bras hag ar morvleiz !


Ar petrol

Ar petrol

13/04/2023

Kavet 'zo bet petrol e Ploneiz ! Ya, gwir eo, war hent Kemper emañ ar puñs ! Setu emañ Tunvezh ha Benjamin o vont da zeskiñ ur bern traoù deoc'h ! Petra eo ar petrol ? Pelec'h vez kavet petrol ? Penaos vez tennet ? 'Blam da betra eo dañjerus evit an natur ? Deuit ganeomp bugale !


Gabriel-Ernest

Gabriel-Ernest

13/04/2023

Un danevell all emaomp 'vont da gontañ deoc'h hiziv ! Gabriel-Ernest eo e anv ha skrivet eo bet gant Saki, ur skrivagner saoz ha oa bet lazhet er brezel e 1916. Benjamin an hini eo 'neus lakaet anezhi e brezhoneg hag adaptet anezhi evit ar radio. Diwallit memestra, ur gontadenn skrijus a-walc'h eo !


An añfibianed

An añfibianed

13/04/2023

Anveout a rit an añfibianed ? Ne rit ket ?! Kement-se 'ouzoc'h a-walc'h petra eo un añfibian ! An tousigi, ar gleskered, ar sourded : tout ar re-mañ zo añfibianed ! Bet eo bet Tunvezh ha Benjamin o sellet deuzouto er poull-dour e traoñ ar radio, deuit ganeomp 'ta !


Kontadennoù an Indez

Kontadennoù an Indez

13/04/2023

Deomp d'an Indez 'ta ! Du-hont 'zo istorioù brav da glevet, ha ni 'zo 'vont neuze da gontañ deoc'h teir c'hoñtadenn gozh : Al Laer hag an Olifant, Tambourin ar Roue hag an Daou Digr !


Machenka hag an ourzh

Machenka hag an ourzh

13/04/2023

Ur gontadenn rus a vo kontet deoc'h hiziv ! "Machenka hag an Ourzh" eo anvet, ha honnezh 'neus bet plijet hardi d'ar Rused yaouank evit ar wech tout. Esperañs hon eus 'plijo deoc'h ivez !


Ar gwer hag ar c'hristal

Ar gwer hag ar c'hristal

13/04/2023

Petra eo ar gwer ? Penaos vez c'hwezet gwer ? Penaos vez fardet kristal ? Penaos vez resiklet ar boutailhoù-gwer ? Tunvezh ha Benjamin a gaso ac'hanoc'h da vizitañ ur fabrik-gwer da zeskiñ tout an dra-se deoc'h !


Ar re Vaya

Ar re Vaya

13/04/2023

Deuit ganeomp bugale ! Mont a raimp d'ar Yukatan hiziv d'ober anaoudegezh gant ar re Vaya. E-kreiz ar c'hoad emañ o c'hêrioù kozh, met pell zo bremañ int kouezhet en o foull. Pignal a raimp da lein ar piramidennoù bras-spontus zo eno c'hoazh ha mont a raimp dre zindan memes da glask bez ur Roue kozh. Plijadur vo !


Ar paotr-deñved hag an dragon

Ar paotr-deñved hag an dragon

13/04/2023

Ur goñtadenn slovak a vo koñtet deoc'h hiziv : ar Paotr-deñved hag an Dragon. Ur paotr-deñved 'neus kavet toull an aered er menez, met n'hall ket kontañ d'ar re all petra 'neus gwelet e-barzh. Met un devezh 'teu un den iskis da welet anezhañ ...


Roue Leskelen / Geotenn ar Werc'hez

Roue Leskelen / Geotenn ar Werc'hez

13/04/2023

Hiziv 'zo tud yaouank deus Kemper asambles ganeomp en abadenn, skolajidi ha liseidi deus Brizeux ! Ar re-mañ o deus labouret start asambles gant o c'helenner Pierre-Yves Kersulec, da sevel div abadennig : koñtadenn Roue Leskelen, gant ar re c'hwec'hvet, hag un abadenn verr savet diwar Geotenn ar Werc'hez gant Jakez Riou, fardet gant re ar c'hlas diwezhan el lise.


Permiere Cai d'avant Cai a sieudr Dâraine