Deomp dezhi !

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Bellerophon

Bellerophon

28/06/2023

Ur vojenn gozh all eus ar vitologiezh grek a vo kontet deoc'h c'hoazh : istor Bellerophon.
Bellerophon zo bet tamallet dezhañ bezañ klasket ober droug d'ur rouanez. Kaset 'vo d'en em gannañ gant ar Chimer neuze, met a-raok 'vo dav dezhañ doñvaad Pegaz, ar marc'h askellet.


Zeus, Roue an Doueed

Zeus, Roue an Doueed

25/05/2023

Zeus eo Roue an Doueed er vitologiezh grek gwechall. Met n'eo ket bet anvet roue diouzhtu ! Ur roue all oa bet araozañ, e dad, Kronos. Ha petra oa a-raok c'hoazh ? Benjamin zo 'vont da gontañ tout an dra-se deoc'h.


Perse ha Meduz

Perse ha Meduz

26/04/2023

Ur gontadenn gozh vo kontet deoc'h ar wech-mañ, kozh-Noe ! Ur gonchenn deus ar vitologiezh grek : Perse ha Meduz !
Ar Roue Akrisios en deus kaset kuit e verc'h, Danae, hag e vab-bihan, Perse, ha lakaet anezho o-daou e-barzh un arc'h ha taolet an arc'h e-barzh ar mor. Dre voneur int soveteet gant ur pesketour war un enezenn vihan. Met war an enezenn-se zo ur roue all, Polidektes, ha zo aet sot gant Danae. Goulenn a ra gant Perse mont da zibennañ ur vaouez euzhus, Meduz, evit en em zibarasiñ deuzoutañ.


Teze hag ar Minotaoros

Teze hag ar Minotaoros

13/04/2023

Ur istor tennet eus ar vitologiezh grek vo kontet deoc'h ar wech-mañ : Teze hag ar Mintaoros !


Ar plastik

Ar plastik

13/04/2023

En deiz-hiziv 'zo plastik partout ! En tier, er burevioù, en otoioù hag en dilhad zoken ! Met petra an Diaoul eo ar plastik ? Ha penaos vez fardet ? Tunvezh ha Benjamin zo bet 'vizitañ ur rafinerezh hag un uzin-plastik evit displegañ an dra-se deoc'h !


Vassilissa

Vassilissa

13/04/2023

Ur gontadenn ukrenian vo kontet deoc'h hiziv : Vassilissa.
Mamm Vassilissa he deus roet ur verc'hodenn vajik d'he merc'h a-raok mervel. He zad a chom e-unan e-pad ur c'hrogadig goude-se, met dimeziñ a ra en-dro a-benn ar fin. Met al lezvamm n'eo ket evit anduriñ Vassilissa. Kas a ra anezhi da c'houll tan gant Baba-Yaga, ar wrac'h-kozh !


Ar chaseour hag ar vaot / Ar paotrig hag ar fleur

Ar chaseour hag ar vaot / Ar paotrig hag ar fleur

13/04/2023

Div gontadenn a vo kontet deoc'h hiziv ! Ar chaseour hag ar vaot da zigentañ, ur gontadenn deus ar Senegal, hag Ar paotrig hag ar fleur, ur gontadenn aborijen ! Plijadur vo !


Abadenn Nedeleg

Abadenn Nedeleg

13/04/2023

Ne vo ket a-bell 'vo Nedeleg ! Ha setu evel bloaz 'ginnigomp deoc'h selaou un abadenn ispisial ! Telefonet 'vo d'an Tad-Kozh Nedeleg e-giz boaz, ha goude-se 'teuio Tunvezh Wloegen ha Loig Jadé da lenn daou levr deomp : En Amzer Vras ha Mip ha Blipig. Benjamin Bouard a gonto ur gontadenn verr ivez : ar Galetezenn !


Ar c'haoutchou hag ar c'hoad bras

Ar c'haoutchou hag ar c'hoad bras

13/04/2023

Deomp d'ar Brazil ! Tunvezh ha Benjamin zo bet 'pourmen er c'hoad bras evit deskiñ ar mod d'ober kaoutchou hag evit kompren 'blam da betra 'ranker diwall gwelloc'h koad an Amazonia.


Ar rinkined

Ar rinkined

13/04/2023

N'eus ket rinkined e Breizh ? Yao 'hat ! Ur bern memes ! Tunvezh ha Benjamin zo bet o splujañ er mor evit mont da sellet deuzouto. Er mor-bras Pasifik int bet zoken, evit klask kavout ar rinkin bras gwenn ! Deuit ganeomp 'ta !


Permiere Cai d'avant Cai a sieudr Dâraine