Gant Katell ha Glenn Skolidi CM skol divyezhek Pouldavid o deus respontet d'hor goulennoù war penaos ez eo kaout breudeur ha c'hoarezed ha bevañ asambles. Tri ton a vo selaouet ivez, Jungle swing tennet eus levr ar janglenn, an eil, Liliwood gant Prayer in C hag an trede skrivet gant Jakez ar Borgne, anvet Tonioù Torr-penn ha tennet eus e albom nevez. Ur rekipe ivez a vo roet gant Glenn: "Verinoù" kiwi ha fourmaj gwenn gant bruzunoù spekulos ! Hmmmm...
Glenn ha Lou ouzh ar mikro en abadenn Deomp dezhi. Glenn a zo aet da atersiñ bugale skol Diwan Banaleg war ar Rainbowloom mil anavezet bremañ. Komzet e vo eus ar BASM, ar vombezennoù taolet e broioù brezelioù enno, siwazh e chomont aze goude ar brezelioù o gloazañ miliadoù a zud. Stourmet e vez e doareoù disheñvel a enep d'an darvoud se, Lou a zisplego penaos. An tonioù : MGMT - Kids un ton a roio c'hoant deoc'h da zañsal ! An eil ton : Jacques Dutronc "Fais pas ci fais pas ça" Ha Rozenn Tallec a gomzo deoc'h eus ar wenanenn en he rummad Loenig Lon !
Ata selaouerien yaouank, Brav eo bet an hañvezh ? Setu distro ho abadenn muiañ-karet !! Hiziv 'vo kaoz eus an hañv hag ar stajoù liesseurt a oa kinniget. Mont a rimp d'ober un dro betek Roazhon 'lec'h 'oa aozet ar c'hamp "I love Roazhon" e penn-kentañ miz Gouere. En ti-feurm e Ploneour Lanwern ez imp ivez hag echuet 'vo hon zroiad gant ur c'hamp surf e Kloar Karnoed. Hiroc'h 'vo da glevet war ar vicher kazetenniñ ha war an doare d'ober surf. Deoc'h da c'hoari : Roit deomp anv tri loen hag a vev en tiez-feurm Kasit ho respontoù deomp dre ar blog. Levrioù kaer 'zo da c'hounid, evit ar re vras koulz hag ar re vihan ! Pokoù start d'an holl ha kalon vat 'vit an distro-skol ! Katell ha Morgane
... hag ivez Kroc'hen Azen, Mario ha sushi frouezh gant Morgane ha Bleuenn ! Adkavet 'vo e-barzh an abadenn : Atersadenn : Skolidi skol Diwan Plogastel Sant Jermen diwar-benn o film karetañ. Kontadenn : Kroc'hen Azen Sonerezh : Billie Jean gant ar strollad Bottle Boys Keleier ar vugale : Mario Rekipe : Sushi frouezh