En abadenn mañ e vo lakaet ar gaoz gant Glenn ha Lou war Halloween ! Moarvad oc'h eus c'hwi lidet ar gouel oc'h en em treuzwiskañ hag o stokañ nor da nor evit tapout madigoù. Ur fest noz a oa aozet e Melgven evit lidañ an darvoud, aozet e oa gant Skol Diwan Tregon ha setu neuze an holl bodet, treuzwisket, o c'hoarziñ o dañsal, kerent ha bugale o tebriñ madigoù evel just. Glenn a zo aet war an dachenn evit atersiñ ar vugale a oa aze ha Lou en deus dastummet titouroù war Halloween, perak e vez lidet hag eus pelec'h e teu an hengoun se.
Un abadenn goustlet da vakañsoù an hollsent, da ganaouenn ar c'hoari video SuperMario remixet e leiz, hag ur voutailhad dour skornet gant ur gemenadenn e-barzh skrivet e 1959. Aterset e vo Nell Piriou evit komz deomp eus he dudioù e pad ar vakañsoù, selaouet e vo un nebeut tonioù ivez hag e vo roet deoc'h ur rekipe evit ur c'hake kistin gant dienn maroñs.
Kaoz a vo gant Morgane ha Glenn eus ar boued. Evit se ez eo aet Glenn da atersiñ bugale skol Diwan Kerfeunteun e Kemper. Morgane a roio deoc'h titouroù dedennus dre vras diwar benn ar boued er bed dre vras. Tonioù a vo klevet ivez, an hini kentañ anvet "Je m'ai gouré je m'a trompé" gant ar strollad Les Bouzkidous hag an eil gant Les Ours du Scorff anvet "Le garou végétarien". Deskit penaos ober ur cake sitroñs ha rezin sec'h gant Glenn !
Glenn ha Morgane war ar gwagennoù evit komz eus an dazont hiziv. Aet eo Glenn daved skolajidi divyezhek skolaj Brizeux e Kemper evit goulenn diganto o soñjoù diwar-benn an dazont. Daou don a vo klevet: Domo arigato Mr.Roboto gant ar strollad Styx hag an eil: Arcades gant C2C. Mod all e vo roet gant Morgane titouroù diwar-benn arloadoù ( applications ) smartphone evit ma c'hellfe ar gerent ankeniet evezhiañ ar bugale a-bell o c'houzout pelec'h m'emaint ha piv o deus galvet da skouer.. Ur rekipe evit achuiñ: ar sandwich robod roet deoc'h gant Glenn.