Trouz er gêr

Arvorig FM

Lien copié dans le presse papier.

Al Liamm 455 & Geriaoueg divyezhek ar velestradurezh

Al Liamm 455 & Geriaoueg divyezhek ar velestradurezh

13/04/2023

Gant Erwan Hupel e vo kinniget al Liamm deomp, niverenn 455.
Ur pennad-kaoz a vo ivez gant Marsel Modir (ti-embann Stang Alar) diwar-benn "Geriaoueg Divyezhek ar velestradurezh".
Un abadenn gant Karolina


Stourm a-enep ar boeson : istor buhez Louis Abgrall

Stourm a-enep ar boeson : istor buhez Louis Abgrall

13/04/2023

Louis Abgrall 'zo bet prezidant ar gevredigezh "Alcool assistance Plouvorn" e-pad 15 vloaz. Kontañ a ra deomp penaos eo chomet a-sav gant evañ-re hag ar mod en deus skoazellet tud klañv gant ar boeson.
NB : Paouezet eo gant ar gevredigezh "Alcool Assistance Plouvorn" hec'h oberioù abaoe m'eo bet skignet ar pennad-kaoz. M'ho peus ezhomm bezañ skoazellet e c'hallit kavout titouroù dre al [lec'hienn-mañ] (https://infosociale.finistere.fr/fiche-thematique/se-soigner/etre-soutenu-en-cas-de-maladie-par-des-organismes-ou-associations-specialisees/dependance-a-lalcool-aux-toxiques-aux-jeux/) .
Gant Maëlys Poublanc eo kinniget an abadenn.




Prezegennoù lec'hanvadurezh gant Yann-Ber Kemener

Prezegennoù lec'hanvadurezh gant Yann-Ber Kemener

13/04/2023

Er mare-mañ e vez Yann-Ber Kemener o kinnig prezegennoù er vro diwar-benn al lec'hanvadurezh. Unan oa bet n'eus ket pell 'zo c'hoazh e Daoulaz hag en doa desachet kalzig a dud. Da geñver e brezegennoù e vez kemeret harp gant Yann-Ber war ul levr skrivet gantañ hag embannet gant Skol Vreizh : "Guide des noms de lieux bretons. Un trésor à partager, un patrimoine à préserver".
Un abadenn kinniget gant Karolina.


Brezhoneg Plouvorn

Brezhoneg Plouvorn

13/04/2023

Kinniget e vez emvodoù diwar-benn brezhoneg Plouvorn gant Nadine Pellen ha Dominique Thepaut bep pemzektez. Troioù-lavar, istorigoù farsus hag ur fablenn 'zo da selaou en abadenn-mañ, enrollet e kafe "La troisième mi-temps" e Plouvorn !

Un abadenn kinniget gant Maëlys.


Amitiés Bam Bretagne & mont da neuial hañv-c'hoañv gant Jo an Duigou.

Amitiés Bam Bretagne & mont da neuial hañv-c'hoañv gant Jo an Duigou.

13/04/2023

Strollad "La Grande Carriole" a vo war leurenn ar Family evit skoazellañ "Amitiés Bam Bretagne". Gant tud ar gevredigezh eus Landerne e vez skoazellet tud kumun Kougoussi da gaout dour mat da evañ. Bec'h a zo er mare-mañ dre ma en emgav milieroù a repuidi er vro-se ha reuz 'zo ivez etre meuriadoù eus Burkina-Faso. Displegadennoù gant Herri Morvan, ezel eus "Amitiés Bam Bretagne"
Kustumet 'vez Jo an Duigou da vont da neuial da Vrignogan hañv-c'hoañv. Ar pezh a zegas nerzh, levenez hag awen dezhañ. Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard.
Un abadenn kinniget gant Karolina


Botoù-ruilh e Brest ha Plouziri

Botoù-ruilh e Brest ha Plouziri

13/04/2023

Un abadenn roller ha punk evit en em dommañ a-raok devezh kentañ kampionad Frañs roller derby a vo dalc'het d'ar 14 ha d'ar 15 a viz Genver e Brest ! Klevet e vo c'hoarierezed ha gourdoner kleub roller derby Brest. Ha war-lerc'h 'po tro da glevout ur reportaj diwar-benn un abadenn botoù-ruilh e brezhoneg a oa bet kinniget gant Ti ar vro Landerne-Daoulaz e Plouziri.


Un abadenn kinniget gant Maëlys


Poltred Claude Creac'h

Poltred Claude Creac'h

13/04/2023

Ur pennad-kaoz e Gwikourvest gant Claude Creac'h diwar-benn e levr eñvorennoù "Va buhez e bro Leon" ! Ul levr skrivet gantañ e galleg. Un digarez da deurel ur sell war ar c'hantved paseet ha war ar vuhez war ar maez d'ar mare-se.
Un abadenn enrollet gant Maëlys


Al Liamm 454

Al Liamm 454

13/04/2023

Al Liamm Gwengolo-Here 2022 , kinniget deomp gant Erwan Hupel


War hentoù taouarc'h Langazel

War hentoù taouarc'h Langazel

13/04/2023

"Ar re baour eo bag ar re binvidik. An douar zo heñvel : an douar paourañ eo bag an douar gwellañ ivez" hervez Yann an Hir a oa ezel eus ar gevredigezh "Langazel" a warez taouarc'h an Dre. Selaouit 'ta evit kompren peseurt pinvidigezh a c'hall degas un douar a seblant bezañ paour.
Klevet e vo dielloù enrollet gant Erwan Blanchard e 2007 e-barzh an abadenn-mañ a zo kinniget gant Maëlys.


Istor ar brezhoneg skrivet & pladenn nevez Klaris Lavanañ

Istor ar brezhoneg skrivet & pladenn nevez Klaris Lavanañ

13/04/2023

En abadenn 'vo lakaet ar gaoz war div oberenn embannet nevez zo :
Al levr war istor ar brezhoneg skrivet eus ar penn-kentañ betek an 18vet kantved. Klevet e vo Fransez Favereau ouzh mikro Reun Treger. Hag e eil lodenn an abadenn e vo klevet Klaris Lavanañ diwar-benn he fladenn sonerezh nevez "Ici".
Kinniget eo an abadenn gant Maëlys


Première Précédent Suivant Dernière