Trouz er gêr

Arvorig FM

Lien copié dans le presse papier.

Un eskemm gant liseidi Diwan ezel eus Youth for Climate Karaez hag Amnesty International

Un eskemm gant liseidi Diwan ezel eus Youth for Climate Karaez hag Amnesty International

13/04/2023

D'an 22 a viz Du zo bet aozet gant tud yaouank Youth For Climate Karaez ur harz-labour evit stourm a-enep Kib ar Bed er C'hatar, asambles gant Amnesty International. En abadenn e vo klevet Nina, Elena, Anna, Lan hag Anouck.


Tro-dro d'ar boued gant Andrew Lincoln evit ti-kêr Plougerne ha Jean-Yves Bodennec evit an AGDE

Tro-dro d'ar boued gant Andrew Lincoln evit ti-kêr Plougerne ha Jean-Yves Bodennec evit an AGDE

13/04/2023

Ar bloaz-mañ eo bet lañset gant kumun Plougerne un RBT : ur raktres boued an tiriad. Petra eo ? Ur raktres evit diorren ar boued padus war ar gumun, gant an holl : labourerien-douar, saverien loened, kenwerzherien, ingalerien, kevredigezhioù, annezidi, strollegezhioù... Andrew Lincoln, dilennet en ti-kêr, a roio deomp diplegadurioù.
Da-heul, e vo klevet Jean-Yves Bodennec, ezel deus ar gevredigezh AGDE e Plabennec. Ar gevredigezh sokial-mañ a sikour an dud dilabour aboe pell, da zistreiñ war-zu al labour.


Raktres "Territoire zéro jeune chômeur" e bro Landerne & atalieroù mirdi ar sivi e Plougastell

Raktres "Territoire zéro jeune chômeur" e bro Landerne & atalieroù mirdi ar sivi e Plougastell

13/04/2023

Jean-Bernard Floc'h, kuzulier e kêr Landerne, a ginnig deomp ar raktres "Territoire zéro jeune chômeur" e kumuniezh-kumunioù Landerne-Daoulaz.
E eil lodenn an abadenn ez imp da Blougastell e lec'h ez eus gweladennoù hag atalieroù diwar-benn an danvez d'ober dilhad. Kinniget int e-kerzh vakañsoù Nedeleg. Klevet e vo Anne-Marie Le Gall, den a-youl-vat e mirdi ar sivi, a zo arbennigourez war dilhad hengounel Plougastell.
Gant Maëlys Poublanc


C'hoari radio gant skolajidi Diwan Gwiseni

C'hoari radio gant skolajidi Diwan Gwiseni

13/04/2023

Ur c'hoari radio : kwizz, goulennoù a-bep seurt, muzik ha yezh : plijadur zo bet gant skolajidi Diwan Gwiseni !


Beilhadeg vras Plouzeniel

Beilhadeg vras Plouzeniel

13/04/2023

Un abadenn "Trouz er gêr" un tamm disheñvel da geñver gouelioù fin ar bloaz!
Istorioù farsus, kanaouennoù ha pezhioù -c'hoariva bet dibunet da geñver Beilhadeg Vras Plouzeniel, aozet gant "Plouzeniel Prest Bepred", "Ti ar Vro-Leon" ha "Dastum Bro-Leon"
En abadenn gentañ 'vo klevet:
-Adrien Gouez & Ifig Kalvez o kanañ
-Alfoñs Raguenes o kontañ istorioù hag o kanañ
-Marc Paugam o kontañ istorioù hag o kanañ
-Awen Plougoulm o kinnig ur gontadenn
Un abadenn kinniget gant Karolina.


Beilhadeg vras Plouzeniel 2

Beilhadeg vras Plouzeniel 2

13/04/2023

Ha setu an eil abadenn gant kanaouennoù, istorioù farsus ha pezhioù-c'hoariva bet klevet da geñver Beilhadeg Vras Plouzeniel.
Klevet 'vo
-Ur sketch, "Koll pouez expres" gant Yvonne ha Mikael Konk
-Istorioù farsus gant Jean-Louis Laot
-Célestine Abiven o kanañ
-Kanaouennoù c'hoazh gant François Caroff
-Ha c'hoariva da glozañ gant Goulc'han Kervella ha Maryvonne Berthou.
Un abadenn kinniget gant Karolina.


Ar Marc'h Dall ha marc'had Nedeleg

Ar Marc'h Dall ha marc'had Nedeleg

13/04/2023

Poent eo soñjal e profoù diwezhañ a-raok Nedeleg ! Ha perak pas profañ al levr-pladenn "Ar Marc'h Dall" ? Arnaud Elegoet embanner al levr nevez-mañ a oa ouzh mikro Reun Treger.
Hag evit bezañ awenet ez imp e eil lodenn an abadenn war marc'hadoù Nedeleg Brest ha Landerne gant Jonathan, Sterenn ha J-B.
Nedeleg laouen !
Un abadenn enrollet gant Maëlys.


Nedeleg laouen gant Katell Kloareg ha Jean Pouliquen

Nedeleg laouen gant Katell Kloareg ha Jean Pouliquen

13/04/2023

O paouez embann "Mikak la fille de l'océan" ul levr gant ur bladenn sonerezh emañ Katell Kloareg. Ar gontadenn-mañ a vo kinniget d'an 21 a viz Kerzu e Boneur. Ar pennad-kaoz-mañ a zo bet enrollet gant Pauline Daniel.
E eil lodenn an abadenn e vo graet tro iliz Lambaol-Gwimilio heñchet gant Jean Pouliquen. Abaoe 30 vloaz e sav Jean ur sapre kraou Nedeleg enni.
Kudennoù zo gant son an eil pennad-kaoz, digarezit ac'hanomp.

Gant Maëlys


Tekmao & Belioñs

Tekmao & Belioñs

13/04/2023

Gant paotred Tekmao e 'vo kinniget o fladennig nevez embannet "The drunken rebelioñs".
Cheñchamant stil avat! Awenet int bet an taol-mañ gant kanaouennoù a Vro-Iwerzhon ha pedet "Belioñs" da zont da ganañ ganto.
Malo Jentil, Gweltaz Foulon ha Malo Breton enrollet gant Karolina


Kanomp gant Awenn Plougoulm ha Jakez Ar Borgn a-raok Nedeleg

Kanomp gant Awenn Plougoulm ha Jakez Ar Borgn a-raok Nedeleg

13/04/2023

Degemer mat e ti Awenn Plougoulm e Kommanna. Ar gonterez a ginnigo hec'h abadenn "Nij" d'an 21 a viz Kerzu e Lesneven. Klevet e vo binviji enni hag en o zouez... ur vibrafon !

O paouez sevel videoioù evit "Kan ar bobl" emañ Jakez Ar Borgn e ti strollad ar vro Bagan. Klevet e vo Maryvonne Berthou hag Egareg Kervella o deus kemeret perzh er raktres-mañ.
Gant Maëlys


Première Précédent Suivant Dernière