Trouz er gêr

Arvorig FM

Lien copié dans le presse papier.

Fañch Peru

Fañch Peru

13/04/2023

Un abadenn da enoriñ Fañch Peru a zo aet da Anaon e miz Geñver 2023.
Klevet 'vo ur pennad-kaoz graet e Skol Diwan Montroulez e 2014 ma oa bet pedet Fañch da ober anaoudegezh gant ar skolidi.
Gant Karolina.


Poltred Tudi Kreker - Eil lodenn

Poltred Tudi Kreker - Eil lodenn

13/04/2023

Tudi Kreker zo ur c'hazetenner yaouank eus Landerne. Bet eo o chom e Bro-Iwerzhon e-pad daou vloaz. Kontañ a ra deomp ar pezh en deus bevet eno : labourat evel kazetenner dizalc'h, heñcher kazetennerien, beajiñ e Iwerzhon an hanter noz... Emañ gant Erwan Blanchard.
Un abadenn lusket gant Maëlys Poublanc.


Pladenn gentañ strollad Dérives

Pladenn gentañ strollad Dérives

13/04/2023

"La nuit ne viendra pas" eo anv pladenn gentañ strollad Dérives. Quentin ha Justine Morvan, Mael Guego ha Tangi An Dreo a oa e studio Arvorig FM evit seniñ tri zon en un doare akoustikel ha lakaat ar gaoz war o sonerezh.
Ouzh an teknik : Erwan Uguen
Mix ar c'hanaouennoù : Erwan Uguen
Un abadenn kinniget gant Maëlys.


Beilhadeg Vras Dastum Bro-Leon, eil lodenn.

Beilhadeg Vras Dastum Bro-Leon, eil lodenn.

13/04/2023

War ar roll an taol-mañ emañ:
Alfoñs Ragenes, Jacqueline Korneg & Gaelle Trebaol, Kristian Rivoalen, Jakez ar Borgn, Frañsoa Karoff, Mikeal Konk, Joelle Planchon, Loik Jestin ha Paol Salaün.
Un dibab a istorioù hag a ganaouennoù.
Un abadenn aozet gant DastumBro Leon ha Ti ar Vro Lesneven.
Kinniget gant Karolina


Poltred Tudi Kreker - Lodenn gentañ

Poltred Tudi Kreker - Lodenn gentañ

13/04/2023

Tudi Kreker zo ur c'hazetenner yaouank eus Landerne. Bet eo o chom e Bro-Iwerzhon e-pad daou vloaz. Kontañ a ra deomp ar pezh en deus bevet eno : deskiñ gouezeleg, labourat en un atant, seniñ en tavarnioù... Emañ gant Erwan Blanchard. Un abadenn lusket gant Maëlys Poublanc.


Gwendal Paoli & Tenzorioù dornskridoù ar familh Miorcec de Kedanet gant Ronan Kalvez

Gwendal Paoli & Tenzorioù dornskridoù ar familh Miorcec de Kedanet gant Ronan Kalvez

13/04/2023

Poltred Gwendal Paoli, labourer-douar yaouank staliet e Plouvorn. Tokoù-touseg shiitaké a vez gounezet gantañ. Ur pennad-kaoz gant Erwan.
"Tensorioù dornskridoù ar familh Miorcec de Kerdanet" 'oa tem abadenn "Kafe Brezhoneg"e miz Kerzu. Pedet 'oa bet Ronan Kalvez, kelenner e Skol-Veur Brest ha rener ar CRBC. Aozet gant tud Ti ar vro Lesneven.
Kinniget gant Karolina.


Beilhadeg vras Dastum Bro Leon.

Beilhadeg vras Dastum Bro Leon.

13/04/2023

E-kreiz miz Kerzu 'oa bet aozet ur veilhadeg vras e Lesneven evit lidañ 25 vet deiz-ha-bloaz "Dastum Bro-Leon"
Kanaouennoù 'vo, istorioù hag ivez testenioù tud diwar-benn bloavezhioù kentañ ar gevredigezh.
Klevet 'vo Kristof Nikolaz, Goulc'han Kervella, Yann-Ber Premel, Awen Plougoulm, Marc Paugam hag an triad Kalvez-Salaün-Le Goff.
Kinniget gant Karolina


Al levr "Linennoù buhez"

Al levr "Linennoù buhez"

13/04/2023

Al levr nevez skrivet gant Malo Bouëssel du Bourg ha Daniela Jordanova zo diwar-benn ar gwez. Ar skrivagner a oa ouzh mikro Maëlys Poublanc.
Linennoù Buhez, embannet gant Skol vreizh.


Breizhtival 2023

Breizhtival 2023

13/04/2023

Evit ar 16 vet gwech e vo eus ar Breizhtival e Landivizio. Abadennoù liesseurt 'vo da gaout kinniget deomp gant tud kevredigezh Strollad Bro Landi.
Abaoe ar penn-kentañ emañ ar c'hoariva e kalon ar festival.
Tri fezh-c'hoari farsus a vo displeget dirak an dud: "Ar goulenn dimeziñ" gant tud strollad Gwineventer, "Ar barner" gant Kañfarded Lanleya ha "Great eo va soñj "gant tud Strollad Bro Landi a vo roet deoc'h da glevet hiziv en abadenn!
Roger Picard, Lisette hag Ifig Jezekel ha Michel Prizer ouzh mikro Karolina



Teñzorioù Plourin

Teñzorioù Plourin

13/04/2023

Florence Valladeaud, pastezerez Flo'délices, Christophe ha Sarah Petit, poderien e Porzhpoder ha tud ar gevredigezh "Teñzorioù Ploerin" o deus krouet favennoù gwastilli ar rouaned liammet gant glad Plourin. Un digarez da lakaat ar gaoz ivez war oberennoù "Teñzorioù Ploerin" a laka war-wel istor ar gumun. Klevet e vo Marie-Thérèse Le Gall ezel eus ar gevredigezh.
E fin an abadenn e vo klevet un tañva eus ur pennad-kaoz a vo da selaou a-hed miz C'hwevrer e "Petra nevez er vro ?", abadenn nevez Arvorig FM. Fañch Bouget ezel eus ar gevredigezh "Au fil du Quéffleut" a oa ouzh mikro Pauline Daniel.
Un abadenn kinniget gant Maëlys Poublanc


Première Précédent Suivant Dernière