Avel em fenn

Radio Bro Gwened

Lien copié dans le presse papier.

Avel em fenn - Yaou 13 a viz Even

Avel em fenn - Yaou 13 a viz Even

13/06/2024

Aet eo Marsel Gwilhouz, kaner, konter ha peizant eus kreiz Breizh ! Marthe Vassallo zo e-mesk an dud niverus o deus bet desket traoù digant Marsel. Lârout a ra deomp dre bellgomz pegen sklintin e oa e skouarn kelenner.
Ur gronikenn savet gant liseidi Lise Diwan Karaez war an dresadennoù bev e brezhoneg.
Keleier ar vro hag ar bed kinniget gant Erwan Blanchard
Pevare lodenn Pennad-kaoz ar sizhun war 30 vloaz TES gant Gilles Siche, enseller e brezhoneg, o komz deus e liamm gant ensellerien yezhoù minorelaet all Bro C'hall ha Delphine Bras, renerez an embann e TES.


Avel em fenn - Merc'her 12 a viz Even

Avel em fenn - Merc'her 12 a viz Even

12/06/2024

E penn-komañs an abadenn e vez kinniget un enor da Varsel Gwilhouz, gant un tamm deus un atersadenn bet graet gantañ gant Tomaz Laken e 2022 lec'h ma gont deroù istor Radio Kreiz Breizh
Ar gronikenn gant liseidi Diwan Karaez, hiriv diwar-benn ar c'hrampouezh.
Keleier ar vro hag ar bed kinniget gant Anton Burel
Trede lodenn Pennad-Kaoz ar Sizhun diwar-benn 30 vloaz TES gant Fulup Jakez, deus Ofis Publik ar Brezhoneg o komz deus an doare da vrudañ pezh a vez embannet e brezhoneg ha Gilles Sich, enseller e Akademiezh Roazhon o tisplegañ e liamm gant ar skolaerien.ezed ha TES.


Avel em fenn - Meurzh 11 a viz Even

Avel em fenn - Meurzh 11 a viz Even

11/06/2024

Nag ur prantad politikel dañjerus a vevomp. Muioc'h àr ar pezh c'hoarvezet an deizioù paset e kompagnunezh ar c'hazetenner Riwan Marhic, a heul an darvoudoù politikel a-houde pellig e penn kommañs an abadenn-mañ.

30 vlez Ti Embann ar Skolioù oa lidet e Sant Brieg an deizioù paset! Muioc'h ar sizhun-mañ get Tomaz Laken (RKB) hiriv e vez klevet rener an OPAB Fulup Jakez.

Adkavit ivez Hop Hop Hop kronikenn Gwenole Ollivier (rener ar braserezh D'Istribilh) hag Ifig Kalvez (Arvorig FM) evit deskiñ alejiñ ur c'hoktail Sex on the beach.

Keleier ar vro get Yuna Cojean.


Avel em fenn - Lun 10 a viz Even

Avel em fenn - Lun 10 a viz Even

10/06/2024

Biskoazh kement-arall: erruet an tu dehoù pellañ en dilennadegoù european ar Sul mañ, ha divodet ar breujoù ar mem deiz get prezidan republik bro Frañs Emmanuel Macron. Doéré a zo tapet get sekretour meur ar strollad LIOT en asañble Gaël Simon e penn kommañs an abadenn mañ.

30 vloaz TES (Ti Embann ar Skolioù) veze lidet an deizioù mañ. Muioc'h a-hed ar sizhun mañ get Tomaz Laken (RKB), hiriv Anna-Vari Guilherm ha Jean Le Clerc de la Herverie, o kontiñ bleadoù ketañ TES.

Adkavit ivez Maël Gwenneg rener programmoù brezhoneg FR3 Breizh àr Bali Breizh e Krahon; Loeiz Belleg er rubrikenn war hentoù an Antroposenn.

Keleier ar vro get Yuna Cojean.


Avel em fenn - Gwener 7 a viz Even

Avel em fenn - Gwener 7 a viz Even

07/06/2024

Ar gronikenn Barzhaz war levr nevez Loeiza An duigou, Kali Torrdent, kinniget gant Magali Baron deus Kuzul ar Brezhoneg.
Pauline Daniel, deus Arvorig FM a gont deomp dre bellgomz war eeun ar flamenn Olimpek o tremen dre Vrest.
Keleier ar vro hag ar bed kinniget gant Erwan Blanchard.
Lodenn diwezhañ Pennad-kaoz ar sizhun diwar-benn ar faskouriezh e Breizh gant Anne Koadig hag un den ezel deus Gwened Antifa Crew
Ur gronikenn deus liseidi Diwan Karaez o komz deus al liamm etre danserien ha kanerien gant Anne Auffret.


Avel em fenn - Yaou 6 a viz Even

Avel em fenn - Yaou 6 a viz Even

06/06/2024

Bec'h a zo war an anvioù-lec'hioù brezhonek, dreist-holl gant al lezenn 3DS bet votet e 2022. Herve Gwegen deus Ofis ar Brezhoneg a zo deus mikro Tomaz Laken.
Ar gronikenn savet gant liseidi Diwan : Alan ha Dimitri a gont istor Lise Diwan Karaez
Ar gronikenn 'Zhpenn ar Vretoned 'zo war ar rongorongo.
Keleier ar vro hag ar bed kinniget deoc'h gant Metig Jakez-Vargas.
Pevare lodenn Pennad-kaoz ar sizhun war ar faskouriezh e Breizh gant Erwan Chartier hag Anne Koadig.


Avel em fenn - Merc'her 5 a viz Even

Avel em fenn - Merc'her 5 a viz Even

05/06/2024

Fiore Longo àr he levr Didrevadenniñ gwarez an natur. Renez Survival International Frañs & Spagn a lâr hirroc'h a-ziàr gwask bras lakaet àr pobloù Baka pe Maasai get ONGoù èl WWF e Kongo pe Tanzani, en arbenn da gwareziñ an natur (ha skarzhiñ ar pobloù a vev enno a-houde kantvedoù).

N'eo ket niverus strolladigoù liammet get ar bed faskour e Breizh. En desped d'ar fed e vez cheñchet an anvioù alies, ar soñjoù tu dehoù-pellañ strizh ne cheñch ket kement-se. Muioc'h àr strollad an Tour Tan staliet e Gwened a-houde fin 2022 get un den ag ar strollad Gwened Antifa Crew. Ha ma faot deoc'h gwelout hirroc'h àr liammoù ar strolladoù tu dehoù-pellañ e departamant ar Mor Bihan eh eus ur gartenn [AZE] (https://lahorde.info/Schema-de-l-extreme-droite-dans-le-56) embannet get La Horde (embannet e 2023). Muioc'h ivez get Erwan Chartier penn kazetenner ar Poher.

Da glevout en abadenn-mañ ivez: liseidi Diwan àr ar sinema e brezhoneg, ar rubrikenn Chutuged!


Avel em fenn - Meurzh 4 a viz Even

Avel em fenn - Meurzh 4 a viz Even

05/06/2024

Distro àr festival Artrock Sant Brieg get Morgane Cotten (Radio Kerne), er reportaj e kavehet Titouan & Yuna a volonte-vat, hag ar festivalerez Isabelle!

Adkavit ivez Anne Koadig, ag ar sindikad Solidaires a gont deomp penaos predegennoù an tu-dehoù pellañ a c'hell magiñ ivez strolladigoù faskour a vez o klask gounid o flas er vro er mare-mañ. Erwan Chartier penn redaktour ar gazetenn Poher a gont hirroc'h ivez àr ar pezh oa bet ar bleadoù paset evit e gazetenn, hag a-ziàr ar retorik implijet get an tu dehoù-pellañ. Atersadennoù kaset get Yuna Cojean.

Petra nevez e Brezhoweb? Ur rubrikenn get an den karget ag ar produiñ Florent Grouin, àr rann zewezhañ Made e Breizh.


Avel em fenn - Lun 3 a viz Even

Avel em fenn - Lun 3 a viz Even

05/06/2024

Setu kroget miziad ar loc'hoù! Neoazh emañ feuz c'hoazh an traoù evit tud ar bed LGTDE+ (LGBTQ+). A benn ur miz e vo aozet ar Queer Amann evit an 3vet gwezh. Anna-Vari Chapalain ag ar gevredigezh Phénix doc'h mikro Marianne Vaedi (Radio Kerne).

Ur salud nazi oa bet graet get un den anaveet ha kondaonet meur a wezh evit e gomzoù feulz Digwener paset e Rosporden. E-kerz ar bleadoù paset e kred tud 'zo get soñjoù faskour diskouez o zu, marse maget get predegennoù gouennelour ha kilstourmer a zo deuet de vout muioc'h mui ezteuret er vuhez foran. Muioc'h àr an afer get penn redaktour ar gazetenn Poher Erwan Chartier, ha Brendan (cheñchet e anv) en doa labouret ur bochad da evezhiiñ strolladoù ar bed faskour. Atersadennoù kaset get Enora Molac.

Adkavit ivez Mael Gwenneg, karget ag ar programmoù e brezhoneg evit FR3 Breizh àr ar Celtic Media Festival (e Kerdidd e bro Gembre ar blez-mañ).
Alan Goulwen evit lodenn zewezhañ ar gronikenn àr istoér ar vaksinerezh.


Avel em fenn - Gwener 31 a viz Mae

Avel em fenn - Gwener 31 a viz Mae

31/05/2024

Maïwenn Prigent, renerez Kreizenn Dudi Gwengamp a zo war-eeun evit komz deus ur c'hamp aozet gant Ti ar Vro Gwengamp e Kreizenn Dour ha Stêrioù Breizh etre ar 7 ha 13 a viz Gouere.
Lodenn diwezhañ Pennad-kaoz ar sizhun gant Jerom Olivry o komz deus ul levr a vo embannet 'benn nebeut : Atlas ar bedoù faltaziet.
Keleier ar Vro hag ar bed kinniget gant Anton Burel
Div gronikenn Ur sizhun, ur c'hoari gant Jilao ha war ar c'hoari Jumanji


Première Précédent Suivant Dernière