An divskouarn o nijal

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Louarnig

Louarnig

12/04/2023

Camille Argouarc'h, kenurzhierez ha maketennourez Louarnig, a ginnigo deomp ar gelaouenn dediet d'ar vugale etre 7 ha 13 vloaz. Penaos e vez savet ar gelaouenn, deus pelec'h 'teu ar menozioù a zeu da vezañ pennadoù, piv a sav ar bandennoù treset, hag all.


Nevez Amzer ar C'hastell Nevez

Nevez Amzer ar C'hastell Nevez

12/04/2023

Bep bloaz da Sul Vask e vez aozet gouel an Nevez Amzer e Kastell Nevez ar Faou, e penn ar bed, unan deus brasañ fest-deiz/fest-noz ar vro. An Divskouarn O Nijal a ginnig deoc'h ur sell war programm hag istor ar gouel (37vet hini er bloaz-mañ!), gant ar c'haner ha dastumer Jean-Claude Talec, deus Sant-Hern.


KAZUT DE TYR

KAZUT DE TYR

12/04/2023

Deuet eo maez kentañ pladenn ar strollad Kazut de Tyr, un digarez da vont da welet Gaby Kerconduff, kaner ha paotr an trompuilh ar strollad ba Tredraezh-Lokemo, Bro-Dreger...


La Vie En Reuz

La Vie En Reuz

12/04/2023

Ur sell war programm ar festival La VIE EN REUZ aozet evit an eil bloavezh e Douarnenez.


Kreizenn Ar Son Kawan

Kreizenn Ar Son Kawan

12/04/2023

Un droiad e Kreizenn Ar Son Kawan gant Sebastian Toinen, animatour natur eno.


A-enep kreizenn gaz Landivizio - lodenn gentañ

A-enep kreizenn gaz Landivizio - lodenn gentañ

12/04/2023

Gant Philippe Plouzane, ezel eus ar strollad GASPARE e vo kinniget pal ar strollad, stourm a-enep ar greizenn gaz raktreset bezañ savet e Landivizio, met ivez heuliadoù ar greizenn ha diskoulmoù all evit produiñ tredan. http://www.nonalacentrale.fr/


A-enep kreizenn gaz Landivizio - eil lodenn

A-enep kreizenn gaz Landivizio - eil lodenn

12/04/2023

Gant Philippe Plouzane, ezel eus ar strollad GASPARE e vo kinniget pal ar strollad, stourm a-enep ar greizenn gaz raktreset bezañ savet e Landivizio, met ivez heuliadoù ar greizenn ha diskoulmoù all evit produiñ tredan. http://www.nonalacentrale.fr/


Beajit betek bro Turki gant kelc'h keltiek Danserien Kemper

Beajit betek bro Turki gant kelc'h keltiek Danserien Kemper

12/04/2023

Bugale kelc'h keltiek Danserien Kemper a zo bet pedet e Gouel ar Vugale gant bro Turki. Kinniget 'vo o beaj gant Mylène Tydou ha Lanig Donnars, izili eus ar c'helc'h a zo aet eno ganto. Evit dizoloiñ ar c'helc'h http://danserien.kemper.free.fr/


Niverenn ziwezhañ ArMen gouestlet da vro Sina

Niverenn ziwezhañ ArMen gouestlet da vro Sina

12/04/2023

Niverenn miz Mae ha miz Mezheven ArMen a zo kinniget deomp gant Tudi Kernalegenn, kazetenner ha kenurzhier ar gelaouen. Liammoù etre Breizh ha Bro Sina, pobl ar Vosoed (ur bobl mammveliel), Victor Segalen e Bro Sina, met ivez beaj an eog hag ar festival Etonnants voyageurs e touez traoù all a vo kavet en niverenn-mañ. Dizoloit ArMen amañ http://www.armen.net/


Sorabed er vro...

Sorabed er vro...

12/04/2023

Abaoe muioc'h evit ugent vloaz zo 'vez beajoù hag eskemmoù sevenadurel ha politik etre ar skolajoù Diwan hag ar skolioù sorab. Ar sorabed zo o chom e Reter Alamagn, hag o yezh o deus da zifenn int ivez... En abadenn-mañ e klevoc'h hiroc'h war an eskemm diwezhañ bet e miz Ebrel e Kemper, ha war ar Sorabed.


Première Précédent Suivant Dernière