An divskouarn o nijal

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Georges Thao

Georges Thao

12/04/2023

Georges Thao a zo ganeomp evit kontañ kaoz war e vugaleaj, e vicher pesketaer, ha Bagad ar Re Gozh.

Angèle Jacq he mil micher

Angèle Jacq he mil micher

12/04/2023

Mil micher he deus graet Angèle, hag en o zouez skrivagnerez. Ha stourmerez ivez, da gentañ evit hor yezh. P'eo bet krouet Radio Kerne he deus fardet kronikoù, e-giz kazetennerez. An holl draoù-se he deus kontet deomp d'an deiz ma oa kaset ur devezh-gouel en hor studioioù e miz Meurzh 2013.

Sikour ar vugale lakaet diaes er skol gant T'es Cap

Sikour ar vugale lakaet diaes er skol gant T'es Cap

12/04/2023

Kinniget 'vo T'es Cap gant Soizig Cossec, ezel eus ar gevredigezh. Sikour a ra T'es Cap ar vugale lakaet dies er skol dre reiñ kentelioù digoust hag aozañ stajoù. Muioc'h a ditouroù war http://www.tescap.net/

Ambroise Menou, Fañch Spineg, kamaladed vor

Ambroise Menou, Fañch Spineg, kamaladed vor

12/04/2023

Ambroise Menou, ganet war Enez Sun, zo aet war an douar bras da gas e studioù... hag er fin tout eo bet martolod, souezhusaat tra! Ur wezh war e leve en deus faotet dezhañ deskiñ lenn ha skrivañ yezh e dud. E-kerz e stajoù en deus bet digarez da enrollañ mignoned dezhañ, martoloded ivez, tud eus Enez Sun, e-giz Fañch Spineg.

Kanomp bepred, dizoloiñ kanaouennoù Breizh - trede lodenn

Kanomp bepred, dizoloiñ kanaouennoù Breizh - trede lodenn

12/04/2023

Asambles gant Aurélie Le Deroff, karget eus ar sevenadur e Maner Kernault (Mellac) e vo gweladennet an diskouezadeg staliet er Maner, Kanomp bepred hag a ginnig hengoun kan Breizh. Un diskouezadeg da welet. Titouroù war http://www.cheminsdupatrimoineenfinistere.com/kernault-lesactualitesexpositionchantonstoujourskanompbepred.html

Ur pennad kaoz gant Gwenael Kerleo hag Yves Jardin

Ur pennad kaoz gant Gwenael Kerleo hag Yves Jardin

12/04/2023

Div lodenn a zo b'an abadenn-mañ. Kinniget 'vo raktres nevez Gwenael Kerleo, Arneo. Treiñ a ra ar sonerez etrezek ar sonerezh elektro. War lerc'h e vo komzet diwar-benn stadt spontus prizonidi palestinian gant Yves Jardin, ezel eus ar gevredigezh AFPS, Association France Palestine Solidarité.

Kernitron al Lann, ar gabanenn war an dour

Kernitron al Lann, ar gabanenn war an dour

12/04/2023

Kernitron-al-Lann a zo ur gumun eus Liger-Atlantel, e gevred Breizh. Ur raktres aerborzh etrebroadel a zo war dachenn ar barrez abaoe dekvloazhioù hag a zegas enebiezh. d'ar 16 a viz here 2012 oa bet lanset skarzhadeg an dud o chom en dachenn evit impich al labourioù da gomañs gant gouarnamant Ayrault. cheu bras zo bet e pad mizvezhioù etre nerzhioù ar polis hag ar stourmerien. Kinnig a reomp deoc'h en abadenn-mañ un tamm tro e Kernitron al Lann ur miz goude penn kentañ ar jeu gant ar polis. Ur valeadenn er ZAD. (tachenn an aerborzh, Zone à amenagement Différé, deuet da vezañ ar Zone à Défendre evit an stourmerien) Deomp da welet ar gabanenn war an dour, unan eus ar c'habanennoù savet eno.

Casting The Runway, un abardevezh e studio eilmouezhiañ DIZALE

Casting The Runway, un abardevezh e studio eilmouezhiañ DIZALE

12/04/2023

Laors Skavenneg, Jean-Mai Ollivier, Taran Karluer, Samuel Julien hag Arno Vannier evit komz diwar benn ar film the Runway eilmouezhiet e bzg gt Dizale. Diazezet war un istor gwir, e konto ar film-mañ istor Ernesto, bleiner ur c'harr-nij a vro gKolombi, rediet da lakaat e garr-nij da bradañ e-kichen ur barrez vihan a vro-Iwerzhon. Dre ma ne gomz ket Ernesto saozneg e skoulmo hemañ darempredoù a vignoniezh gant Pablo, ur paotrig nav bloaz kozh hag an den nemetañ gouest da gomz spagnoleg. Tennañ a raio Pablo gounid deus istor kevrinus Ernesto evit sevel mojennoù diwar e benn hag, en ur ober e mod-se, e kendrec'ho tud ar gêriadenn da reiñ o sikour dezho. Erru a raio un enklasker a vro-gKolombi avat, prest da ziskuliañ sekredoù diwar-benn ar bleiner. Piv krediñ ? Un abardevezh e studioioù eilmouezhiañ Dizale evit ar c'hasting da dibaab mouezhioù bzk tudennoù ar film. http://www.letelegramme.com/local/finistere-sud/ouest-cornouaille/douarnenez/doublage-taran-voix-de-paco-18-01-2013-1976246.php?xtmc=t%C3%A9b%C3%A9o&xtcr=15 ur film da adkavout war breizh VOD http://www.breizhvod.com/video/product/The_RunWay.html

KANOMP BEPRED, DIZOLOIÑ KANAOUENNOÙ BREIZH - eil LODENN

KANOMP BEPRED, DIZOLOIÑ KANAOUENNOÙ BREIZH - eil LODENN

12/04/2023

Asambles gant Aurélie Le Deroff, karget eus ar sevenadur e Maner Kernault (Mellac) e vo gweladennet an diskouezadeg staliet er Maner, Kanomp bepred hag a ginnig hengoun kan Breizh. Un diskouezadeg da welet. Titouroù war http://www.cheminsdupatrimoineenfinistere.com/kernault-lesactualitesexpositionchantonstoujourskanompbepred.html

Kanomp bepred, dizoloiñ kanaouennoù Breizh - lodenn gentañ

Première Précédent Suivant Dernière