An divskouarn o nijal

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Deus Veroneze betek Kazanova

Deus Veroneze betek Kazanova

12/04/2023

Dizoloomp asambles arz Bro Italia gant diskouezadeg nevez staliet e Mirdi Arzoù Kaer Kemper titlet Deus Veroneze betek Kazanova. Kinnig a ra taolennoù italian deus ar pemzekvet betek an triwec'hvet kantvet hag a-drugarez da zisplegadennoù Annaïg Loizel, heñchourez, e vo komzet diwar-benn arz evel-just met ivez diwar-benn istor, relijion, doareoù da sevel taolennoù ha penaos kompren anezho.


Dizoloit al liorzherezh gant Horti Kemper

Dizoloit al liorzherezh gant Horti Kemper

12/04/2023

Asambles gant François Fagot e vimp o komz diwar-benn kevredigezh liorzherezh Kemper. Petra 'vez graet gant ar gevredigezh ? Petra eo al liorzherezh ? Peseurt plas 'neus ar bleunioù, al legumaj hag ar gwez e buhez an dud sot gant al liorzherezh ? Un abadenn natur, un abadenn leun a frouezh hag a legumaj, un abadenn a ya mat gant an hañv.


Douar-Neizh Terre, ce nid

Douar-Neizh Terre, ce nid

12/04/2023

Da lenn e varzhonegoù divyezhek ha da glinkañ anezhe gant sonerezh o deus n'om vodet muioc'h evit ugent lenner ha soner tro dro da Vatyas le Brun: disoc'h o c'henlabour a gavit el levr-pladenn 'Douar-Neiz/Terre, ce nid/Land as my nest'


Marsel Kerloc'h

Marsel Kerloc'h

12/04/2023

Poltred Marsel Kerloc'h, deus an Eskivien.


Trec'h ar garantez + distro stern-aoter Kerziot er Chapel

Trec'h ar garantez + distro stern-aoter Kerziot er Chapel

12/04/2023

Brezhonegerien Leston o deus troet e galleg 'Trec'h ar garantez' ur romant bet skrivet e brezhoneg gant ar person Jean-Louis Rozec e 1935. Ennañ e kavoc'h aergelc'h ar bloavezhioù 1930: ar skolioù prevez hag ar skolioù lik oc'h ober brezel an eil re d'ar re all, an aon dirak ar re ruz... Embannet ha skignet ar romant divyezhek-se gant ar gevredigezh Arkae. E eil lodenn an abadenn e vimp c'hoazh en Erge-Vras gant ar fabrikour Marsel Barre da gontañ kaoz diwar-benn distro stern-aoter Kerdevot en e chapel.


Aleksi 'Kertilez'

Aleksi 'Kertilez'

12/04/2023

Poltred Alexis Ollivier, a vez graet 'Aleksi Kertilez' anezhañ gant e vignoned.


Gwennili a lak ar re yaouank da veajiñ

Gwennili a lak ar re yaouank da veajiñ

12/04/2023

A-hed an abadenn e vo lakaet ar gaoz war ar re yaouank, ar beajoù hag an Europa. E Kemper ez eus ur gevredigezh hag a vesk an tri zra-mañ ha muioc'h c'hoazh, anvet eo Gwennili ha kontet e vo muioc'h deoc'h gant Denise Jardin, ezel abaoe 15 vloaz. Titouroù war http://www.gwennili.net/


Tourioù-tan Penmarc'h

Tourioù-tan Penmarc'h

12/04/2023

Corentin Peoc'h a ginnigo deomp tourioù-tan Penmarc'h hag an diskouezadegoù kinniget en tour-tan kozh anvet ivez kreizenn dizoloiñ ar mor.


C'hoari!

C'hoari!

12/04/2023

Na brav, na plijus, na feuls eo c'hoari! An teatr a gav e blas e buhez an dud... Alies o deus bet un tañva er skol, ha diwezhatoc'h emaint en o jeu en ur gompagnunezh, en em gavet maz' int enni a-wezhoù dre zegouezh!


Alies e fiñv ar gwez

Alies e fiñv ar gwez

12/04/2023

E Maner Kernault, e Mellag, eo bet staliet oberennoù arz a-vremañ Roland Cognet. Awenet eo an arzhour gant ar gwez ha kinniget 'vo e oberenn gant Aurélie Le Deroff e karg eus ar sevenadur e Kernault. Titouroù war http://www.cdp29.fr/fr/presentation-kernault


Première Précédent Suivant Dernière