An divskouarn o nijal

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Niverenn ziwezhañ ArMen

Niverenn ziwezhañ ArMen

12/04/2023

Niverenn ziwezhañ ArMen gouestlet d'an hañv.


"Lokorn,an Droveni hag al livourien"

"Lokorn,an Droveni hag al livourien"

12/04/2023

Bep c'hwec'h vloaz e tibun e Lokorn pirc'hirined an Dromeni vras, e-giz er miz-mañ. Abaoe muioc'h evit 2 000 vloaz 'vez kaset en dro al lid hir-mañ, a-hed daouzek kilometr. Da heul ar valeerien ez eus deuet arzourien er vro, ha taolennet eo bet gante Lokorn, he zud, he menez hag he zro-war-droioù, ouzhpenn da lid an Droveni vras. Un dibab deus o oberennoù zo bet bodet el levr kaer "Lokorn,an Droveni hag al livourien" bet embannet gant Locus Solus. Kenfardet eo bet gant Donatien Laurent, etnologour hag arbennig war glad kanet ha kontet Breizh, Armel Morgant, kazetenner ha Fañch an Henaff, grafour.


Troveni vras Lokorn

Troveni vras Lokorn

12/04/2023

Arabat c'hwitañ Troveni Vras Lokorn. C'hoarvezout a ra bep c'hwec'h vloaz nemetken. Gant Marie-Jo Louboutin ha Maëlle deus ofis an douristelezh e Lokorn e vo kinniget Troveni Vras ar bloaz-mañ, buhez Sant Ronan hag ur brosesion kuzh...


Ekonomiezh sokial ha kengred gant Yannig Robin

Ekonomiezh sokial ha kengred gant Yannig Robin

12/04/2023

En abadenn e vo komzet diwar-benn an ESK, ekonomiezh sokial ha kengred, da lavaret eo un ekonomiezh savet gant hag evit an den. Gant Yannig Robin, karget a gefridi evit kambr rannvroel an ekonomiezh sokial.


Pladenn FEST ROCK

Pladenn FEST ROCK

12/04/2023

Deuet eo er maez ar bladenn FEST ROCK, ur sonadeg "live" gant Bagad Kemper hag ar strollad rock Red Cardell. Displegadennoù gant daou soner yaouank deus ar bagad: Erwan Ar Gars (taboulinoù) ha Thelo Mell (binioù bras).


Dizoloit Chapel Kerineg

Dizoloit Chapel Kerineg

12/04/2023

Emaoc'h o vont da zizoloiñ chapel Kerineg, ur chapel koant-tre kuzhet war ar maez e Poulan. Gant Jean Bihan ha Jean-Claude Kerivel.


Ti ma Bro a zegemer tud tapet gant Alzheimer

Ti ma Bro a zegemer tud tapet gant Alzheimer

12/04/2023

Emaomp e Ti ma Bro e Kerien e lec'h 'vez degemeret tud tapet gant kleñved Alzheimer. Penaos 'vez degemeret anezho ? Petra eo an Alzheimer ? Penaos gwellaat an traoù evit an dud tapet ? Respontet 'vo gant Marsel Moysan, maer Kerien, ha Iona Gauchet, bredloc'hadourez en ti.


Pardon St Tos, Gael Gourmelen, Bertrand Gloagen

Pardon St Tos, Gael Gourmelen, Bertrand Gloagen

12/04/2023

Ur strolladig tud zo en em bodet evit adlansañ an obererezhioù e brezhoneg e Bro St Tos e Penn ar Bed. (lec'h zo ur mank sklaer: na skol na panelloù, na kentelioù noz....) Kentañ tra aozet d'ober kement all: ur pardon, d'ar sul 14 a viz gouere. Lou 'neus digemeret Gael Gourmelen ha Bertrand Gloagen evit kaout resisadurioù.


Kentelioù an Noz, deskiñ brezhoneg e Bro Naoned

Kentelioù an Noz, deskiñ brezhoneg e Bro Naoned

12/04/2023

Penaos deskiñ brezhoneg e Naoned ? Hag ez eus diferañsoù etre deskadurezh ar yezh e Bro Gerne hag e Bro Naoned ? Petra eo stadt ar brezhoned ha sevenadur Breizh ahont ? Gant Julia, kenurzhierez ar gevredigezh Kentelioù an Noz, ha Melen, kelenner, e vo respontet d'ar goulennoù-mañ.


44=BZH o stourm evit an adunanidigezh

44=BZH o stourm evit an adunanidigezh

12/04/2023

Gant Brendan Guillouzic-Gouret, unan eus krouerien ar strollad 44=BZH, e vo kinniget obererezhioù ar vodad, politikerezh Broioù al Liger ha stadt ar stourm evit an adunanidigezh.


Première Précédent Suivant Dernière