An divskouarn o nijal

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Mirdi Pont-Aven

Mirdi Pont-Aven

12/04/2023

Respontet en deus Lena Boisard, plac'h studierezh e skol veur an Oriant, da goulennoù Glenn en doa diwar benn, Pont Aven hag e istor ha dreist holl diwar benn mirdi Pont-Aven hag eus ar raktresoù evit an dazont.


20 bloaz al lise Diwan

20 bloaz al lise Diwan

12/04/2023

Setu arruet 20 bloaz lise diwan Karaez, un arouez evit ar brezhoneg. Lidet e vo ar gouel er sal Glenmor 'ba Karaez ha gortozet e vez an holl liseidi kozh hag ho familhoù. Atersadenn gant Fulup Kere ha liseidi Termen L 2014


Diskouezadeg Jean Dubuffet

Diskouezadeg Jean Dubuffet

12/04/2023

Aet eo Glenn da atersiñ Anais Skornet, plac'h mirourez mirdi Landerne war an diskouezadeg a zo ennañ anvet Jean Dubuffet an disuj. Dizoloomp asambles piv oa Jean Dubuffet ha petra en deus krouet


An E-sport

An E-sport

12/04/2023

Scott Piriou ouzh ar mikro, paotr yaouank eus Konk Kerne o tisplegañ deomp petra eo ar sportoù elektronek (E-sport) da laret eo ar c'hoarioù video a live micherel.


Paotr-Louarn

Paotr-Louarn

12/04/2023

Paotr-Louarn, bandenn treset doare "komiks" kentañ Breizhad ! Istor ur paotr yaouank eus Roazhon gant galloudoù louarn dezhañ, gant Camille an Argouac'h aterset, ezel eus ti embann Keit vimp bev


Kenweturiñ

Kenweturiñ

12/04/2023

Un abadenn gouestlet d'ar genweturiñ, un doare treuzkas brudetoc'h brudetañ er bed a vremañ. Atersadenn gant Mikel ar C'hraz, ur foeter bro kendrec'het gant ar genweturiñ.


CAREPA Kemper

CAREPA Kemper

12/04/2023

Krouet eo bet ar gevredigezh CAREPA e 2010. Enni e kaver sitoaianed o stourm evit adc'hounit dourioù sklaer ha terkañ poellekoc'h foenijiri ar C'hinkiz, e Kemper.


Diwan Bro ar C'hap

Diwan Bro ar C'hap

12/04/2023

35 skol, 6 skolaj hag ul lise, sed aze ar rouedad Diwan e Breizh hag e Pariz. Berzh a ra an hentad-mañ ha koulskoude e chom broioù dilezet e lec'h n'ez eus ket tu d'ar vugale deskiñ brezhoneg er skol. E Bro ar C'hap da skouer e Penn ar Bed n'ez eus netra kinniget d'ar gerent a fell dezho lakaat o bugale da zeskiñ yezh ar vro. Ret eo mont betek Douarnenez, ar vro vigouden pe c'hoazh Kemper. Met a-raok pell e vo tu d'ar bugaligoù splujañ e bed ar brezhoneg a-drugarez d'un toullad tud menet. En o zouez, Loeiz Guillou, paotr ar Pont, a zo sekretour kuzul skoazell Diwan Bro ar C'hap. Gantañ hag un nebeut reoù all e vo digoret ur skol vamm Diwan e Ponte Kroaz e miz Gwengolo 2015. Evel just n'eo ket graet c'hoazh, ret eo d'ar gerent rakenskrivañ o babigoù met war an hent mat emañ ar raktres. Deus pelec'h eo deuet ar mennozh ? Petra eo bet ret dezho ober ha petra a chom c'hoazh d'ober evit digeriñ ar skol mañ ? Petra eo stad ar brezhoneg e Bro ar C'hap hag emdroadur ar yezh ? Sed aze tem an abadenn-mañ.


Poltred ur vrezhonegerez klaskerez, komedianez, leurennourez... Mélanie Jouitteau

Poltred ur vrezhonegerez klaskerez, komedianez, leurennourez... Mélanie Jouitteau

12/04/2023

Ar brezhoneg eo he yezh war meur a dachenn...


Nicole & Félix

Nicole & Félix

12/04/2023

Philippe Guilloux a faote dezhañ kontañ ar c'houplad le Garrec en ur film, abalamour m' int bet abaoe pell, e-giz luc'hskeudenner pe realizatourez teulfilmoù, testoù hag aktourien eus an holl stourmoù sokial bet kaset e Breizh abaoe muioc'h evit 40 vloaz. 'Nicole & Félix' 'vez skignet e sinemaoù ar vro abaoe un nebeut sizhunioù hag ouzh ho skrammoù-tele 'vo a-benn an 13 a viz du, gras d'ar chadennoù lec'hel...


Première Précédent Suivant Dernière