An divskouarn o nijal

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Al labourerien douar endleet

Al labourerien douar endleet

12/04/2023

35 kevredigezh war 58 departamant hag ouzhpenn 1000 den a-youl-vat, sed aze rouedad Solidarité Paysans. Ur gevredigezh a sikour al labourerien douar lakaet diaes. Ha pa vez gouezet e soñj da 38% a beizanted eo fall stad o zierezh e verzhomp pegen talvoudus e c'hell bezañ seurt kevredigezh. En abadenn e vimp gant Alexandre Bourhis, bet prezidant Solidarité Paysans e Penn ar Bed ha c'hoazh den a-youl-vat hiziv an deiz. Gantañ e lakimp ar gaoz war stad ekonomikel al labourerien douar, penaos e teuont da vezañ endleet, penaos e c'hellont bezañ sikouret. Un digarez e vo ivez evit ar re e-maez deus ar vicher-mañ dizoloiñ ar vuhez-se, ur geitad a 55 eurvezh a labour dre sizhun, muioc'h a dud c'hloazet o labourat eget e micherioù all hag un dregantad a emlazh uheloc'h ivez. Koulskoude ha zoken ma z'int lakaet diaes o deus c'hoant ar beizanted chom peizant ha tost ouzh an douar.


Talvoudegezh Nedeleg

Talvoudegezh Nedeleg

12/04/2023

Arruet Nedeleg, poent eo fardañ boued prenañ profoù ha gervel ar familh ! Ur pezh mel gouel e vo graet gant darn vrasañ ac'hanomp met daous hag ez eo an dra nemetañ a zo da Nedeleg ? Sañset eo ur gouel relijiel ivez, lidet aboae kantvedoù hag er bed a bezh. Perak e vez lidet Nedeleg ? Peseurt talvoud a zo d'ar gouel ? Piv a lid Nedeleg ? Ar goulennoù se a vo respontet, e touez reoù all gant Tad Kaou Sanson, beleg e barez Kemper. Un atersadenn kaset da benn gant Glenn Piriou


Levr nevez Mikael Bodlore Penlaez: "La France charcutée"

Levr nevez Mikael Bodlore Penlaez: "La France charcutée"

12/04/2023

Mikael Bodlore Penlaez a zo ur skrivagner, kartenner ha stourmer evit ar sevenadur hag identelzeh Breizhad. E-penn an astenn internet nevez .bzh ez eo hag o paouez embannañ ul levr war ar refeurmiñ tiriadel. Embannet gant Coop Breizh evit 12 euros e c'haller kaout ur soñj war ar refeurmiñ-se hag an doare ez eo bet graet. Kaset deomp gant preder ha fent gant Mikael ez eo aet Glenn da atersiñ anehzañ war ar sujed.


Yaouank 2014

Yaouank 2014

12/04/2023

D'ar sadorn 22 a viz Du e voe kavet ba Roazhon fest noz brasan ar vro : Yaouank. Evit 16vet arvest ar gouel e voe kavet strolladoù e leiz evel Krismenn hag Alem, Les Ramoneurs de Menhirs, ha kalz reoù all. En abadenn e gaver sonerien, aozerien, tud a youll vad met ivez "riboulerien" holl bodet evit lidañ ur gouel arouezius eus ar sonerezh hengounel a vremañ


Diskouezadeg "Eus Gainsborough da Turner"

Diskouezadeg "Eus Gainsborough da Turner"

12/04/2023

Un diskouezadeg a gaver 'ba mirdi arzoù Kemper er mare-mañ. Anvet eo "Eus Gainsborough da Turner" ha lakaet e vez ar gaoz war arz Bro Saoz an 18vet ha 19vet kantved. Kavout a reer e-barzh tost da 60 daolenn, gant poltridi tudennoù, familhoù pe memes darvoudoù istorel. Diskouezet e vint betek ar 26 a viz Genver. Anais Skornet, gweladennerez ar mirdi a gomzo deoc'h ouzh mikro Glenn Piriou.


Identelezh Breizh

Identelezh Breizh

12/04/2023

Identelezh Breizh, sed aze ur sujed ledan, zoken evit stadoù anavezet. Soñj ho peus sur a-walc'h deus an "débat sur l'identité nationale" a zo bet e Bro C'hall e 2009, un tabut deus ar re vilañ gant komzoù gouenneler e-leizh. N'eo ket ur sujed aes an identelezh, evit lod eo un doare da zispellaat ul lodenn deus ar boblañs, o lavarout n'omp ket heñvel, n'hon eus ket ar memes identelezh. Abalamour d'an dud-se e tisonjomp eo an identelezh un doare da vodañ ivez. Ar pezh 'vez gwelet gant enklask Brezhonegerien Leston. Gant ar gevredigezh eo bet savet ur goulennaoueg evit goulenn gant an dud petra eo pouezus evito e identelezh Breizh, petra a vo anezho dindan anv Breizh. Ha n'eo ket aes benn ar fin gouzout petra eo bezañ Breton. Met unan eus spletoù bezañ ur vro distad eo bezañ gouest da zegemer pep hini gant ma vo c'hoant ganti/gantañ bezañ Breton.


Ar festival invisible e Brest

Ar festival invisible e Brest

12/04/2023

Ur festival divoutin 'vez aozet e Brest e miz Du titlet ar Festival Invisble. Sonerezh war ar prim, arzourien deus ar bed a-bezh, abadennoù arzel, darvoudoù dreistordinal da zizoloiñ er Garène, er c'h/Quartz hag er Studio Fantôme e Brest-même. Klevout a rit Klet Beyer evit kinnig deomp ar festival-mañ aozet gant al label L'église de la petite folie, label strolladoù zo Klet. Un digarez e vo evidompt da splujañ e bed ar sonerezh emren asambles gant hon arbennigour, Klet, tabouliner e Rhapsoldya, Chapi chapo ha Wicked.


Cheñchamantoù mont en dro...

Cheñchamantoù mont en dro...

12/04/2023

Er bed a vremañ ez eo sklaer ez eus traoù ne 'z eont ket en dro hep gudenn. Da skouer e vez bannet leun a dafar a c'hellfe bezañ adimplijet. Pet a wechoù e vezomp skuizh ha ne gemeromp ket an amzer evit en em pareañ. Klevet e vo kaoz gant Mark Masson eus ar yalc'h digoust, ar free cycle hag ar reflexologiezh. Ar yalc'h digoust a zo ur seurt "troc et puces" digoust a voe kavet ba Melwen e-pad an dibenn zun (15-16 a viz Du). Ar Freecycle a zo ul lec'hienn e lec'h ma c'heller eskemm traoù m'aoc'h o vont da deurel gant tud en defe marteze ezhomm ! Ar reflexologiezh a zo ur medisin o tont eus bro Sina hag a zo kozh noe. Edith Godec en deus digoret ur saloñs reflexologiezh ba Sant ivi ha c'hoant en doa lodañ e skiant prennet hag e anaoudegezh war an danvez. Evit hen ober en deus Glenn aterset Magalie Morvan, mignonez dezhi ha dedennet gant ar sujed. Ur breder war an doare mont en dro a-vremañ..


Klandiourien

Klandiourien

12/04/2023

Lakaet e vo ar gaoz en abadenn war ar micher klandiour, klandiour war ar gomz dreist holl. Evit se eo bet aterset Jules ha Manon ur gouplad klandiourien, Jules a zo klandiour e Gourmelen ba Kemper ha Manon a zo tost da vezañ klandiourez war ar gomz, ortofonist. Selaouit evit gouzout hiroc'h !


Un devezh kasting e Douarnenez

Un devezh kasting e Douarnenez

12/04/2023

Kasting a oa e Douarnenez d'an 3 a viz Du: ar gompagnunezh Paritito a zo war glask teir c'homedianez evit ar pezh-c'hoari "Privezioù publik" a glevimp hiroc'h diwar e benn e tro miz Mae 2015. Evit poent ez eo dija un digarez brav da chom o kaozeal gant komedianezed liesseurt. Perak e faot dezhe c'hoari? Petra a vez degaset dezhe dre an teatr? Penaos eo en em ginnig en ur c'hasting?


Première Précédent Suivant Dernière