An divskouarn o nijal

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

40 vloaz al lezenn Veil

40 vloaz al lezenn Veil

12/04/2023

D'ar 26 a viz Du 1974, ouzhpenn 40 vloaz zo, e kinnig Simone Veil ul lezenn nevez evit aotrañ an diforc'hañ dirak ar vodadenn vroadel 421 paotr ha 9 flac'h anezhi. E-pad tri devezh e vo tabutet gant paotred dreist-holl neuze evit divizout ma vo aotreet ar merc'ged d'en em savelañ o-unan. Un tri devezh a lako Simone Veil diaes, kunujennet e vo er straedoù, resevet 'vo ganti gourdrouzoù a varv hag e kavo kroazioù kamm livet war voger he zi. Met kendrec'het eo ministrez ar yec'hed gant he lezenn. D'ar mare-se e c'houzañv maouezed Frañs 300 000 diforc'h graet aliez e plegennoù spontus. En abadenn e tistroimp war an amzer a-raok al lezenn Veil lakaet e pleustr d'ar 17 a viz Genver 1975, 40 vloaz zo, war vat al lezenn-se ha stad an traoù hiziv an deiz. Marie Le Du, perzh eus ar gevredigezh [L'Abri Côtier] (http://www.infolocale.fr/concarneau_29039_l-abri-cotier-urgence-femmes_11946) o sikour tud taget gant ar feulster priedel ha feminist abaoe bloavezhioù, ha Naig Gars, bet perzh eus ar [Planning familial] (http://www.planning-familial.org) er bloavezhioù 70 ha stourmerez evit gwirioù ar merc'hed.


Pred ar vrezhonegerien

Pred ar vrezhonegerien

12/04/2023

Bep zun e vez kinniget gant Ti ar Vro Kemper tapout ur pred e Brezhoneg gant tud all. Met pas e Ti ar Vro evel just, kentoc'h en ur preti bennak ba Kemper, ar wech mañ eo bet dibabet ar C'heili, un digarez da gejañ gant tud nevez ha da gellet preg brezhoneg en diavaez eus al labour pe ar c'hentelioù, gant plijadur evel just ! Aet eo Glenn da dapout ar pred se ganto.


Taol Kurun 2015

Taol Kurun 2015

12/04/2023

Ar bloaz man e vo kavet ba bro Kemperle ha tro dro 21vet abadenn ar festival Taol Kurun. Aozet ar wech-mañ gant Ti ar Vro Kemperle e vo lakaet ar gaoz dre ar gouelioù war an treuzkas. Kroget e vo d'an 10 a viz Genver 'ba Rieg, evit achuiñ e miz C'hwevrer. Lennig Duigoù, kenurzhierez ar gouel ba Ti ar Vro a oa prest da respont da goulennoù Glenn war ar sujed.


Pep gwellañ 2014

Pep gwellañ 2014

12/04/2023

Penn kentañ ur bloavezh nevez zo un digarez da zistreiñ war ar bloavezh tremenet. Soñj ho peus sur a-walc'h eus kroventennoù miz Genver ha C'hwevrer 2014 ! Distreiñ a rimp war-se ha war chañjamant an hin gant Gwenole Guevel, bet labouret e Meteo France e-pad bloavezhioù. Klevet e vo ivez Martina, indianez eus ar Chiapas e Mec'hiko a lako ar gaoz war stadt he fobl eno. Ur plac'h all o tont eus pell, Tamara Soukotta, a ginnigo istor he bro, Indonezia. Hag Alexandre Bourhis, paotr ar vro, a lako war-well ur gudenn tost ouzhomp, endleadur al labourerien douar.


Ar romant polis en Odyssée des mots

Ar romant polis en Odyssée des mots

12/04/2023

An Odyssée des mots, un trimiziad a abadennoù liesseurt evit bodañ tud Kemper ha tro-dro d'al lenn. Evit ar 6vet gwech e vez aozet an Odyssée ha bewech gant un tem disheñvel, warlene ar c'harnedoù beaj hag ar bloaz-mañ ar polar. Per Meñs-Pegail e karg deus mediaoueg an Erge Vras, a ginnig deomp Odyssée ar bloaz-mañ, tem hag istor an darvoud ha stadt al lenn e rouedad mediaouegoù Kemper kumuniezh, aozer an Odyssée.


Gwareziñ dour ar Faouët

Gwareziñ dour ar Faouët

12/04/2023

E penn kentañ miz Kerzu eo bet galvet ar prefeti gant Dour ha stêrioù Breizh. Pal ar gevredigezh : goulenn e vefe studiet pizh c'hoant ar C'honserverie morbihannaise staliet er Faouet. Raktreset eo bet gant ar C'honserverie sevel ur greizenn buraat a-benn skuilhañ an dour implijet ganto evit lakaat o legumaj e boestoù er ster Elle. Hervezh Dour ha stêrioù Breizh eo ret soñjal muioc'h en holl efedoù a zeufe da heul ar sevel kreizenn-mañ. Andre Kerdranvat, ezel eus ar gevredigezh, a zispleg deomp perak n'eo ket a-du penn da benn Dour ha stêrioù Breizh gant raktres ar C'honserverie morbihannaise, penaos e ya darempredoù an ekologisted ha politikourien ar vro ha petra eo deuet a-benn ar gevredigezh d'ober e 2014.


Jos Goaper, paotr Bro Konk (Abadenn doubl)

Jos Goaper, paotr Bro Konk (Abadenn doubl)

12/04/2023

Kavout a reer ba Konk Kerne ur vrezhoneger a vihanig anvet Jos Goapper. Ganet e Banleg e 1937, kelenner war ar skiantoù e voe a hed e vuhez. Estreget an deskadurezh e voe mennet bras Jos gant ar Brezhoneg hag e sevenadur. Un den lies dudi hag a raio e lod evit ma chomfe hengoun Breizh ha bro gerne bev atav. Aozañ a ra gant Tud Bro Konk (ur gevredigezh) kaozeadennoù e Brezhoneg evit donnaat live Brezhoneg an dud tro dro dezhañ ha dreist holl Brezhoneg Bro Gerne. Atersadenn kaset da benn gant Glenn.


Jos Goapper: Paotr Bro Konk (Abadenn doubl)

Jos Goapper: Paotr Bro Konk (Abadenn doubl)

12/04/2023

Kavout a reer ba Konk Kerne ur vrezhoneger a vihanig anvet Jos Goapper. Ganet e Banleg e 1937, kelenner war ar skiantoù e voe a hed e vuhez. Estreget an deskadurezh e voe mennet bras Jos gant ar Brezhoneg hag e sevenadur. Un den lies dudi hag a raio e lod evit ma chomfe hengoun Breizh ha bro gerne bev atav. Aozañ a ra gant Tud Bro Konk (ur gevredigezh) kaozeadennoù e Brezhoneg evit donnaat live Brezhoneg an dud tro dro dezhañ ha dreist holl Brezhoneg Bro Gerne. Atersadenn kaset da benn gant Glenn.


Urbanisme unitaire

Urbanisme unitaire

12/04/2023

Betek ar 4 a viz Genver e vez kinniget un diskouezadeg divoutin ha dedenus ken-ken e mirdi arz a-vremañ Kemper, ar C'harter. Urbanisme unitaire he zitl hag a-dreñv an anv luziet-mañ e vez ur preder diwar-benn buhez vodern ar c'hêrioù, disingalded hor c'hevredigezh ha talvoudegezh labour an arzouerezed. Anne Hjort Guttu an hini eo he deus savet an diskouezadeg-mañ, un arzouer a orin eus Bro Norvejia a glask stourm a-drugarez d'he arz. Berr eo an diskouezadeg met chom a ra pell e pennoù an arvesterien o sevel goulennoù don. Petra eo ar arz pa ne vez anavezet gant den ebet ? Heg eo dieuboc'h tud hiziv eget tud gwecholl ? Gallout a ra an arz chañj ar bed.


Ospital Douarnenez en arvar

Ospital Douarnenez en arvar

12/04/2023

N'eo ket deuet a-benn Ospital Douarnenez da gavout un anesteziour evit erlec'hian an hini a yao kuit e 2015 da lâret ei e vo serret ar surjianerezh deiziek e kêr ar Pennoù-Sardin. N'eo ket souezhus, 27% deus postoù anestezisted e Bro C'hall n'int ket pourvezet. Koulskoude eo nec'hus. Ma kendalc'h mod-se e yao diwar-well ospital Douarnenez ha n'eo ket an hini nemetañ evel-just, ospital Kemperle hag hini Pont 'n Abad a vez lakaet diaes ivez. Liammet eo ar c'hudennoù-mañ gant politikerezh yec'hel ar gouarnamant. E 2009 eo bet botet al lezenn Bachelot a redi an ospitalioù da espern arc'hant ha d'en em vodañ. Bez e vo neuze nebeutoc'h nebeutañ a ospitalioù ha brasoc'h brasañ e vint. Deus ar c'houlz eo met hag e ya gant mad an dud ? Hervezh Yves Jardin, perzh deus Comité Usagers Ospital Douarnenez, ne ya ket. Ur sell pessimist a-walc'h 'neus war dazont an ospitalioù met ne vir ket anezhañ da stourm.


Première Précédent Suivant Dernière