An divskouarn o nijal

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Marianne he deus heuliet ur POP

Marianne he deus heuliet ur POP

12/04/2023

Gant ar POP (Plateforme d'Orientation Professionnelle) e c'hell an dud adkavout hent ar studioù pe ur vicher all. Displegadennoù gant Marianne, eus Douarnenez.


Nicolas Maligner

Nicolas Maligner

12/04/2023

Nicolas Maligner zo bet da vevañ e Bro Galiza e pad 10 vloaz ha tro en deus bet da welladenniñ broioù all. Etre Vigo, Porto ha Guadalajara emañ benn ar fin distroet e Breizh.Galiza & Breizh Ur sell barneg war gizioù an dud, Nicolas a gont deomp penaos oa ar boued, ar riboul, ar buhez pemdeiziek enno ! Staliet e Roazhon, labourat a ra e Skol Diwan Roazhon Keryann bremañ.


Studio Ar Miller Beuzeg

Studio Ar Miller Beuzeg

12/04/2023

Peseurt liamm a zo etre Bobby & Sue, Rasta Bigoud, FDB, Clément Abraham 4tet, Skol Divyezheg Fañch Gwilhou Douarnenez, The Red Goes Black, Dizzy Town Blues pe c'hoazh ar fañfarioù Reuz Bonbon ha Savato? Impli a reont, pe tro o deus bet da ober, ar "Studio du Millet" e Beuzeg-ar-C'hab evit pleustriñ pe enrollañ pladennoù. Ar gevredigezh "Penn Ar Dub" hag a ra war-dro al lec'h a zo bet krouet e 2002, enni kevredigezhioù ha strolladoù deus ar vro bodet evit sevel an ostilh-mañ. Tristan Gourlaouen ha Charlie Robial, teknikourien sot gant ar son, a labour e bed ar sonerezh ouzhpenn pemzek vloaz zo. Degemer hag aliañ a reont ar sonerien a ya da labourat du-hont. En o-zouez Jean Floc'h, paotr an akordeoñs...


Nature de graveurs

Nature de graveurs

12/04/2023

Loc'het eo diskouezadeg nevez mirdi Breizh Kemper abaoe miz Genver. Gant ar spi e raio kement a verzh hag an hini diwezhañ gouestlet da Hokusai, Hiroshige ha Rivière. Aze e vez lakaet war-well engravourien ar vro, o doare labourat hag o oberennoù awenet kalz gant an nature. Nature de graveurs eo titl an diskouezadeg on bet da weladenniñ gant Annaig Loisel, heñchourez e mirdioù Kemper.


Mareoù bras 2015

Mareoù bras 2015

12/04/2023

Ur bloaz dreistordinal e vo 2015 e-keñver ar mareoù. 40 mare ouzhpenn 100 a wezhiader, 20 anezho ouzhpenn 110. Div wech muioc'h eget er bloavezhioù tremenet hag e c'hortozomp mare ar c'hantvet d'an 21 a viz Meurzh : 119 a wezhiader o c'houzout eo 120 ar c'hreñvañ... Ur chañs evit ar besketaerien pa 'vez izel ar mor, evit ar re sot gant gwagennoù diroll pa 'vez uhel. En abadenn emañ Lulu Moisan, animatourez natur e Fouen, o tisplegañ penaos e ya da gelaouiñ ar besketaerien war an draezhenn ha Gwenole Guevel, bet meteorologour e Meteo France, o kinnig efedoù chañjamant an hin war ar mor.


Bili er Mor

Bili er Mor

12/04/2023

Annie Coz, skrivagnerez a-orin deus ar vro Vigoudenn a gomz deomp diwar-benn 'Bili er Mor', un dastumad danevelloù deuet dindan he fluenn hag embannet gant Skol Vreizh. Distreiñ 'ra ivez war he bugaleaj hag he studioù.


Arbres, ur benveg evit ar brezhoneg

Arbres, ur benveg evit ar brezhoneg

12/04/2023

Tost da 6 vloaz zo breman e oa bet krouet kentan stumm 'Arbres' gant ar glaskerez Mélanie Jouitteau. Dre al lec'hienn-man en em gav ar vrezhonegerien intereset gant korf, gant danvez hor yezh evit fonusaat muioc'h c'hoazh hor gouizigezhioù diwar he fenn. Setu ul labour kaset a-stroll, dielfennet gant Mélanie. Ha disoc'h al labour-se a zo talvoudus ivez evit klask gouzout ma zo perzhioù boutin etre yezhoù ar bed. Evit gouzout hiroc'h e c'helloc'h mont da Lokorn e Maner Gwenole d'an 29 a viz Meurzh 2015, da deir goude kreisteiz da selaou Mélanie o prezegennin diwar-benn Arbres ha danvez he labour klaskerez er CNRS.


RADIO ABEJAS

RADIO ABEJAS

12/04/2023

Un abadenn ispisial enrollet e fin ar bloavezh 2014 e Acteal er Chiapas gant Kadvael ha Jos, daou vreizhat aet da veajiñ du-hont. En darempred emaint gant ar gevredigezh ESPERANZA CHIAPAS, lañset nevez 'zo ganti ar raktres da sevel ur radio kumuniezhel e yezh Tzotzil: RADIO ABEJAS. Emaoc'h o vont da glevet an abadenn gentañ savet ganti e brezhoneg. Kaoz a vo dreist-holl deus lazhadeg Acteal, c'hoarvezhet 18 vloaz 'zo, d'an 22 a viz Kerzu 1997. E eil lodenn an abadenn e vo klevet Céline Soun deus ar gevredigezh LA OBRA staliet e Douarnenez hag a labour ivez e Ixcan er Guatemala. Anavezout a ra mat Acteal ha stad an traoù du-hont.


FOETERIEN

FOETERIEN

12/04/2023

Goude Breizh ha Galisia eo bet filmet trede koulzad ar c'hoari Foeterien e Kernev Veur. Skignet 'vez er mare-mañ war brezhoweb.com hag ar chadennoù lerc'hel Tébéo, Tébésud ha TV Roazhon. Mikael Baudu deus an ti produiñ "Gwengolo Filmoù" ha paotred ar c'hamera Youenn Chapalain ha Kenan An Habask 'zo deuet er radio da gontañ hiroc'h deomp...


La Carène Brest

La Carène Brest

12/04/2023

En abadenn e tizoloimp e kompagnunezh ar soner ha komedian Klet Beyer programmadur penn kentañ ar bloaz ar sal "La Carène" digoret 7 vloaz 'zo e-tal kichen porzh Brest. Ouzhpenn sonadegoù 'vez kinniget du-hont, ul lec'h bevañ a-bouez eo deuet da vezañ evit buhez sevenadurel ar gêr. Posubl eo da skouer da strolladoù ar vro (en-dro d'ur c'hant bennak!) pleustriñ hag enrollañ eno ha tennañ gounit deus gouiziegezhioù ha skiant prenet implijidi ar sal...


Première Précédent Suivant Dernière