An divskouarn o nijal

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

"Casseroles" gant Duo Du BAS

"Casseroles" gant Duo Du BAS

12/04/2023

An abadenn "Casseroles, chants de voisines venues d'ailleurs" gant DUO DU BAS, eil arvest ar ganerezed Elsa Corre hag Hélène Jacquelot a a vo kinniget evit ar wech kentañ d'an 13 ha 14 a viz meurzh 'ba Douarnenez. Un arvest liesyezheg savet tro-dro da kanouennoù ha rekipeoù keginañ dastumet e Douarnenez digant maouezed deus an estrenn vro deuet da vevañ e kêr ar pennoù-sardin.


Odette Merrien, konterez

Odette Merrien, konterez

12/04/2023

Odette he deus un teñzor da dreuzkas, kontadennoù bet fiziet enni gant he mamm hag he doa bet anezhe digant he zad, Alain Clément. Un dra c'hoazh: ho tivskouarn a zo vont da glevet hor yezh komzet e-giz e ra tud Fouenant. Ur blijadur!


Hollved eo Breizh (1)

Hollved eo Breizh (1)

12/04/2023

E Mirdi Breizh Roazhon, e kinnig deoc'h Pascal Nignol, hanterour sevenadurel, ur welladenn e-touez an holl diskouezhadegoù er Maezioù Frank, anvet Hollved eo Breizh. Kontañ a ra an diskouezhadeg-mañ, istor Breizh eus ar ragistor betek Breizh a vremañ gant 2300 traezenn diskouezet war dammdost 2000m². Un dañvadenn eus se a vo klevet e pad un neubeut a sulvezhioù en abadenn an Divskouarn o Nijal. Pascal Nignol a zisplego deomp lod eus an oberennoù, a gonto deomp degouezhennigoù : deoc'h da gaout c'hoant da welladenniñ an diskouezhadeg e Mirdi Breizh Roazhon. Lodenn kentañ eus hon sujed eo.


Hollved eo Breizh (2)

Hollved eo Breizh (2)

12/04/2023

E Mirdi Breizh Roazhon, e kinnig deoc'h Pascal Nignol, hanterour sevenadurel, ur welladenn e-touez an holl diskouezhadegoù er Maezioù Frank, anvet Hollved eo Breizh. Kontañ a ra an diskouezhadeg-mañ, istor Breizh eus ar ragistor betek Breizh a vremañ gant 2300 traezenn diskouezet war dammdost 2000m². Un dañvadenn eus se a vo klevet e pad un neubeut a sulvezhioù en abadenn an Divskouarn o Nijal. Pascal Nignol a zisplego deomp lod eus an oberennoù, a gonto deomp degouezhennigoù : deoc'h da gaout c'hoant da welladenniñ an diskouezhadeg e Mirdi Breizh Roazhon. Eil lodenn eus hon sujed eo.


Arc'hant an dud ampechet

Arc'hant an dud ampechet

12/04/2023

Marc Dufeil a zo ampechet en ur gador ruilh. 'Blam da se n'eus ket tu dezhañ labourat ken hag e resev sikourioù gouestlet d'an dud ampechet. Kinniget 'vo gantañ petra eo an AAH hag ar CPH ha penaos n'eo ket aes kompren ar reolennoù stag ouzh ar skorennoù-se. Un digarez e vo ivez ober ur poent war arverañ lezenn 2005 a redi al lec'hioù foran da zegemer an dud ampechet e-touezh traoù all.


Un trou dans le décor

Un trou dans le décor

12/04/2023

Gant kreizenn arz a-vremañ Kemper, ar C'harter e vez kinniget un diskouezadeg betek ar 17 a viz Mae titlet Un trou dans le décor. Evit displegañ anezhi ha doare ober an arzour Guillaume Pinard deomp e vo Annaig Loizel, heñchourez er mirdi. Ur veaj e istor al livañ tro-dro da dem ar c'horf e vo graet en ur dizoloiñ mojennoù ar vro kement hag arz an henamzer hag an Adganedigezh.


Wayne Mockerman bet d'ober brezel Irak 2/2

Wayne Mockerman bet d'ober brezel Irak 2/2

12/04/2023

An abadenn-mañ zo eil lodenn hon emgav gant Wayne Mockerman. An amerikan ha brezhoneger Wayne Mockerman a gont deomp e arnod e Bro Irak e pad ar brezel. Engouestlet en arme ar Stadoù-Unanet, kaset e vimp e bro an irakiz, dindan ar bombezennoù met ivez o vont e darempred gant tud eus ar vro. Distroet er-gêr d'ober e studioù dizoloiñ a raio Breizh, e sevenadur hag e yezh. Ganet e Michigan en ur geriadenn vihan ha desavet barz un ti feurm, Wayne n'en doa ket trawalc'h a arc'hant evit mont er skol-veur. Divizout a raio mont en arme evit gelet ober studioù da c'houde. Goude chomet e bro Alamagn e vo kaset da bro Irak goude gwalldaolioù ar World Trade Center hag e penn-kentañ ar brezel gant ar Stadoù-Unaned. Rakspier oa Wayne Mockerman en amzer-se...


Beaj Lila Kerrain

Beaj Lila Kerrain

12/04/2023

Beajet he deus Lila Kerrain e Bro Gembre hag e Bro Australia, en o bevañ daou vloavezh e pep bro he deus dizoloet gizioù an dud, o sevenadur, ar boued... Etre amzer klouard Europa ha tommder spontus an hantervoul su, an disheñvelderioù etre ar re angl-a-saoz hag an aborijinaed vo klasket kompren.


Wayne Mockerman bet d'ober brezel Irak 1/2

Wayne Mockerman bet d'ober brezel Irak 1/2

12/04/2023

An abadenn-mañ zo lodenn kentañ hon emgav gant Wayne Mockerman. An amerikan ha brezhoneger Wayne Mockerman a gont deomp e arnod e Bro Irak e pad ar brezel. Engouestlet en arme ar Stadoù-Unanet, kaset e vimp e bro an irakiz, dindan ar bombezennoù met ivez o vont e darempred gant tud eus ar vro. Distroet er-gêr d'ober e studioù dizoloiñ a raio Breizh, e sevenadur hag e yezh. Er memes amzer, diskouezhet e vez barzh ar salioù sinema film nevez Clint Eastwood, American Sniper. Diwar al levr "American Sniper : The Autobiography of the Most Lethal Sniper in U.S. Military History" eo bet sevenet istor gwir Chris Kyle, ur sniper amerikan lazhaet 255 a dud gantañ. Bradley Cooper a c'hoari Kyle ha Sienna Miller e gwreg Tayaar. Chris Kyle eo ur champion redeo o vevann en Texas. Goude gwalldaolioù kannatioù amerikan e Afrika ar 7 a viz eost 1998, dibabet en deus en em engajiñ er fosoù armed ar Stadoù-Unanet. Deuet da vezañ sniper e vo kaset e bro Irak. Ken redis ha cornet mat eo o tannañ, savetiñ a ra kali a soudarded amerikan a raio deus anezhañ "Ar vojenn".


Pains & kouign

Pains & kouign

12/04/2023

Philippe Gueguen hag e vreur Alan o deus prenet ur stal-bara e Kemper nevez zo. Un istor familh eo: bara a veze graet gant o mamm-gozh Marie Guellec e Mahalon e penn kentan an ugentvet kantved, hag ouzhpenn bara, Kouign an Ened ivez. O rekipeoù, o chemet zo deuet eus ar C'hap betek karter Kerfeunteun e Kemper...


Première Précédent Suivant Dernière