An divskouarn o nijal

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Oligocyte Kemper

Oligocyte Kemper

12/04/2023

D'ar 26 a viz Ebrel 'zo bet aozet ur valeadenn e Ploveilh gant ar gevredigezh Oligocyte hag IUT Kemper a-benn rastelaat arc'hant evit sikour an enklaskoù war krign-bev an empenn. Bernez Leon en deus krouet skourr Kemper ar gevredigezh e 2013. Deuet eo d'ar radio da gontañ hiroc'h deomp.


Devezh micherioù Skol an Emsav

Devezh micherioù Skol an Emsav

12/04/2023

Gant ar brezhoneg e c'haller kavout ur vicher : 1 300 post kevatal da implijoù leunamzer zo bet renablet e 2012 gant Arsellva implij ar yezhoù. Abaoe Gwengolo 2007 e vez aozet meur a brantad stummadur 6 miz bep bloaz gant Skol an Emsav. 40 stajiad leun a raktresoù a zo er mare-mañ e Roazhon hag e Sant Ervlan. Ouzhpenn deskiñ ar yezh a vez kinniget d'an danvez brezhonegerien. A-bouez eo da Skol an Emsav reiñ dezhe da santout birvilh ar brezhoneg hiziv an deiz ha da gompren da betra neuze mont da vrezhoneger. Se zo kaoz e bet aozet gant Skol an Emsav ur forom micherioù d'ar 25 ha 26 a viz Meurzh 2015, un doare da ziskouez eo posubl labourat e brezhoneg gant ar c'helenn dre vras met ivez gant plas ar brezhoneg.


Hollved eo Breizh (4)

Hollved eo Breizh (4)

12/04/2023

E Mirdi Breizh Roazhon, e kinnig deoc'h Pascal Nignol, hanterour sevenadurel, ur welladenn e-touez an holl diskouezhadegoù er Maezioù Frank, anvet Hollved eo Breizh. Kontañ a ra an diskouezhadeg-mañ, istor Breizh eus ar ragistor betek Breizh a vremañ gant 2300 traezenn diskouezet war dammdost 2000m². Un dañvadenn eus se a vo klevet e pad un neubeut a sulvezhioù en abadenn an Divskouarn o Nijal. Pascal Nignol a zisplego deomp lod eus an oberennoù, a gonto deomp degouezhennigoù : deoc'h da gaout c'hoant da welladenniñ an diskouezhadeg e Mirdi Breizh Roazhon. Eil lodenn eus hon sujed eo.


Hollved eo Breizh (3)

Hollved eo Breizh (3)

12/04/2023

E Mirdi Breizh Roazhon, e kinnig deoc'h Pascal Nignol, hanterour sevenadurel, ur welladenn e-touez an holl diskouezhadegoù er Maezioù Frank, anvet Hollved eo Breizh. Kontañ a ra an diskouezhadeg-mañ, istor Breizh eus ar ragistor betek Breizh a vremañ gant 2300 traezenn diskouezet war dammdost 2000m². Un dañvadenn eus se a vo klevet e pad un neubeut a sulvezhioù en abadenn an Divskouarn o Nijal. Pascal Nignol a zisplego deomp lod eus an oberennoù, a gonto deomp degouezhennigoù : deoc'h da gaout c'hoant da welladenniñ an diskouezhadeg e Mirdi Breizh Roazhon. Trede lodenn eus hon sujed eo.


Porzh-mirdi Douarnenez (1)

Porzh-mirdi Douarnenez (1)

12/04/2023

Savet eo bet porzh mirdi Douarnenez e 1993 goude bezañ bet mirdi ar vag 'pad bloavezhioù. E porzh Rhu ker ar pennoù sardin 'mañ bremañ hag e kinnig d'an dud gwelladenniñ bigi war vor ha diskouezadegoù en diabarzh. Betek miz Gouere eo digor ar mirdi bemdez 'pad ar vakañsoù skol ha serret dal Lun nemetken mod-all etre 10e ha 12e30 ha 2e gm ha 6e gm. Er mare-mañ e vez kinniget 3 diskouezadeg berrpad, unan diwar-benn an endalcherioù, un all diwar-benn bigi sultanerezh Oman hag istor koñvers ar spisoù eno hag unan all diwar-benn micherourien Zanzibar.


Porzh-mirdi Douarnenez (2)

Porzh-mirdi Douarnenez (2)

12/04/2023

Savet eo bet porzh mirdi Douarnenez e 1993 goude bezañ bet mirdi ar vag 'pad bloavezhioù. E porzh Rhu ker ar pennoù sardin 'mañ bremañ hag e kinnig d'an dud gwelladenniñ bigi war vor ha diskouezadegoù en diabarzh. Betek miz Gouere eo digor ar mirdi bemdez 'pad ar vakañsoù skol ha serret d'al Lun nemetken mod-all etre 10e ha 12e30 ha 2e gm ha 6e gm. Er mare-mañ e vez kinniget 3 diskouezadeg berrpad, unan diwar-benn an endalch'erioù, un all diwar-benn bigi sultanerezh Oman hag istor koñvers ar spisoù eno hag unan all diwar-benn micherourien Zanzibar. Eil lodenn an abadenn.


Ar Glenan, ur baradoz vihan

Ar Glenan, ur baradoz vihan

12/04/2023

Traezh gwenn, mor glas, aergaelc'h an tropikoù... ne vank nemet ar pesked-furlukin er mor evit krediñ bezañ e Tahiti. Met arabat mont ken pell, n'eus nemet mont da Veg-Meil, kostez Foen, mont war ur vag 'pad un eurvezh bennak hag erruer war an enezeg Glenan. 7 enez evit ar lapoused, ar bleunioù, plant liesseurt, un nebeut tiez hag ur skol bageal. Lulu Moisan, animatourez natur e Foen, 'neus kaset ac'hanomp war an inizi evit kinnig deomp al lec'h dreist-ordinal-mañ hag ur spesad roz-kamm kavet eno nemetken, Narcisse ar Glenan.


Ar Roue Gradlon e Douarnenez

Ar Roue Gradlon e Douarnenez

12/04/2023

E Douarnenez zo tri forzh, ar Rosmeur, porzh pesketiñ, porzh bageal Treboul hag ar Porzh rhu, al liamm etre Douarnenez ha Treboul. Gwechall e oa Porzh rhu DZ, ur greizenn koñvers ar sardined ha deuet da vezañ hiziv an deiz ur porzh bageal hag ur porzh mirdi. En abadenn e vo Riwanon Kersale ganin, stajiadez er porzh-mañ evit displegañ deomp petra eo ur porzh mirdi ha lakaat ar gaoz war un darvoud divoutin, erru ur bag nevez e porzh mirdi DZ. 'Pezh ne c'hoarvez ket alies. Kemer a raio plas Notre Dame de Rocamadour, un arouez er Porzh mirdi, a veaje betek aodoù Mauritania evit dastum grilhed-mor. Erlerchiet 'vo Notre Dame de Rocamadour gant ar Roue Gradlon, ur vag balizenniñ, savet e 1948, war he leve abaoe fin 2014. Graet 'neus ar veaj deus porzh an Oriant evit bezañ degemeret e ker ar pennoù sardin dimercher.


Greunaoueg Sur un Air de Terre 1

Greunaoueg Sur un Air de Terre 1

12/04/2023

"La grainothèque on tour" 'zo bet lañset e penn-kentañ ar miz gant « Sur un air de terre ». Ar "greunanoueg"-mañ, krouet gant izili kevredigezh Pont-'n-Abad a ya en darempred gant reoù-all, tost o c'halon deus an natur hag ar blijadur da liorzhañ, evit eskemm greun a bep seurt preparet gante ha reiñ kuzulioù war an teknikoù evit dastum hag implij anezhe en un doare dereat. Youenn Vloagen deus « Sur un air de terre » a ginnig deomp an darvoud-mañ.


Greunaoueg Sur un Air de Terre 2

Greunaoueg Sur un Air de Terre 2

12/04/2023

Adkavit en abadenn-mañ Youenn Vloagen deus ar gevredigezh "Sur un Air de Terre" lañset ganti penn kentañ ar miz un darvoud anvet "La grainothèque on tour"...


Première Précédent Suivant Dernière