Emaomp atav e deroù ar bloavezhioù 80 pa anavez Breizh-Veur ur revival iskis : goude no future ar bunked hag evit respont da fallaenn ekonomikel bloavezhioù Thatcher e kav un toullad bandennadoù tud yaouank repu e hiraez an hunvre amerikan. Setu deuet ar rockabilly en-dro ha da heul ar psychobilly, meskaj rockabilly ha levezonioù punk. Goude bezañ gwelet e orinoù en abadenn ziwezhañ e kinnigan deoc’h selaou strolladoù deuet war wel e Breizh-Veur met ivez un tammig e pep lec’h dre ar bed.
Playlist :
- The Ricochets : Runnin’ wild
- Deltas : Raging sea
- The Sharks : Love bites
- Coffin Nails : House on the haunted hill (Foñs-son)
- Demented are go : Welcome back to Insanity Hall
- The Hellfreaks : Boogieman
- Horrorpops : Psychobitches outta hell
- Reverend Beat Man : Jesus Christ twist
- The Reverend Horton Heat : The devil ‘s chasing me
Levrlennadur :
- Big quiffs, zombies and dead crows : the wild world of psychobilly - Pennad gant Michael Hann embannet e The Guardian d’an 30/07/21
Salud deoc’h lamponezed ha lamponed ar rock ‘n roll, donemat en abadenn Larsen ha Mediator, an abadenn a zezrevell istor ar rock abaoe e orinoù. Hiziv, setu-ni o plediñ en-dro gant an isluskadoù ganet diwar ar punk. E gwirionez pa seller mat eo kimiezh, netra ken. Kemerit un diaz, ar punk, hag ouzhpennit elfennoù nevez : ur vandolinenn ha skeudennoù eus darvoudoù Norzhiwerzhon da skouer hag ho peus punk keltiek. Ouzhpennit kanaouennoù pub-rock ha stadoù mell-droad hag ho peus Oi punk. Ouzhpennit energiezh hag emzalc’hioù rock ar fifties gant aergelc’h tresadennoù-bev ar Familh Adams hag ho peus ar psychobilly, danvez hon abadenn hiziv.
Playlist :
- Buzz and The Flyers : Little pig
- Johnny Cash : One piece at a time (tennad-son)
- The Milkshakes : Hocus Pocus
- The Sting-Rays : Dinosaurs
- The Legendary Stardust Cowboy : Paralysed
- Hasil Adkins : She said
- The return of the fly : trailer ar film sevenet gant Edward Bernds evit Twentieth Century Fox
-The Cramps : Human fly
- The Meteors : Hell ain't hot enough for me
- The Hellraisers : The sun story
- The Meteors : Insane
- Guana Batz : Please gimme something (Stomping at The Klub Foot )
Levrlennadur :
- Big quiffs, zombies and dead crows : the wild world of psychobilly - Pennad gant Michael Hann embannet e The Guardian d’an 30/07/21
Gant Peter Gabriel hag e ganaouenn Biko e weler ul luskad o sevel : arzourien hag arzourezed eus Europa hag Amerika oc’h ober anaoudegezh gant sonerezh SuAfrika dianav betek-hen abalamour d’ar boycott war ar produioù o tont deus du-se. Sevel a reont o mouezh evit ma cheñcho an traoù, Nelson Mandela o vezañ arouez ar stourm-se.
Playlist :
- Christine Salem : Mandela (foñs son)
==================================================
- The special Aka : Nelson Mandela
=======================================
- Paul Simon ha Ladysmith Black Mambazo : Homeless
=======================================================
- Artists United Against Apartheid : Sun City
==================================================
- Hugh Masekela : Soweto blues (foñs son)
=====================================================
- Johnny Clegg : Asimbonanga
=================================
- Hugh Masekela : Bring him Back home (tennad-son (live from Wembley Stadium 1988))
========================================================================================
- Simple Minds : Mandela Day (live from Wembley Stadium 1988)
==================================================================
- Brenda Fassie : My black president
=========================================
- Trenton and Free Radical : Mr Mandela
============================================
Levrlennadur :
« In township tonight ! » David B. Coplan – Embannadurioù Karthala
D’ar 17 a viz Here 1979 e reseve rock-star an iliz, Seurez Theresa, priz nobel ar peoc’h. Rock-star ar folk, Bob Dylan, a voe priz nobel lennegezh e 2016. Etretant e reseve Nelson Mandela priz nobel ar peoc’h d’e dro d’an 10 a viz kerzu 1993. Hiziv, e Larsen ha Mediator e pledomp gant an apartheid ha Nelson Mandela, rak ar sonerezh en deus bet ur pouez er stourm ouzh an apartheid ha se adalek fin ar bloavezhioù 40. Lod eus an arzourien o deus ranket kuitaat o bro, reoù all o deus klasket tremen e-biou d’ar sansur ha Nelson Mandela en deus awenet un toullad strolladoù.
Playlist :
- The African Inkspots (foñs-son)
- Ladysmith Black Mambazo : Shosholoza (foñs-son)
- Peggy Seeger hag Ewan MacColl : The ballad of Sharpeville
- Miriam Makeba : Nongqongqo (To Those We Love)
- Amaqawe Omculo : Jabulani Balaleli (foñs-son)
- Sony Okosun : Fire in Soweto
- Steel Pulse : Biko’s Kindred Lament
- Peter Gabriel : Biko
Levrlennadur :
« In township tonight ! » David B. Coplan – Embannadurioù Karthala
Donemat deoc’h tud yaouank ha kozh a Vreizh-Izel, degemer mat e Larsen ha Mediator, an abadenn a zezrevell istor ar rock abaoe e orinoù. Ar sizhun dremenet hor boa selaouet tonioù leun a gendruezhag a genunvaniezh e lec’h ma weled un debron a vrokusted o sevel diwar intrudu Bob Geldof a felle dezhañ stourm ouzh an naonegezh a rene e Afrika. Hag an holl da vont war e lerc’h gant e ganaouenn o vrudañ ar c’henskoazell. Met pelloc’h eo bet Geldof, savet en deus ar sonadegoù brasañ a oa bet roet da welet, heuliet gant ur miliard nav c’hant milion a dud dre ar bed a-bezh, ar pezh a sellimp a dostoc’h hiziv e Larsen ha Mediator !
Playlist :
- The Boomtown Rats : Like clockwork
- Pretenders : Middle Of The Road (Live Aid 1985)
- Dire Straits / Sting : Money For Nothing (Live Aid 1985)
- U2 : Bad (Live Aid 1985) (tennad_son)
- Queen : We will rock you (Live Aid 1985)
An dud klevet aterset en abadenn a zo tennet eus an teulfilmoù
- Live Aid. Against All Odds, produet gant BBC2
- The Band Aid Story, sevenet gant Andy Baybutt e 2004
Levrlennadur :
- Les années 80, PopUp ! Hors-série n°1 - Embannadurioù Diverti
«Me zo lodek e nouspet aozadur karitezel ha diazezadur, krouet ‘m eus kampoù hañv, beb bloaz e plantan miliadoù a wezennoù gant bugale, kemer a ran perzh e programmoù dizeñtoksekaat, hag all hag all, me zo koulz lavaret ur seurez Tereza gant ur pich», setu ar pezh a zisklerie Ted Nugent e 2002. Laoskomp anezhañ da fougeal, kas a ran soñj deoc’h e oa ivez a-du krenn gant ar gondaonidigezh d’ar marv ha gant ar gwir da bourmen gant un arm. Met perak e komzan deusoutañ neuze ? Feiz ‘vat, hiziv e Larsen ha Mediator e pledomp gant ar rock dengar, ar rock «humanitaire» e galleg flour, hag en domani-mañ ivez e talvez ar c’hrennlavar
Anez ober, prezeg aner
Kentañ prezeg a zo ober
Playlist :
- George Harrison : Bangla desh
- Rockestra : Lucille
- Ultravox : Hiroshima mon amour (foñs son)
- The Boomtown Rats : Someone ‘s looking at you
- Band aid : Do they know it’s christmas ?
- Northern Lights : Tears are not enough
- Hear ‘n Aid : Stars
- Spitting Image : We're Scared Of Bob (tennad son eus an abadenn spitting Image krouet gant Peter Fluck, produet gant ITV Central
- The Ramones : Something to believe in
An dud klevet aterset en abadenn a zo tennet eus an teulfilmoù
- Live Aid. Against All Odds, produet gant BBC2
- The Band Aid Story, sevenet gant Andy Baybutt e 2004
Levrlennadur :
- Les années 80, PopUp ! Hors-série n°1 - Embannadurioù Diverti
Donemat deoc’h lamponed ha lamponezed e Larsen ha Mediator, an abadenn a zezrevell istor ar rock abaoe e orinoù. Abaoe div abadenn dija e pledomp gant ar thrash metal, ur stil ganet e Kalifornia evit respont d’ar glam metal a gleved war ar gwagennoù, ur stil en deus merket istor an heavy metal a-drugarez da dri strollad a zeue deus Kalifornia : Megadeth, Metallica ha Slayer (strolladoù meump komzet diwar o fenn en abadennoù diwezhañ), ha d’ur strollad o tont eus reter ar vro : Anthrax ar pevare strollad eus ar pezh a vez anvet « « The big four ».
Playlist :
- Anthrax : Madhouse
- Anthrax Public Ennemy : Bring tha noize
- Atersadenn Chuck Billy, tennad son eus stirad Sam Dunn « Metal Evolution » (Banger films) niver 6 gouestlet d’ar thrash metal
- Testament : Practice what you preach
- Alice In Chains : Man in the box
- Testamant : The ballad
- Pantera : Cowboys from hell
- Lawnmower Deth : Flying Killer Cobs From The Planet Bob
Levrlennadur :
- Rock and Folk hors-série Metalliques Chaos
- Metal Story - Andrew O’Neill – Hachette heroes
Donemat deoc’h selaouerien ha selaouerezed kaer, donemet e Larsen ha Mediator, an abadenn a zezrevell istor ar rock abaoe e orinoù, kaset gant Gaëtan Boulic. Emaomp o vont da genderc’hel gant istor ar thrash metal kroget ar sizhun dremenet hag hiziv eo istor Metallica a vo danevellet deoc’h, Metallica, unan eus ar pevar strollad eus ar pezh a vez anvet « The big four », ar pevar strollad pouezusañ er thrash metal. Met forzh penaos eo Metallica ar strollad metal brasañ zo bet a-viskoazh !
Playlist :
- The Four Horsemen & The Mechanix : How Thrash Metal Was Born (tennad son)
- Metallica : The god that failed
- Lars Ulrich aterset gant Mike Hogan evit the Ninetysecond street ynew york e 2017 (tennad son)
- Metallica - Hit The Lights 1982 (Metal Massacre) Version 2
- Some kind of monster (tennad son), teulfilm sevenet gant Joe Berlinger ha Bruce Sinofsky, skignet gant Paramount
-Metallica : The four horsemen
- Tennad son eus stirad Sam Dunn « Metal Evolution » (Banger films) niver 6 gouestlet d’ar thrash metal.
- Metallica : Nothing else matters (tennad son)
====================================================
- Metallica : Enter Sandman
================================
- Testeni Lars Ulrich dirak komite barnerezhel ar senad (Tennad son)
- Camp Chaos : Metallica ha Napster (tennad son)
- South Park : Not a big Deal (Tennad son) krouet gant Trey Parker ha Matt Stone evit ar chadenn Comedy Central
- Metallica : Shadows follow
Levrlennadur :
- Rock and Folk hors-série Metalliques Chaos
- Metal Story - Andrew O’Neill – Hachette heroes
E 1980 e wele Los Angeles e gleuboù aloubet gant ul leurenn a gemere harp war dirollerezh hard rock ar bloavezhioù 70 hogen ar skeudenn a gonte muioc’h eget ar sonerezh, ar vuzisianed a oa sorc’hennet muioc’h gant ar seks hag an drammoù eget gant bezañ feal d’ar rock ‘n roll. E gomprenet ho po, emaon o komz eus an hair pe glam metal. Un dornad sonerien ne oant ket evit añdur ar barnum bras-se, savet o deus ur sonerezh az ae atav buanoc’h, atav pelloc’h, ar thrash metal !
Playlist :
- The Law : Anthem
- Discharge : Hear nothing See nothing Say nothing
- Exodus : An then there were none
- Slayer : Agressive perfector
- Slayer : Chemical Warfare
- Slayer : Angel of death
- Megadeth : Peace Sells
Levrlennadur :
- Rock and Folk hors-série Metalliques chaos
- Metal Story - Andrew O’Neill – Hachette heroes
Chom a reomp ar sizhun-mañ gant prezidanted ar Stadoù-Unanet. Fin ! Gant unan anezho kentoc’h, an hini a fell dezhañ Make america great again. Rak eus ar pop d’ar punk en ur dremen dre ar rap pe an heavy metal, gwelet zo bet ur c’hresk eus an tonioù enep-Trump ken niverus ha ma c’hellent bezañ da goulz Reagan pe Bush.
Playlist :
- Lucinda Williams : Man without a soul
- A tribe Called West : We the people
- Fionna Apple : Tiny hands
- L7 : Dispatch from Mar-a-Lago
- Death Cab For Cutie : Million dollar loan
- Franz Ferdinand : Demagogue
- Greenday : Troubled times
- Graham Nash : Golden idols
Levrlennadur :
- « You shook me all campaign long » - Eric Kasper and Benjamin Schoening
- « Culture Rock l’encyclopédie » gant Denis Roulleau - Embannadurioù Flammarion
- Rolling Stone n° 138 : pennad « Politiquement rock » gant Yves Bigot