Setu-ni en em gavet e 1954, gant ur paotr a entano kalon ar c'hrennardezed hag a aweno doare en em wiskañ ar baotred. Met n'eo ket ganet ar rock p'en deus Elvis bountet dor ar stuidioù Sun e Memphis, amañ e oa dija a-raok, Elvis a voe e dreizher, ur seurt soner fleüt Hamelin o kas ar bed a-bezh d'e heul. Ur paotr koant, goullo e chakodoù, setu ar pezh a oa ezhomm evit cheñch red an amzer. Playlist : Elvis Presley : Heartbreak hotel Elvis Presley : First appearance on « Louisiana Hayride » Elvis presley : Jailhouse rock Jerry Lee Lewis : Whole lotta shakin' going on Carl Perkins : Honey don't Sun Records : The return of Jerry Lee Jerry Lee Lewis featuring Jimmy Page : Rock 'n roll Trailer ar film Elvis ha Nixon
Larsen ha mediator 8 : The doo wop Kemerit 4 pe 5 paotr yaouank , du o c'hroc'hen, unan anezho a vo an unkaner, gant ur vouezh tenor skañv o kanañ ar sonenn, un tenor all hag ur bariton oc'h heuliañ gant « ohh », hag « ahh » hag erfin ur bariton boud evit an doop-doop ha setu ur strollad doo-wop ho peus ! Playlist : Jenerik : The Beatles vs Joan Jett vs Cypress Hill vs House of Pain vs RATM - Mash Together - Mashup by Faroff Fluffy hunter : The walkin' blues Frankie lymon and the teenagers : Why do fools fall in love ? The swallows : It ain't the meat Two Fords Classic Car Commercials (1950's) The cadillacs : Speedo The capris : Morse code of love The Cordettes : Lollipop The Bobettes : Mr Lee Blue Moon : The Marcels Nat Williams & The Dry-Dells Drake's Fruit Pies Commercial
Larsen ha mediator 6 : Seks ha rock 'n roll ! Kenderc'hel a reomp hor beaj e gwriziennoù ar rock 'n roll gant ur ger stur mil anavezet « seks and drugs an rock 'n roll ». Nann n'omp ket degouezhet c'hoazh da vare ar bloavezhioù 70 gant dirolloù Led zeppelin pe The Eagles e kambroù o letioù pe a-dreñv al leurenn. Hogen an tiez embann pladennoù bras « the majors » o deus laosket un toullad tiez embann bihan « the indies » kreskiñ tro-dro New-York, e kalifornia, en New orleans pe e Memphis. Tem ar c'hanaouennoù a c'hell bezañ diveret e daou c'her « Seks hag alkol ». Ar sonerezh tomm-mañ, friant, blizoniel, ne zirenk ket re ar vourc'hizien e keit ha ma chom kenfinet er metoù minorilezet. Met klevout a ra ar yaouankiz gwenn ar pladennoù skignet er radio, ha gwashoc'h c'hoazh : prenañ a reont ar pladennoù. Pa glev tadig ha mammig ar pozioù gadal e krog an traoù da drenkañ. Diefed eo linenn ar segregasion a-enep gwagennoù ar radio ha netra ne c'hell mirout ouzh ar yaouankiz gwenn da zañzal war al luskoù hudur-mañ. Playlist : Jenerik : The Beatles vs Joan Jett vs Cypress Hill vs House of Pain vs RATM - Mash Together - Mashup by Faroff Fats Waller : Hold tight Tampa red : Let me play with your poodle Julia Lee : I din't like it for the first time Dinah Washington : Long John blues Dinah Washington : Short John Willie Mabon : I don't know Annisteen Allen : Yes I know Oscar McLollie : Hot Banana
Larsen ha mediator 7 : Seks ha rock 'n roll ! (2) Kenderc'hel a reomp hiziv hor beaj e deroù ar bloavezhioù 50, pa zeu war-wel plas an orged er rock 'n roll. Emaomp o vont da selaou adarre kanaouennoù o respont an eil d'eben evel ma oa bet gwelet gant Caldonia deuet da vezañ harozez meur a ganaouenn, ar wech-mañ a raimp anaoudegezh gant « Sixty minute man ». Ha klevet 'vo un nebeut kanaouennoù fentus adarre o tennañ d'ar gadalerezh. Playlist : Jenerik : The Beatles vs Joan Jett vs Cypress Hill vs House of Pain vs RATM - Mash Together - Mashup by Faroff Big mama Thornton : Hound dog Rufus Thomas : Bear cat Roy Brown : Good rockin' tonight Wynonie Harris : Keep churnin 'till the butter comes The Dominoes : Sixty minute man Ruth Brown : 5-10-15 hours The Du droppers : I can't do sixty no more The Checkers : Don't stop Dan
Hiziv e kuitaimp ar meteier country ha sonerezh gwenn stadoù ar middle west evit heuliañ ar « Chitlin' circuit ». Pa gomzer eus rock 'n roll e soñjer e Elvis evel-just met ivez e Bill Haley gant « rock around the clock » pe rock the joint » ha padal. Padal an titloù-se a oa bet dija implijet un nebeut bloavezhioù a-raok gant sonerien sakso du evel Hal singer pe Jimmy Preston. « Rock with it baby ! « All she wants to do is rock ! » 'good rockin tonight » : perak n'eo ket bet dalc'het soñj eus an tonioù-se ivez ? Anat dit, penn filip ! Tri abeg a zo da gement-mañ, o anv : gouennelouriezh, segregasion, ha sañsur. E gomprenet ho peus, hiziv e splujomp er « race records » !
Larsen ha mediator 1 : Orinoù ar rock 'n roll : evit kregiñ ganti ! Gwriziennoù ar rock'n'roll zo sichennet da vat e sonerezhioù hengounel stadoù su ar Stadoù Unanet. Abaoe m'o deus ar radioioù diskouezet beg o fri ha m'eo deuet an embann pladennoù da vezañ un industrielezh « bancable » e derou an Xxvet kantved e treuz ar blues du hag ar country gwenn bevennoù stadoù ar su evit tizhout selaouerien nevez e pep lec'h er Stadoù unanet.
Larsen ha mediator 2 : Orinoù ar rock 'n roll : ar country Kregiñ a ra istor ar sonerezh Country er menezioù Appalaches, trevadennet gant emvroidi iwerzhonat ha skos, ha gwazh a-se evit ar meuriadoù Cherokee a veve eno. Ur boblañs stag ouzh an douar neuze hag en em stal war torgennoù ar rannvro, torgennoù hag a zo ivez ur repu evit ar sklaved war dec'h, ur wezh tremenet ganto al linenn Mason-Dixon, al linenn a verke ar vevenn etre ar stadoù sklavour hag ar re na oant ket.
Larsen ha mediator 3 : Orinoù ar rock 'n roll : sonerezh ar mengleuz Hiziv ez eomp d'ober un droiad e teñvalijenn ar mengleuzioù. Reiñ a raio tro deomp da selaou an ton kentañ, din da c'houzout, sañsuret gant an FBI, un ton hag a anevezo evel-just meur a version hag e skoimp betek leurenn montgomery en Alabama e lec'h ma krog un den anvet Hank Williams da seniñ gitar en ur stil a raio e vrud, ur meskaj hillbilly ha blues.