Un nebeud mizvezhioù ‘zo e klevemp e c’hellfe Taylor Swift, miliarderez a-drugarez d’he sonerezh, cheñch disoc’h an dilennadegoù ma tivize gervel an dud da votiñ evit Joe Biden, ar pezh he doa graet dija e 2020. Abaoe en deus Biden divizet profitañ eus e leve, met memestra e pevar bloaz, ez eus 41 milion a amerikaned nevez gant ar gwir da votiñ, muioc’h politizet hag a zo sot gant Taylor Swift. Hervez ur sontadeg gant Newsweek e c’hellfe 18 % eus an dud aterset votiñ evit an den war ar renk harpet gant Taylor Swift. En ur c’hortoz he deus ar ganourez broudet he 280 milion followers war instagram d’en em enskrivañ evit votiñ, peadra da hegasiñ skipailh Donald Trump.
Playlist :
- Bright eyes : When the president talks to god
- Inside Edition : Could Taylor Swift Fans Impact the Presidential Election? (Tennad son)
- Taylor Swift : Cruel summer (Foñs son)
- Lil Wayne : Mama Mia (Foñs son)
- Mac Miller : Donald Trump
- Bruce Springsteen : Born in the USA (Foñs son)
- Bruce Springsteen : Johnny 99 (live at Giants Stadium august 1985)
- Tom Petty : I won’t back down
- R.E.M : It's The End Of The World As We Know It (And I Feel Fine)
- Neil Young : People rocking in a free world
- Neil Young : Let’s impeach the president (Tennad son)
- Neil Young : Looking for a leader 2020 (Tennad son)
- Keny Arkana : Nettoyage au karcher
Levrlennadur :
- « You shook me all campaign long » - Eric Kasper and Benjamin Schoening
- « Culture Rock l’encyclopédie » gant Denis Roulleau - Embannadurioù Flammarion
- Rolling Stone n° 138 : pennad « Politiquement rock » gant Yves Bigot
E film ar vreudeur Cohen «O’brother» e enroll George Clooney hag e vignoned war dec’h ur ganaouenn evit gounit un nebeut gweneien. Merzhout a raint pelloc’h eo deuet da vezañ un hit, hit implijet kerkent gant Papy O Daniel hag en em ginnig evit bezañ governor ar Mississipi. Papy O Daniel, un den en deus bevet evit gwir, populist, brudet evel soner old-time music ha governor an teksas. Met perak kaozeal eus an dra-se ? Feiz, tostaat a ra an dilennadegoù er Stadoù-Unanet ! Neuze eo deuet din ar mennozh da deurel ur sell, e Larsen ha Mediator, war al liamm a zo etre ar sonerezh ha prezidanted ar Stadoù-Unanet. Prest oc’h evit ur veaj en istor ? Loc’het omp !
Playlist :
- The united States Army Field Band : Washington Post March
================================================================
- John Tyler : Tippacanoe and Tyler, Too
- The USA Freedom Kids : Freedom ‘s call
- Pussy Riot : Make America great again
- Ben Selvin (The Crooners, vocal) : Happy Days Are Here Again
- Joan Baez : We shall overcome
- Woodie Guthrie : This land is your land
- Roy Disney and Citizens : I like Ike, bomm Bruderezh evit kampagn Eisenhower e 1952
- Frank Sinatra : High Hopes with Jack Kennedy
- Mike Curb Congregation : nixon now ! Bomm Bruderezh evit kampagn Nixon e 1972 (tennad-son)
- The Sure Fire Soul Ensemble : Impeach the president (tennad-son)
- Steve Wonder : You haven’t done nothing (tennad-son)
- The Band : Georgia on my mind
- Fleetwood Mac : Don’t stop
- Barelypolitical : Crush on Obama, krouet gant Ben Relles, kanet gant Leah Kauffman
- Against me ! : Stop !
Levrlennadur :
- « You shook me all campaign long » - Eric Kasper and Benjamin Schoening
- « Culture Rock l’encyclopédie » gant Denis Roulleau - Embannadurioù Flammarion
- Rolling Stone n° 138 : pennad « Politiquement rock » gant Yves Bigot
Salud deoc’h lamponed ha lamponezed ar rock ‘n roll, ur gwir blijadur eo evidon adkavout ac’hanoc’h ar bloaz-mañ c’hoazh evit ur pevare koulzad eus « Larsen ha mediator » an abadenn a zezrevell istor ar rock abaoe e orinoù. E miz Mezheven hor boa kimiadet gant un abadenn ouestlet da brosez ar porn rock, goût a rit pa vroude ar strolladoù hair metal an hudurnaj en o c’hanaouennoù, pozioù na zleent ket kouezhañ e divskouarn ar cherubined ! Chom a raimp er bloavezhioù 80 ar bloaz-mañ c’hoazh rak kalz zo da lâret met evit an abadenn-mañ, peogwir ez eus bet embannet un toullad albomoù a-feson er mizvezhioù diwezhañ, em boa c’hoant kinnig deoc’h un nebeud tonioù o deus plijet din…
Playlist :
- Robert Jon and the wreck : Stone cold killer
- Quinn Deveaux : Very best thing
- Staples Jr. Singers : Lost in a world of sin
- Jon Muq : One you love
- MC5 : Boys who play with matches
-Rage against the machine : Take the power back
Er bloavezhioù 50 e oa bet taget ar pop culture ha krouet ur c’homision e senad ar Stadoù-Unanet a-zivout ar comics books hag o efed noazus war speredoù ar re yaouank. Da heul e oa bet krouet ar Comics Code Authority a gontrole ar pezh a veze embannet. Tri dekvloaziad goude eo tro ar rock da vezañ barnet gant ur c’homision er senad, hiziv emaomp o vont da sellout a dostoc’h ouzh istor ur pegsun peget war bladennoù ‘zo adalek 1984 gant ar gerioù-mañ «Parental Advisory, Explicit Content».
Playlist :
- Prince : Darling Nikki
- Danzig : Mother
- Ozzy Osbourne : Suicide Solution
- Atersadenn Suzan Baker gant The New York Times evit o c’helaouadenn «Sex, Drugs and Gore - Retro Report»
- Tennad son eus ar film « Warning: Parental Advisory » sevenet e 2002 gant Mark Waters evit VH1 Miramax
- ACDC : Let me put my love into you
- Testeni Dee Snider dirak ar senad (tennad son)
- Twisted Sister : We 're not gonna take it
- Frank Zappa and the Mothers of Prevention : Porn Wars (foñs son)
- The 2 Live Crew : Banned in the USA
Salud deoc’h tud kozh ha yaouank, donemet e Larsen ha Mediator, an abadenn a spluj er mare-mañ er bloavezhioù 80 evit taolenniñ ar meuriadoù, al luskadoù hag isluskadoù zo deuet war-wel e istor ar rock. Hag hiziv emaomp o vont d’ober un droiad e bed ur vandennad boys bands a implije lakennoù blev e-pad eurvezhioù evit kaout brushing Farrah Fawcett hag a blije dezho ar mouchoueroù kerc’hen jipsianezed hag al leggins loupard… Pell diouzh feulster ar sonerezh metal a sailhe warnoc’h e oa an hair metal, pe ar glam metal, pe ar pop metal, pe an hard FM, pe slease metal (metal lastezus), evel ma karit, ar sonerezh nemetañ e lec’h ma klaske ar sonerien tapout merc’hed a oa gwisket minapl en o c’heñver, ur sonerezh loc’het eus ar west coast en eighties ha deuet da vezañ mainstream d’ar pimperlamm…
Playlist :
- Van Halen : Panama
- Atersadenn Vince Neil gant Sam Dunn evit e stirad « Metal Evolution » (Banger films)
- Mötley Crüe : Girls, girls, girls
- Quiet Riot : Come on feel the noise (foñs son)
- Poison : Talk dirty to me
- Cindirella : Shake me
- Bon Jovi : Living in sin
- Guns N’ Roses : It ‘s so easy
Levrlennadur :
- The Guardian 08/11/2022 : « It’s hairmageddon! Is the leather-codpieced world of glam metal making a comeback? ». pennad gant Alexis Petridis
Kenderc’hel a reomp gant hor beaj e istor ar chadenn MTV, ur chadenn aet da netra hiziv met ur chadenn he deus stuziet kevredigezh amerikan an eighties ha nineties hag alese Europa ivez da heul...
Playlist :
- The Dead Kennedys : MTV get off the air (tennad son)
- Dire Straits : Money for nothing
- Run DMC & Aerosmith :Walk this way
- My Life On MTV, The Evolution of Snoop Dogg (tennad son)
- Snoop Dogg : Who Am I (What's my name)
- Guns ‘n Roses : Welcome to the jungle
- Eric Clapton unplugged : Tears in heaven
- Nirvana unplugged : The man who sold the world (foñs son)
- Nirvana : About A Girl (Live On MTV Unplugged)
Levrlennadur :
I Want My MTV: The Uncensored Story of the Music Video Revolution - Rob Tannenbaum and Craig Marks - Dutton Penguin
Kentañ a viz eost 1981, war ar c’hanol 67 e weler ur fuzeenn o tibradañ ha Neil Armstrong o plantañ ur banniel war al loar met e lec’h ar Stars and Stripes eo logo ar chadenn nevez MTV, evit Music Television. Tregerniñ a ra ur vouezh : «Ladies and gentlemen, rock ‘n roll», ur gwir tsunami e istor ar rock, ar pop culture dre vras hag ar sinema e vo…
Playlist :
- An div eurvezh kentañ eus MTV, video e Youtube (tennad son)
- The Buggles : Video killed the radio Stars.
- Pat Benatar : You better run
- Kim Wilde : Kids in America
- Kampagn bruderezh MTV : I want my MTV
- Duran Duran : Girls on film
- Hezakya Newz and films : teulfilm 1983, "MTV discrimates against black artists» (tennad son)
- Atersadenn David Bowie e MTV News e 1983 gant Marc Goodman (tennad son)
- Mickael Jackson : Thriller
- ZZ Top : Gimme all your loving
Levrlennadur :
I Want My MTV: The Uncensored Story of the Music Video Revolution - Rob Tannenbaum and Craig Marks - Dutton Penguin
E lâret ‘m eus dija : pa gomzer eus sonerezh, e pep luskad ez eus nouspet chapel warn-ugent. Petra eo an new wave ? Synthpop, new romantics, rock gotek, rock indus hag all, hag all, chapelioù meump bet tro da gomz diwar o fenn en abadenn dija. Se zo kaoz eo gwelloc’h d’am meno komz eus post-punk. Bepred ‘m eus merzet em boa laosket a-gostez e dirolladur an abadenn strolladoù anavezet gant an holl. Sur a-walc’h e oa abalamour da se em boa o dilezet met diaes eo memestra chom hep komz deus ar strolladoù a dalveze an new wave e penn al lodenn vrasañ eus an dud e deroù an eighties…
Playlist :
- U2 : I will follow
- U2 : October (foñs son)
- U2 : New Year’s day
- U2 : Pride in the name of love (foñs son)
- Simple Minds : Don’t you
-Killing Joke : Eighties
- Echo and the Bunnymen : Killing moon
Levrlennadur :
- « L’odyssée du rock », florent Mazzoleni, Hors Collection Editions
- New Wave : du post punk à la new pop - Stéphane Bachès - Dominique Dupuis embannadurioù
Hiziv e vo kaoz e Larsen ha Mediator eus ilizoù o teviñ, eus muntroù, eus gwarizi, eus ur sonerezh feuls, herrek, teñval a glask enoriñ an dizesper hag an teñvalder, o leuskel korfoù marv war he lerc’h. Setu-ni o plediñ gant ar black metal, ur stil ne oa ket ganet didrubuilh.
Playlist :
- Mickael Jackson : Thriller (foñs son)
- Venom : Welcome to hell
- Bathory : Raise the dead
- Celtic Frost : Into the crypts of rays
- Mayhem : Deathcrush
- Burzum : Black spell of destruction (foñs son)
- Darkthrone : In the shadow of the horns
- Mütilation : A dream
Levrlennadur :
- Rock and Folk hors-série Metalliques chaos
- Metal Story - Andrew O’Neill – Hachette heroes
Kenderc’hel a reomp hiziv ar veaj kroget ar sizhun dremenet e deroù ar bloavezhioù 80 pa zeuas gwagenn nevez an heavy metal breizhveuriat, an NWOBHM, war-wel. Niverus eo bet ar strolladoù rummataet er wagenn-se. Disheñvel-tre e c’hellent bezañ met dre vras e c’heller lâret o deus skubet al levezonioù blues rock a gaved da skouer e Led Zeppelin, hag e felle dezho en em zisheñvelaat diouzh ar bunked a sone ur sonerezh simpl. Setu neuze lec’h d’ar soli gitar ar sizhun-mañ c’hoazh e Larsen ha Mediator, loc’het omp !
Playlist :
- Motörhead : Bomber
- Judas Priest : Breaking the law
- Girlschool : C’mon let ’s go
- Raven : Hard ride
- Diamond Head : Am I evil ?
- Tygers Of Pan Tang : Gangland
Levrlennadur :
- Rock and Folk hors-série Metalliques chaos
- Metal Story - Andrew O’Neill – Hachette heroes