Deomp dezhi !

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Halloween !

Halloween !

12/04/2023

En abadenn mañ e vo lakaet ar gaoz gant Glenn ha Lou war Halloween ! Moarvad oc'h eus c'hwi lidet ar gouel oc'h en em treuzwiskañ hag o stokañ nor da nor evit tapout madigoù. Ur fest noz a oa aozet e Melgven evit lidañ an darvoud, aozet e oa gant Skol Diwan Tregon ha setu neuze an holl bodet, treuzwisket, o c'hoarziñ o dañsal, kerent ha bugale o tebriñ madigoù evel just. Glenn a zo aet war an dachenn evit atersiñ ar vugale a oa aze ha Lou en deus dastummet titouroù war Halloween, perak e vez lidet hag eus pelec'h e teu an hengoun se.


Peñse an titanik

Peñse an titanik

12/04/2023

Gant Lou ha Glenn e vo komzet eus peñse al lestr meur anavezet gant an holl: an Titanik ! Kontet e vo deoc'h an istor gant bugale skol Diwan Paris ha selouaet e vo Glenn ivez o reiñ deomp ur rekipe evit genaouadoù (bouchée) kourjetez ha feta.


Rekipe genaouadoù kourjetez ha feta

Rekipe genaouadoù kourjetez ha feta

12/04/2023

Ur rekipe evit fardañ genaouadoù (bouchée) kourjetez ha feta. Selaouit an abadenn evit gouzout penaos ober !


Vakañsoù an hollsent

Vakañsoù an hollsent

12/04/2023

Un abadenn goustlet da vakañsoù an hollsent, da ganaouenn ar c'hoari video SuperMario remixet e leiz, hag ur voutailhad dour skornet gant ur gemenadenn e-barzh skrivet e 1959. Aterset e vo Nell Piriou evit komz deomp eus he dudioù e pad ar vakañsoù, selaouet e vo un nebeut tonioù ivez hag e vo roet deoc'h ur rekipe evit ur c'hake kistin gant dienn maroñs.


Rekipe ar c'hake kistin gant dienn marroñs

Rekipe ar c'hake kistin gant dienn marroñs

12/04/2023

Ur c'hake lipous hag a glot gant an diskar amzer !


Rekipe kake sitroñs ha rezin sec'h

Rekipe kake sitroñs ha rezin sec'h

12/04/2023

Deskit penaos fardañ ur gake sitroñs ha rezin sec'h ! Hmmmm


Ar boued

Ar boued

12/04/2023

Kaoz a vo gant Morgane ha Glenn eus ar boued. Evit se ez eo aet Glenn da atersiñ bugale skol Diwan Kerfeunteun e Kemper. Morgane a roio deoc'h titouroù dedennus dre vras diwar benn ar boued er bed dre vras. Tonioù a vo klevet ivez, an hini kentañ anvet "Je m'ai gouré je m'a trompé" gant ar strollad Les Bouzkidous hag an eil gant Les Ours du Scorff anvet "Le garou végétarien". Deskit penaos ober ur cake sitroñs ha rezin sec'h gant Glenn !


An dazont

An dazont

12/04/2023

Glenn ha Morgane war ar gwagennoù evit komz eus an dazont hiziv. Aet eo Glenn daved skolajidi divyezhek skolaj Brizeux e Kemper evit goulenn diganto o soñjoù diwar-benn an dazont. Daou don a vo klevet: Domo arigato Mr.Roboto gant ar strollad Styx hag an eil: Arcades gant C2C. Mod all e vo roet gant Morgane titouroù diwar-benn arloadoù ( applications ) smartphone evit ma c'hellfe ar gerent ankeniet evezhiañ ar bugale a-bell o c'houzout pelec'h m'emaint ha piv o deus galvet da skouer.. Ur rekipe evit achuiñ: ar sandwich robod roet deoc'h gant Glenn.


Ar sandwich robod

Ar sandwich robod

12/04/2023

Ur rekipe heñchet war boued an dazont, ar sandwich robod, ur rekipe fentus ha lipous a c'heller aozañ evit un deiz ha bloaz pe ur gouel bennak a lako ar vugale da zebriñ gant fent. Selaouit an abadenn ha sellit ouzh ar skeudenn evit kaout sikour.


Rekipe kiwi fourmaj gwenn ha spekulos bruzunet

Rekipe kiwi fourmaj gwenn ha spekulos bruzunet

12/04/2023

Ur rekipe evit un dibenn-pred lipous : ar c'hiwi fourmaj gwenn gant bruzunoù spekulos.


Première Précédent Suivant Dernière