Deomp dezhi !

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

An hunvreoù

An hunvreoù

12/04/2023

Bugale skol Diwan Kerfeunteun ouzh mikro Glenn c'hoazh evit, ar wech mañ, lakaat ar gaoz war an hunvreoù. Klevet e vo ivez ar rubrikenn Loenig Loen, 10 fed dedennus war ar c'horf hag un nebeut tonioù ! Deompdei evit ar blijadur !


Afrika

Afrika

12/04/2023

Hiziv e vo klevet ganeoc'h skolajidi Naoned evit ur rubrikenn nevez "Brezhoneg in the City" kaset da benn gant Katell Leon. Kontet e vo deoc'h un istor ivez anvet: "Debr da soubenn 'ta Idris" skrivet gant Jean Bossard hag embannet gant Keit Vimp Bev. Mod all e vo selaouet ar rubrikenn Loenig loen hag un nebeut tonioù ! Evit achuiñ vo displeget deomp gant Glenn stad ar chokolad hag ar c'hakao e 2015...


Nedeleg !

Nedeleg !

12/04/2023

Erruet eo Nedeleg ! Gortozet gant holl ac'hanomp ha dreist holl ganeoc'h bugale e vo klevet bugale, just a walc'h, skol Diwan Tregon bet aterset gant Glenn war Nedeleg. Katell a zo aet da weladenniñ skolajidi Diwan Kemper bet kaset b'ar preti evit trugarekaat anezho eus o strivoù bet graet ganto war ar brezhoneg komzet er skolaj. Kontadenn Lulu an arzhig gwenn a vo klevet ivez, istor un arzhig gwenn kollet e mare Nedeleg ha savetet gant un den burzhudus. Hag ur souezhadenn e voe kavet e fin an abadenn un den pedet ispisial kenañ ! Deompdei gant Lou ha Glenn.


Ar sportoù

Ar sportoù

12/04/2023

Ar sport ! Un dudi mat evit ar c'horf, mat evit ar spered, ha se a zo gouiet gant bugale skol Diwan Banleg ! Glenn a zo aet d'atersiñ anezho ha war ar seblant ez int plijet gant ar sport. Mod all e vo glevet ur gontadenn anvet "Kalon ruz koad Brekilien", skrivet gant Patrice Manic, troet e Brezhoneg gant Drian Bernier ha livet gant Nolwenn Languille. Er rummad keleier ar vugale e vo lakaet ar gaoz war adkempenn ar c'horf dre an teknologiezh, ar "prothèses". Abadenn kaset gant Lou ha Glenn.


Plac'h an alumetez

Plac'h an alumetez

12/04/2023

Glenn e-unan o kinnig an abadenn deoc'h. Klevet e vo en abadenn skolajiidi 4re skolaj Brizeux Kemper evit un abadenn-ig radio kinniget ganto. Dibabet o deus ar sonerezh ivez : Calvin Harris - Blame hag an eil Haddaway - What is love Ur gontadenn a vo klevet ivez, kontet deoc'h gant Stenn Charbonneau hag evit keleier ar vugale e vo roet deoc'h 10 fed war ar mor. Deomp dei !


Ar vuhez er skolaj..

Ar vuhez er skolaj..

12/04/2023

Er sizhun mañ e vo kavet b'an abadenn un atersadenn eus skolajidi 6vet Skolaj Diwan Jakez Riou. Aet eo Glenn da c'houlenn diganto penaos e yae an traoù ha penaos en em santent goude tri miz b'ar skolaj. Selaouet e vo ur gontadenn ivez, hini Ulis tennet eus mojennoù an henamzer Gresian. Ur rekipe a vo roet deoc'h ivez, penaos fardañ ur c'hake bananez gant karambar !!


An aon

An aon

12/04/2023

Aet eo Glenn da goulenn gant ar vugale petra a rae aon dezho, evit se eo aet da welet bugale skol diwan tregon. Sealouet e vo ur gontadenn gant Nolwenn Korbell. Da heul arzhed ar skorf gant "La maison des bisous". Hag ur rekipe : Rozennoù traezh chokolad.


Rekipe rozennoù traez chokolad

Rekipe rozennoù traez chokolad

12/04/2023

Hiziv e vo desket penaos ober rozennoù traez chokolad... Miam !


Radio skolaj !

Radio skolaj !

12/04/2023

Hiziv e vo klevet ganeoc'h Radio Skolaj, un troc'h en abadenn graet gant 3idi Brizeux, ur seur "ober-goap" ouzh ar radio ! Mod all e vo klevet kaoz eus Sinnead O'connor gant Morgane. Selaouet e vo ur gontadenn ha desket e vo un nebeut traoù diwar benn an huñvreoù.


Radio skolaj ( hep peurest an abadenn )

Radio skolaj ( hep peurest an abadenn )

12/04/2023

Hiziv e vo klevet ganeoc'h Radio Skolaj, un troc'h en abadenn graet gant 3idi Brizeux, ur seur "ober-goap" ouzh ar radio ! Kaset e vo da benn ganto un abadenn dre miz etre ar re 4re hag ar re 3de.


Première Précédent Suivant Dernière