Deomp dezhi !

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Breudeur ha c'hoarezed

Breudeur ha c'hoarezed

12/04/2023

Gant Katell ha Glenn Skolidi CM skol divyezhek Pouldavid o deus respontet d'hor goulennoù war penaos ez eo kaout breudeur ha c'hoarezed ha bevañ asambles. Tri ton a vo selaouet ivez, Jungle swing tennet eus levr ar janglenn, an eil, Liliwood gant Prayer in C hag an trede skrivet gant Jakez ar Borgne, anvet Tonioù Torr-penn ha tennet eus e albom nevez. Ur rekipe ivez a vo roet gant Glenn: "Verinoù" kiwi ha fourmaj gwenn gant bruzunoù spekulos ! Hmmmm...


Abadenn a bezh Rainbowloom

Abadenn a bezh Rainbowloom

12/04/2023

Glenn ha Lou ouzh ar mikro en abadenn Deomp dezhi. Glenn a zo aet da atersiñ bugale skol Diwan Banaleg war ar Rainbowloom mil anavezet bremañ. Komzet e vo eus ar BASM, ar vombezennoù taolet e broioù brezelioù enno, siwazh e chomont aze goude ar brezelioù o gloazañ miliadoù a zud. Stourmet e vez e doareoù disheñvel a enep d'an darvoud se, Lou a zisplego penaos. An tonioù : MGMT - Kids un ton a roio c'hoant deoc'h da zañsal ! An eil ton : Jacques Dutronc "Fais pas ci fais pas ça" Ha Rozenn Tallec a gomzo deoc'h eus ar wenanenn en he rummad Loenig Lon !


Rekipe kookiz smartiz

Rekipe kookiz smartiz

12/04/2023

Deskit penaos fardañ kookiz smartiz ! Diwallit ! Evit ar begoù lipous nemetken !


Rekipe kookiz smartiz

Rekipe kookiz smartiz

12/04/2023

Deskit penaos fardañ kookiz smartiz, evit ar begoù lipous nemetken !


An egor

An egor

12/04/2023

Klevet e vo kaoz eus an egor hag e vo roet deoc'h ur rekipe evit deskiñ penaos ober kookiz liesliv gant smartiz. Mod all ez eo aet Glenn da atersiñ bugale CM1/CM2 skol divyezhek pleur, hag a fed sonerezh ez eo bet dibabet gant Morgane un nebeud tonioù.


Rekipe kookiz smartiz

Rekipe kookiz smartiz

12/04/2023

Deomp da zeskiñ penaos ober kookiz smartiz liesliv gant Glenn !


Abadenn : Distro-skol er skolaj

Abadenn : Distro-skol er skolaj

12/04/2023

Adkavet 'vo e-barzh an abadenn : Atersadenn : 6veidi skolaj Diwan Kemper o tizoloiñ buhez ur skolaj. Sonerezh : Le temps de la rentrée gant France Gall Keleier ar vugale : Penaos beat-boxañ ? Sellit ouzh ar video-mañ ! Rekipe : Reier kraoñ-kokoz


Rekipe reier kraoñ-kokoz

Rekipe reier kraoñ-kokoz

12/04/2023

Ur rekipe kinniget deoc'h gt Glenn Piriou.


Ar c'hampoù e brezhoneg e-pad an hañv

Ar c'hampoù e brezhoneg e-pad an hañv

12/04/2023

Ata selaouerien yaouank, Brav eo bet an hañvezh ? Setu distro ho abadenn muiañ-karet !! Hiziv 'vo kaoz eus an hañv hag ar stajoù liesseurt a oa kinniget. Mont a rimp d'ober un dro betek Roazhon 'lec'h 'oa aozet ar c'hamp "I love Roazhon" e penn-kentañ miz Gouere. En ti-feurm e Ploneour Lanwern ez imp ivez hag echuet 'vo hon zroiad gant ur c'hamp surf e Kloar Karnoed. Hiroc'h 'vo da glevet war ar vicher kazetenniñ ha war an doare d'ober surf. Deoc'h da c'hoari : Roit deomp anv tri loen hag a vev en tiez-feurm Kasit ho respontoù deomp dre ar blog. Levrioù kaer 'zo da c'hounid, evit ar re vras koulz hag ar re vihan ! Pokoù start d'an holl ha kalon vat 'vit an distro-skol ! Katell ha Morgane


Filmoù ha Billie Jean gant boutailhoù

Filmoù ha Billie Jean gant boutailhoù

12/04/2023

... hag ivez Kroc'hen Azen, Mario ha sushi frouezh gant Morgane ha Bleuenn ! Adkavet 'vo e-barzh an abadenn : Atersadenn : Skolidi skol Diwan Plogastel Sant Jermen diwar-benn o film karetañ. Kontadenn : Kroc'hen Azen Sonerezh : Billie Jean gant ar strollad Bottle Boys Keleier ar vugale : Mario Rekipe : Sushi frouezh


Première Précédent Suivant Dernière