Trouz er gêr

Arvorig FM

Liamm eilet er golver.

Ur gaozeadenn diwar-benn ar bloavezhioù "70" e ti ar re gozh Lanneur

Ur gaozeadenn diwar-benn ar bloavezhioù "70" e ti ar re gozh Lanneur

17/01/2025

Mireille Arnouat a gas an atalieroù e brezhoneg e ti ar re gozh Lanneur a ginnigo ur bilañs eus an abadennoù he doa dalc'het eno e 2024. E eil lodenn an abadenn e vo klevet lodennoù eus an atalier diwar-benn ar bloavezhioù 70. Enrollet e oa bet ar gaozeadenn-se e miz Du.
Kaset eo an abadenn gant Maëlys Poublanc.
Poltred an abadenn : G. Roblin


Kaolila 2 & istorioù gant Yann Bijer

Kaolila 2 & istorioù gant Yann Bijer

16/01/2025

Kendalc'het vo da ober anv gant Marion Gwenn ha Gégé Gwenn eus "Pilhoù", pladenn gentañ ar strollad Kaolila.
Klozet 'vo an abadenn gant istorioù Yann Bijer.
Gant Karolina


Kaolila 1 & Gerioù ar sex 4

Kaolila 1 & Gerioù ar sex 4

14/01/2025

Pladenn gentañ strollad Kaolila a zo "Pilhoù". Ur strollad gant kanerezed ha sonerien tan hag imor enno!
Muioc'h vo klevet gant Marion Gwenn a zo kanerez er strollad abaoe ar penn kentañ, ha gant he zad ivez a gustum skrivañ kanaouennoù evito.
Klozet 'vo an abadenn gant Mikeal Madeg ha gerioù ar sex.
Gant Karolina


Tour-Tan, pladenn nevesañ Noah Roudaut.

Tour-Tan, pladenn nevesañ Noah Roudaut.

26/12/2024

Tour-tan a zo pladenn nevesañ Noah Roudaut, ur bladenn gouestlet d an handpann ha d'ar beatbox.
Noah a gemer perzh ivez barzh troiad Nedeleg "Brennig Productions".
Displegadennoù gant Noah ha Jean-Luc Roudaut.
Klozet 'vo an abadenn gant ur c'hrenn-lavar displeget gant Domnique Thepaut : "Ober kalz a deil gant nebeud a houzer"
Gant Karolina.


Devezh ar c'henskoazell e Lesneven d'ar 7 a viz Kerzu 2024

Devezh ar c'henskoazell e Lesneven d'ar 7 a viz Kerzu 2024

20/12/2024

Dalc'het e oa un abadenn eus sal An Atalier e Lesneven da geñver "devezh ar c'henskoazell" d'ar 7 a viz Kerzu. Pedet e oa tud a-youl vat gant kevredigezhioù eus ar vro :
- Aline L'Hour eus Peuples Solidaires
- Agnès Herry eus Amitié Madagascar Bretagne
- Christine an Duigou, Hervé hag Yvonne Kerboul eus Solidarité Côte des Légendes
Kaset eo an abadenn gant Pauline Daniel ha Maëlys Poublanc
Sonerezh ar jenerik : "Laga" gant Sahra Halgan


Kaozeadenn etre liseidi eus Tristan Corbière ha Gege Gwenn

Kaozeadenn etre liseidi eus Tristan Corbière ha Gege Gwenn

09/12/2024

Da geñver ar festival "Baie des livres" o doa lennet liseidi eus lise Tristan Corbière e Montroulez al levr "E kambr ar stered" skrivet gant Gege Gwenn. E fin miz Du e oa pedet ar skrivagner da respont d'o goulennoù el lise.
Embannet eo an abadenn gant Maëlys Poublanc


Herve Peaudecerf & Skolidi Per Jakez Heliaz Kleder

Herve Peaudecerf & Skolidi Per Jakez Heliaz Kleder

05/12/2024

Ar Gabhornerien, o labour, o buhez'bourzh ar bigi displeget da skolidi Per Jakez Helias gant Herve Peaudecerf. Danvez ul levr skrivet gant Herve : "Quatre mousses au Cap Horn" gant Groix Editions.
Klozet'vo an abadenn gant istorioù farsus kontet gant Yann Bijer war dem an ospital.
Gant Karolina


Al Liamm 466

Al Liamm 466

03/12/2024

Al Liamm niverenn 466, miz Gwengolo-Here 2024, kinniget deomp gant Erwan Hupel.
Gantan, "Istor sokial ar brezhoneg": "Ur c'hemener n'eo ket un den..."
Gant Karolina.


Amélie Gloaguen, saverez givri e Plougastell

Amélie Gloaguen, saverez givri e Plougastell

02/12/2024

En em staliet eo Amélie Gloaguen er Feunteunn Wenn e Plougastell bloaz zo. Kroget eo da werzhañ fourmaj laezh bio e-pad an hañv. Ar saverez givri ha saout a zispleg he micher deomp.
Kaset eo an abadenn gant Maëlys Poublanc


Kan ar yezh, pladenn nevez Klaris Lavanant

Kan ar yezh, pladenn nevez Klaris Lavanant

21/11/2024

O paouez bezañ embannet emañ pladenn "Kan ar yezh" gant Klaris Lavanant. Ar wech kentañ eo e embann ar ganerez ur bladenn e brezhoneg penn-da-benn. Ganti e lakaomp ar gomz war an avantur-se a zo bet kroget ouzhpenn dek vloaz 'zo.
Embannet eo an abadenn gant Maëlys Poublanc.


Da-heul Diwezhañ