Kreiz Mintin

Radio Bro Gwened

Liamm eilet er golver.

Prizonier er Prus Oriañtal

Prizonier er Prus Oriañtal

13/04/2023

Ni 'vo asambl durand un euriad get Lucien Houé. Eñ gonte doc'h Mikro Monique Er Boulc'h e vugaleaj hag en eil brezel pa zo bet prizonier ha kaset b'ar Prus Oriantal. En eil lodenn ag en abadenn, Lucien a gonte ar chanchamantoù zo bet en Oriant goude ar brezel. .Sonerezh - Liù : Soudarded - André Drumel : 7 vlez a servij - Denez : Ar C'hwervoni


Amonenn ha Mel e Ploe

Amonenn ha Mel e Ploe

13/04/2023

Amonenn ha Mel e Ploe Hiriv 'vo kaojet diàr an amonenn hag ar gwenan get tud a barrez Ploe. Marie-Joseph Ar Go a gomañs, he gonte da Monique er Boulc'h penaos 'veze kempennet en amonenn. ag àr-lerc'h vo Jo Moellic o kaojal diàr ar gwenein. Ar lonedigoù-se n'arrestont jamez da labourat start ha hembte 'vehe ket na freaj na boed. An dra-se zo kaoz e tisplege Jo Moellic penaos ober àr o zro. . Sonerezh - Pierre Cado : Kuitaat er maezoù - Vinceaudeau/Pichard : Le chant du jonc - Robert Perigault : Kantik er Bleu


Raymond an Diaot

Raymond an Diaot

13/04/2023

Loeiz Konan' oa get Raymond en Diaot e Pleheneg. Raymond a gaoja a lod kaer a draoù hag ear micheriao 'neus groet durant e vuhez. . Sonerezh -Jean er Meut : Parrez Kervignac -Skolvan : O vont ebiou Landevan -Morwenn Le normand ha Ronan Pinc : Karot dour ha Merc'hed Pleheneg


Pont ar Boulom

Pont ar Boulom

13/04/2023

Daomp en-dro da vale asambl get Jañ-Pol Runigoù hag Andrea ar Gall àr vord ar Blavezh e Kervignag. Desket e vo traoù a-ziàr bered ar bagoù, maner Lokunole, ar besketaerion, Tavarn ar Vretoned, ha surtout a-ziàr Pont ar Boulom, ar pont a zo etre Kervignag ha Lannarstêr.


ENEZ-VANAV

ENEZ-VANAV

13/04/2023

Klevet vo Jorj Belz é komz a-ziàr ar voaiaj en deus graet e Enez-Vanav, asambl get an Drouzerion, evit monet da ganiñ en ur festival.


Pardon Sant Matelin

Pardon Sant Matelin

13/04/2023

D'en eil Sul a viz mae 'vez pardon Saint Matelin e Kistinid. Loeiz Konan 'noe groet konaisañs get Rosalie Elliot ewit kaojal diàr ar pardon. Monique er Boulc'h doe aterset tud ag ar gumun àr ar pardon met ivez ar foerioù ha lod kaer a draoù. Selaoamb neuze doc'h Virginie Tréhin, Mathurin ha Mélanie Le Roux hag aotrou person Marcel Blanchard ha Rosalie Elliot doc'h mikro Loeiz Konan . Sonerezh - Pierre Le Floc'h : Disul de gendahoé. - Jean Guiscriff : Er gêrig-hont a Blañvour. - Carré Manchot : Matelin En Amour


D'ar skol !

D'ar skol !

13/04/2023

Klevet vo div atersadenn diàr-benn ar skol. Da gentañ e vo klevet Christian Badezet ha Mari-Lou Pochic, aterset get Monik e 1997 a-ziàr skol divyezhek Ploue, hag àr lerc'h e vo klevet Catherine Pasco, aterset get Marie-Laure Groix e 1999, é tisplegiñ perak ha penaos he deus graet skol d'he bugale er gêr.


Ar filajoù

Ar filajoù

13/04/2023

A-c'houde ur blead bremañ 'd eus ket mui moaian gober filajoù... hag an dra-se a vanka deoc'h, marse ? hama, hiziv e kennigan deoc'h selaou doc'h istoerioù 'oa bet kontet get Pierre Bacon, doc'h mikro Marie-Laure Groix, e 1998.


Istoerioù kontet

Istoerioù kontet

13/04/2023

Bourrabl a vez pa vez klevet istoerioù kontet mat, 'd eo ket gwir ? Hama, hiziv e vo klevet istoer "maget pell", a oa bet kontet get Daniel an Doujet e 1998. Hag àr-lerc'h e vo klevet ur pennad komz get Pier Nignol, François Louis ha Daniel an Doujet, a oa doc'h mikro Marie-Laure Groix é tisplegiñ penaos ha get piv o deus desket an istoerioù a vez kontet gete.


Kerne-Veur

Kerne-Veur

13/04/2023

Hiziv e vo klevet div atersadenn a-ziàr Kerne-veur. Klevet vo Christian Hémonic é komz ag ar gevelladur etre Sant-Turiav ha Carlstock, ar vro, an dud, ar boued... hag àr-lerc'h e vo klevet Albert Boché é komz ag ar vro-se ivez : ar maezoù, an aod, an dud, an anvoù-lec'h, ar yezh gerneveg, ar manez Sant-Mikael a zo du-se, hag ar Saozon er vro.


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ